Istor Breiz, 1893/Rann 20

Eus Wikimammenn
J.-A. Lefournier, 1893  (p. 361-375)


UGENTVED NOSVEZ
————

Penherezik din lavaret :
Fontanellan a anaveet ?
— Fontanellan n’anavean ket,
Klevet komz anezhan emeuz gret,
Laret eo goal potr m’euz klevet.
(Barzas-Breiz).

Rouanez Bro-Saoz, Elisabeth, oa merc’h d’ar roue, a reüzaz ar c’henta senti euz ar Pab, abalamour hon Tad Santel na felle ket dezan he leuskel dimizi gant diou pe deir maouez, pa oe he genta pried beo c’hoaz. Elisabeth oa hugunodez evel he zad ; kass a reaz Saozon da sikour an hugunodet e Breiz.

Ar reman a zeuaz er porz Penpol, e Treger ; hag ac’hano, henchet gant ar prins Domb, e teujont da attaki Guengamp, difennet gant La Kointerie, euz a du Merkœur. La Kointerie a drahissaz Merkœur hag a rentaz ar ger evit eur som arc’hant d’ar prins Domb, mez e oe poent receo an arc’hant, na velaz ket al liou anezo, rag gret ve atao fae var an tromplerien.

Ar baron Krapado a felle ive gouniz ar ger Roazon evit Merkœur, mæz na c’houlenne ket arc’hant evit-ze. Filip Merkœur a vije deuet e ker dre an nor hanvet an Oll-Sænt. Domb, o veza klevet an dra-ze, a reaz paka Krapado, hag hen lakaat d’ar maro. Staget oe var eur c’hravaz euz lost eur marc’h, ha goude dibennet, d’an oad a bevar-ugent bloaz. Ar prins iaouank a vije bet guelloc’h dezan leuskel an den koz da vervel gant ar gozni.

Merkœur, Talhouet, Keredern ha Kinipily, gant tuchentil all, a c’hounezaz neuze eur viktor var pemp mil Saoz, deuet e Normandi gant ar princet Domb ha Conty. Ne oa saveteet euz ar Saozon nemet ar re o doa en em guzet er parkeier etouez an ed, neuze ao, hag er mare da veza troc’het ; ha c’hoaz lod anezo oa laet gant an dud divar ar meaz. 1592.

Var dro miz even, Merkœur, gant he Spagnolet, a zistrujaz kastel Rostrenen. Ar Saozon a sikoure ar brotestanted euz a Frans hag ar Spagnolet a sikoure ar gatholiket. Goude, Merkœur a gassas kuit euz Kallak, pedir leo euz Keraez, tud fall a lavare oant euz tu ar roue hag a choume e koz mogeriou euz eur c’hastel ravinet, hag a ree kals a zroug d’ar baysantet. Merkœur a gemeraz ive kastel Kintin.

Du Goust, den fall ha didruez, en doa kollet kastel Blain, kemeret gant Merkœur ; klevout a reaz ne oa choumet da zivoal ar c’hastel nemet pemp den var-nugent.

Dont a reaz mintin gant ez den d’en em guza en eun ty braz e kichen ar c’hastel : var dro kreiz-de an nor oe digoret evit leuskel karradou foen da zont er porz. Du Goust a brofitaz euz ar moment-ze evit kemerout ar c’hastel : gant he eiz den, he c’holl a reaz eun neubeut goude ; ar pez a reaz kals domaich d’ar brincet a Rohan, o doa er c’hastel-ze arrebeuri eur roue !

1593. An hugunodet a oa deuet e Kastel-Nevez-ar-Faou, dont a rezont da brofani an iliz ; unan anezo a gemeraz an hosti sakr miret evit an dud klan, hag he daolaz var an douar. Eur bælek, en em gave en iliz, leun a horrol hag a geuz evit an outraich gret d’hor Zalver, a stouaz var an daoulin, hag o veza kemeret an hosti gant doujans, a implijas anezi. Unan euz an hugunodet, direizet gant kement-ze, he skoaz gant he gleze hag he lazaz. Merzer eürus, n’em præsanti a reaz dirag Doue en eur stad kaer. Ra vezo evit ar barrez, hag an iliz e lec’h ma skuillaz he voad evit difen sakramant an aoter, eur protektor dirag Doue !

Mæz an hini a ree ar muia drouk neuze e parreziou Kerne oa Fontanellan. Evel-ze, pa oa dastumet e Guenet an noblans, an eskibien hag ar vourc’hisien, e miz mae, evit afferiou ar vro, e teuaz kannadou euz a Gastel-Nevez-ar-Faou evit en em glem euz Fontanellan, a voaste ar vro, tro var dro ; Fontanellan oe lakeet er prizoun, mæz laosket goude da vont kuit, ober a reaz muioc’h a zrouk evit kent.

Fontanellan a lavare beza a du gant Merkœur, mæz eur brigand oa : n’en doa na mæstr, na roll, beva a ree evel eul laer, kasseet eo he vemor e Breiz. Kastel ar Granek, e parrez Landele, oa d’an aotrou Pratmaria, Visant Koatanezre ; Fontanellan, o c’houzout a sonje an aotrou Liskoet ha tud euz a Dreger, dont da lammout ar c’hastel-ze digant he berc’hen (rag ar c’hastel oa kre ha mad) a gassaz deg euz he re d’ar Granek. Ar reman a lavare a zeuent a berz an aotrou Rosampoul evit divoal guelloc’h ar c’hastel enep re Dreger. Eun devez ma na oa ket kemeret evez mad euz an deg-ze, lammout a rezont var an aotrou Pratmaria ha var an dud all euz ar chastel, ho chadennont hag a zigoront an nor da Fontanellan ; heman a gassaz an aotrou Pratmaria kuit euz he dy heb he leuskel da gemerout netra euz he draou.

Eur miz goude, ar barreziou tosta a zeuaz da gombati Fontanellan. Eun devez ma oa kousket an dud divar ar meaz en dro d’ar c’hastel, Fontanellan a lammaz varnezo euz tu an Trefflec’h, hag a lazaz ouspenn eiz kant anezo. Na lezaz ket ho c’herent da zouari ar c’horfou maro. Choum a rezont da vreina var c’horre an douar. Unan bennag a c’houlenne digant Fontanellan hag a helle choum el lec’h fleriuz-ze. Fez fall an enebour maro a zo dijus, emehe.

Fontanellan en doa evit choum, pa gare, iliz Sant-Tremor e Keraez, Kremenek e kichen Keraez, ha kastel Korlay. Redek a ree evit laera ha goasia, e Treger, e Leon, hag e peb lec’h e Kerne. Ar baysantet en em guze arauzan er perkeier land, dreon ar balan hag an drez.

Goude beza goastet Kerne-Huel, Fontanellan a glaskaz dont e Kerne-Izel. An aotrou Kelennek, euz Langolen, a reaz terri ar ponchou var steir Kastellin, hag al lec’hiou œz da dreuzi oa miret gant tud divar ar meaz ha na lezent den da dremen dre eno, na noz, na deiz. E Kerne-Izel n’o doa gret beteg neuze nemet klevet ar malheuriou euz an darn-all euz ar vro, evel m’an dije fallet da Zoue savetei Kerne-Izel. Guelet oe e neubeut amzer ne vije espernet den gant Doue.

Ouspenn Fontanellan, oa neuze eur brigand all hanvet Sanzay, heman a zeuaz da ravaji ar Faou, hag ar barreziou tosta euz tu Leon hag euz tu Rosnoen. O veza deuet eno, laza a reaz seiz kant den. Na hellaz ket koulskoude tremen steir Kastellin ; diveich oe trec’het gant ar re a zivoalle ar steir. Neuze a skrivaz da Gemper da c’houll ma vije lezet da dremen ar steir Aon, ha dont da Gemper, o lavaret n’en dije ket kemeret eur vi soken heb he bea. An dud a Gemper a roaz ho grad-vad d’he leuskel da zont en ho c’hear. Eur chaloni a lavaraz neuze da Villou-ar-Baud, euz a Greac’hmac’h, en doa kasset al liser d’ar re Kastellin : « Digoret peuz eun nor na helloc’h mui serra. Euz a vreman ni anavezo ar brezel, beteg-hen n’hon doa nemet klevet komz anezi. »

An devez kenta, Sanzay a beaz an oll draou a gemere, hag an dud divar ar meaz na guzent netra outan. Ar reman oa neuze ker pinvidik e Dineol, Kastellin, Ploumodiern, Kemeneven ha Lokornan, ma oa en tyez kals a draou arc’hant, hag alaouret, tassou pe pincherou. Eun devez goude m’en doa guelet ar benvidigez-ze, Sanzay en em strinkaz var ar barreziou-ze, hag a laeraz an oll draou kaer.