Mont d’an endalc’had

Istor Breiz, 1893/Rann 19

Eus Wikimammenn
J.-A. Lefournier, 1893  (p. 345-361)


NAONTEGVED NOSVEZ
————


Evelse e gomzer er zal,
Pa zeue ar benherez er bal,
Rag Markiz Mezl oa erruet,
Gant he Vam hag he heul braz meurbet…
Va Mam itroun, ha me ho ped,
D‘ar Markiz Mezl n‘em roit ket.
(Barzaz-Breiz).

Kemperle oa miret evit an dug Merkœur, gant ar markiz Mezl, pried penherez Keroulaz. Dont a reaz eno mil den euz a Frans, var gezek, da hanter-noz. Skei a rezont var an nor euz tu Guenet, An nor oa sarret. Staga a rezont outi eur pakat poultr, hag e lakeont an tan en nor. Kavout a rezont an oll kousket, hag æz oe dezo kemerout an arc’hant, kaset eno evit beza miret guelloc’h. Fanch-ar-C’hastel n’em dennaz d’he vaner Kastel-Gall. An aotrou Moreau, chaloni a Gemper, bet skrivagnour ar brezeliou-ze a lavar en doa ar markiz Mezl kousket en noz-ze evel eur Gall. Kousket e oant var ar plun, he soudardet hag hen, emehe, fiet ho buhez ganto da voardou paour n’ho doa netra da goll, n’en em jallent ket euz buhez ar re all. Kalz a verc’het iaouank a dec’haz euz ar ger hag a zeuaz da c’houlou-deiz da Valanek ha d’ar Faouet, stravillet ha spountet, rag ne ouient ket pelec’h oa ho zud.

Er bloavez-ze ive, 1590, an aotrounet Goulen, Karne, Rosampoul, Faouet, Kerouz euzs Kerhir, Koatredez, Kerven, Ruskek, Kerlouan euz Kerhom, hag ar markiz Mezl, a zeuaz gant eun niver braz a dud divar ar meaz evit kemerout kastel Kerouzere, e Leon.

Aotrou ar c’hastel-ze hag an aotrou Kerandraon a ree kals gaou d’ar barreziou tro var dro ; re Leon oa skuiz da c’houzanv kement-ze.

Kerouzere oa dalc’het evit ar roue gant an aotrounet Boeskon, Koatnisan, Kerandraon ha Goesbriant. Daou pe tri devez oa ma oant dirag ar c’hastel pa oe kasset an aotrou Kerhir da glask kanoliou e Kastel-ar-Brignou.

Re Vrest a zalc’he tu ar roue evel an aotrou Kerouzere, hag a lazaz an aotrou Kerhir en hent. Koulskoude dont a reaz kanoliou, hag ar c’hastel na joumaz ket pell en he za. Ar re oa ebarz a c’houlenne ho buhez ; ar bobl a c’houlenne ho maro. Rosampoul hag ar Faouet a glaske divoal ar brizounerien, ar bobl, direizet, a skoaz ganto ho daou, gant eur forc’h ha gant eur bolc’h. An aotrou Kerandraon oa lazet. Peb kristen a dlee gouzout a vir gourc’hemennou Doue laza den ebet nemet er guir vrezel.

An dud-ze oa c’hoaz e Kerouzere, pa zeuaz dezo ar c’helou oa n’em zastumet e Treger mil den var varc’h ha mil var droad evit mirout Kerouzere enep ar gatholiked. Kergoumarc’h ha Liskoet a henche an daou vil den-ze. Ar reman a zeuaz da Geraez, e pelec’h kalz a dud oa dastumet gant ho zraou ar re gaera evit eured Guillemette Ollimand hag Anton Silly euz a Gemper. Dont a rezont diou heur araok an deiz ; kaout a rezont ar vourc’hisien kousket hag e kemerjont an holl dud hag an arc’hant.

D’ar sadorn vintin ar c’helou-ze oa klevet var ar meaz, Ar barreziou Kleden, Plounevez, Plouie, Huelgoat ha parreziou-all a glaskaz evit kabiten an aotrou Pratmaria euz maner ar Granek, e parrez Kollorek. Heman, deuet var an oad, a roaz dezo evit kabiten Lanridon, den a vrezel. Re Dreger a n’em gavaz en eul land var an hent. Na ziskuejont da genta nemet eun neubeut a zoudardet. An dud divar ar meaz, o velout ken neubeut a dud, a ioue forz var Lanridon evit mont d’ar gombat. Heman a anaveze guelloc’h giz ar brezel, ha lavarat a reaz dezo e oa guelloc’h gortoz a dreon eur c’hleun elec’h ma oant, rag na velent ket c’hoaz ma na oa ket eun niver braz a dud varlec’h an neubeut-ze. Gant neubeut a furnez an dud divar ar meaz a redaz var ho lec’h ha kerkent ma oant deuet er meaz euz ar park, re Dreger, kuzet el land, en em strinkaz varnezo, hag o lazaz gant ho c’habiten, heman a oe sebeliet e Kollorek an deiz varlec’h.

Ar c’henta tra er brezel eo senti euz ar c’habiten.

Parrezion Kastel-Nevez, Lennon, Lokeffret, Braspartz ha Spezet, o veza klevet malheur ar re-all, na goljont ket kaloun.

Bretonet ar parreziou-man zo atao prest da gombati. Kontet em euz deoc’h diaraok, petra o deuz gret e Kemper, pa oa eskop an aotrou Rosmadek, er pevarzekved kanvet ; cetu brezel adarre ganto er bloavez 1590 ; ha kant vloaz divezatoc’h, pa oa roue Luis pevarzek, n’ho doa ket aon da gombati a enep he letanant, an aotrou de Chaulnes, ken didruez evito. N’euz ket goall pell c’hoaz, er trivec’hved kanvet, paotret Spezet a stourmaz adarre a enep ar re a lamme diganto an douar font. Euz ar Vretonet-ze e hellor lavaret : Quam terribiles sunt Britones cum dicent : Torr he ben ! Pegen terrubl ar Vretonet pa lavaront : Torr he ben !

Ma ne deo ket ken lijer teod Bretonet Breiz-Izel evel teod ar Francisien, koulz int da c’hoari gant an dorn ; n’ho deuz morse dinac’het stourm gant pobl ebet.

Ober a reent goab euz ar re-all, o lavarout re Dreger o dije guelet d’ar zul guelloc’h paotret eget d’ar sadorn. Kerperennez, aotrou ar Bizit ha Linlouet oa gant re Pleyben, ar re-ma a grede oant gouest ho unan da ziskar an enemiet. Dont a rezont tre ebars Keraez. Re Dreger a laoske tennou fuzil dre brenestou an tyes. Ar glao en doa glebiet poultr an dud divar armeaz. Liskoet a reaz tro ar ger evit skei varnezo a dreon, hag o fila a reaz e kichen Tromeur. Linlouet a droc’haz he zorn dezan. Liskoet, direizet gant ar gouli-ze, a reaz lakaat an tan er vrassa ru euz a Geraez, hag he c’huiteaz gant he dud.

Ne oa ket kaer neuze e Breiz-Izel d’ar re a zalc’he tu Herri pevare. An aotrou Kerlec’h, euz a Leon, demezet e Roazon da Janned Koetken, oajet a drizeg vloaz, a zeuaz ganti e Breiz-Izel gant tri ugent den var varc’h. Deuet a oant da vaner Roskanou, e parrez Gouezek, pemp leo euz a Gemper. Eno oa deuet ive Luis Hirgars, euz a barrez Krozon. Ar c’helou o veza deuet var ar meaz e oa tud euz tu ar roue e Roskanou, ar c’hleier a gommanças da zon en oll barreziou. Pleyben, Lennon, Edern ha Gouezek a gassaz ho faotret enep ar maner, hag a lakaz an tan ennan. Ar re a glaske en em zavetei a goueze etre daouarn tud hag ho laze gant taoliou forc’h. An introun iaouank oe paket, an aotrou Rosampoul a ree he bossubl evit hen diouall, tost oe da veza lazet, hag ar paourkez introun oe skoet gant eun taol forc’h en he gouzouk.

Merc’h an introun Roskanou, plac’hik a nao bloaz, a gouezaz en eur poull doun, tennet oe ac’hano e beo. Ia, bugale, an dud direizet zo goassoc’h eget al loenet gouez.

Ar c’hombajou-ze a c’hoarveze ken aliez en amzer-ze etre ar gatholiket hag ar brotestantet, a ree d’ar voazet dont ter ha kriz, ha buhan avoalc’h e vije bet c’houezet tan ar brezel evit pell amzer.

An aotrou Koet-Kourson, euz a du ar roue, a gemeraz porz ar Blavet, er ger a Henbont.

Filip Merkœur a zeuaz dy gant eun arme.

Ar re oa ebarz ar ger a n’em zifenne mad ; ar merc’het zoken a daole dour zomm ha mein var gein an enebourien. Merkœur a zeuaz er porz euz tu ar mor. Dont a reaz da gemerout ker hag he zoudardet a laze an oll hag a voaste peb tra.

Daou ugent plac’h iaouank oa en em zastumet da virout ho buhez hag ho enor enep ar zoudardet. Pignat a rezont en eur vag. O velout ar zoudardet o tostaat outho, ar merc’het kristen-ze, o kemerout pep hini dorn he c’honsortez, a n’em strinkaz oll er mor ; ho eneou pur ha chast a oa digemeret etouez an ælet.

Choaz etre ar gatholiket hag ar brotestantet oe æz avoalc’h evit ar Vreiziz. Ne oe protestant ebet etrezo, nemet ar re o doa dizonjet ho bro hag ar giziou euz ar Vreiz, pe ar re a zalc’he muioc’h d’an arc’hant ha d’an traou terrien, eget d’ar relijion. Ne oa etre ar brotestanted nag eur kouer nag eur guir Breizad, pe Breton. Mæz be oa euz tu ar roue katholiked mad, evel Sourdeak, gouarner Brest, devot braz d’ar Verc’hez Vari ar Folgoat, ha mignon da eur relijiuz, an Tad Cyrill, en deuz skrivet en enor da Verc’hez ar Folgoat.