Mont d’an endalc’had

Juluanik

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Sant-Juluan.

J. Maisonneuve ha Ch. Leclerc, 1889  (p. 233-236)


JULUANIK



Juluanig ann den vaillant,
Ann hini a oa puisant,
Savez eunn dewez beure mad
’Wit mond da chaseal d’ar c’hoat.

Ebarz ar c’hoat pa e n’ ariet,
Eur c’harwik rous ’n deuz rankontret
Eur c’harwik tous ’n deuz rankontret,
Endro d’ar c’hoat ’n euz hen heuliet :

— Ewit petra em c’heuliez-te,
’Med ewid en kavout ma bue ?
’Ma lezez gan-in ma bue,
Me’laro d’id ar wirione.


Juluanik, te a lazo
Da dad, da vamm, e-war eunn dro,
Te a lazo da vamm ha da dad
Kousket ho daou ’n eur gwelead,

— Oh ! na rin ket, gant gras Doue
Kar me’ evito deuz a ze,
Me’ evito deuz a ze
Me c’hai dre ar vro da vale. —

Sortial re demeuz ar ger
Hep laret gir da den a-bed
Hep laret gir da den a-bed ;
’N eunn oblans ker c’heo ariet ;

’N eunn oblans ker c’heo ariet,
Goul da servijin en euz groet
Goul da servijin en euz groet ;
Seiz la kiginer hen zo bet,

Seiz la kiginer ’n eur gigin wenn,
E-war eunn arme kabiten.


Kement zo groet deuz hen karet
Ken e d’ar verc’h hen dimezet ;
A zo roet etre ho daou
Eur c’haslel ker, eunn arc’hel aour.

Ho-man oa eur plac’hik modez
Da itron vari a Garnez ;
Eunn dewez’vond d’hec’h ofern-bred
Daou denik koz deuz rankontret.

Daou denik koz, d’in a lered
Pelec’h ac’h et, pe ’n an oc’h bet,
Pelec’h ac’h et, pe ’n an oc’h bet,
Pe’ p euz ho tezir da vonet ?

— Me’ zo pell en tourmant hag en poan
O klask hon mabik Juluan ;
Am eump torret hon c’halono
Nag o vale dre ann hincho.

— O Doue da vezan meulet !
Juluanik d’in zo dimet ;
A zo roet etre hon daou
Eur c’hastel ker, eunn arc’hel aour. —


Ho-man a retornaz d’ar ger ;
E-barz ’n he gwele ho deuz laket
E-barz ’n he gwele ho deuz laket,
Hag hi zo et d’ann ofern-bred.

Juluan ariez ar ger ;
Drouk-sonj he bried en euz bet
Drouk-sonj he bried en euz bet :
He dad hag he vamm ’n euz lazet.

Ha pa ’n euz bet ann torfed groet,
En traou gand ar vins hen zo et
En traou gand ar vins hen zo et,
He bried paour deuz rankontret ;

— Ma fried paour, d’in a lered,
Piou’barz em gwele pa laket
Piou’barz em gwele pa laket,
Keit e oaz’ vond d’hez ofern-bred ?

— Juluan, oa ho tad hag ho mamm,
Oa pell en tourmant hag en poan
Oa pell en tourmant hag en poan.
O klask ho mabik Juluan. —