Mont d’an endalc’had

Istor Breiz, 1893/Rann 18

Eus Wikimammenn
J.-A. Lefournier, 1893  (p. 325-345)


TRIVERC’HVED NOSVEZ
————


Setu soudardet ar vro, soudardet unanet,
Evit difen ar guir feiz rag an hugunodet,
Evit difen Breiz-Izel rag Bro-Zoz ha Bro-C’hall
Kement a wast hor bro-ni egis an tan-goal.
(Barzas-Breiz).

Pemzek kant vloaz goude donedigez hor Salver, eun den hanvet Luther a brezegaz enep ar feiz katholik, lavaret a ree ne dlee den senti euz hon Tad Santel ar Pab, na kemerout kuzul ebet evit ar vuhez, nemet pep hini euz he speret, he c’hoant, hag he volontez.

Eul lezen ken æz da heulia, ha na zifenne drouk ebet, a oa selaouet gant meur a hini.

Darn euz ar bobl, e peb rouantelez, a zilezaz ar guir feiz euz ho zadou koz evit heulia an hini nevez. Ar vro Spagn hebken, etouez ar rouanteleziou, a chomaz bepret oll katholik ; an dud o deuz redet atao buhanoc’h var hent an ifern eget var hent ar baradoz.

E Breiz, neubeutoc’h a dud a droaz kein d’an iliz katholik. Koulskoude, Renan Rohan ha re all c’hoaz oa hugunodet, hano roet d’an dud-ze.

Pa oa maro Herri trede, roue a Frans, ar gurunen a dlee tremen da Herri pevare, kenta euz ar Bourbonet. Heman, savet gant he vam er feiz hugunod, na blije ket d’ar bobl ; gret oe brezel dezan.

Guelet on euz diaraok en doa diskuezet an dugez Anna hag ar Vretonet, beleyen ha tud fidel ar Vreiz, ho doujans vraz evit hon Tad Santel ar Pab, en amzer ar Roue Lois XII ; an duget a Vreiz hag ho zujidi o deuz diskuezet e peb amzer ho c’harantez evit ar Pabet. Ne oa ket chenchet kreden ar Vretonet, hag evel-ze na fellaz ket dezo a gren kaout eur Roue protestant. Meuli a hellomp anezo da veza dalc’het mad evit mirout ar Rouantelez euz eun hevelep darvoud.

Unvaniez ar gatholiket a enep ar relijion brotestant (la ligue) en deuz saveteet ar guir relijion. Bugale Voltair o deuz renket gedal pevar c’hant bloaz araok kuntinui dre ar revolution 1789 al labour fall bolc’het gant ar brotestantet evit dizc’hrienna ar relijion euz kalon ar Francisien hag ar Vretonet. Satan oa bet trec’het dre unvaniez ar gatholiket, skignet en deuz adarre he lasou hag er bloavez 1877 nag ar Frans nag ar Vreiz n‘ho deuz diskuezet ho melkoni pa zeo bet savet patrom an den impi Voltair var ruiou Paris ; beteg ar bloaz-man 1893 n’ho deus diskuezet ho feiz nemet re neubeut.

Filip-Emmanuel Lorrain, dug a Verkœur, oa en amzer-ze gouarner a Vreiz. He bried oa Mari Luxembourg, heritourez Charlez Bleiz. Evel-ze, ma vije chomet an traou evel ma oant kent, hi a vije bet dugez a Vreiz.

Filip, o velout ar bobl ober ar brezel da Herri pevare, a sonjaz e vije æz dezan dont da veza dug a Vreiz.

Na ziskleriaz ket freaz avoalc’h he c’hoant d’ar bobl a Vreiz, ha pa zeuaz Herri pevare d’en em gonvertissa, ar Vreiz a zeuaz adarre da veza lod euz ar rouantelez Frans.

Meur a vloavez a dremenaz araok ma teuaz Herri pevare da veza katholik ; hag epad an amzer-ze e tigouezaz e Breiz meur a dra m’euz da zizkleria deoc’h.

Roazon, Vitre ha Brest oa euz tu ar roue. E Leon, na oa nemet ar maner Kerouzere euz kostez ar roue Herri.

Ar vro Leon oa oll evit Merkœur, ha guelloc’h oa ganto mervel eget kaout eur roue hugunod.

Evel m’euz lavaret deoc’h, e vije bet muioc’h a dud c’hoaz gant Merkœur, m’ar en dije lavaret freaz a c’houlenne beza dug e Breiz. An dud a heulie ar roue Herri, ne oant ket oll hugunodet ; be oa ive en ho zouez katholiket mad, a gave dezo a oa Herri ar guir roue, hervez ar guir lezen, ha neuze oa kontrol da lezen Doue ober brezel dezan.

Kridi a reent, ma teuje ar peoc’h er rouantelez, Herri a zeuje d’ar relijion vad. Ar pez a erruaz, dre drugare Doue, d’an devez merket gantan.

Evel-ze, pa lavaran e oa Brest, Roazon ha kerriou all a du gant ar roue, an dra-ze ne zinifi ket e oa an oll dud hugunodet er c’herriou-ze,

Koulskoude, e Roazon, oa tyez, e pelec’h a n’em zastume an hugunodet evit heulia ho c’hiz euzuz, dibri assamblez en dro da eun daol eur pred evel ar prejou a gemeromp bemdez, evit ober henvelidigez euz Sakramant an aoter. E kastel Blain, an hugunodet a brezege bep noz, en iliz, oa d’an hini brassa euz a dudchentil Breiz, Renan Rohan. Heman a vije bet unan euz ar re vella euz he amzer, m’a n’en dije ket heuliet an herezi nevez.

Gant joa e lakein aman ar pez a skrivaz an aotrou le Bastard de Mesmeur pa reaz moulla skridou an aotrou Moreau chaloni a Gemper, bet test euz a gement en deuz skrivet e amzer ar brezeliou-ze. Ar c’henta kontrat gret gant ar gatholiket evit difen ar relijion oe sinet e 1577, eme an aotrou gouiek Mesmeur. E Breiz ne oe sinet nemet er bloavez 1589. Kombati a reaz neuze ar bobl breton o velet ar Brotestantet distruj an ilizou, diskar an aoteriou, terri skeudennou ar sænt, skeudennou an ebestel o deuz digasset deomp sklerijen ar Feiz. An dug a Verkœur a lavare ive d’ar Vretonet e oa he vir beza dug a Vreiz, hag e dije distaget adarre ar Vreiz euz ar Frans, an dra-ze a blije kalz d’ar bobl.

Ar pez a zo talvoudeka d’an den eo he garantez evit ar relijon ; an dug a Verkœur a ouie mad e brije ar Vretoned ar relijion dreist peb tra. Atao o deus ar Vretonet prijet traou an env muioc’h eget traou an douar, ho daoulagat a zo bepret savet etrezek ar Baradoz ; eno ma ho oll esperans.

Va zad a skrive kement man e 1836 ; hag en or lenn ar skrid-ze anter-kant bloaz goude, aoun on deuz no defe abaoue Tregeriz ha Kerneviz dinac’het feiz ho zadou koz. Ar Morbihan ha bro Leon a zo chommet c’hoaz ar bobl breton-ze a ren he vuhez dre an huela euz ar menoziou ar relijion katolik !

Kazi an oll duchentil, an oll eskibien, hag an dud divar ar meaz oa euz tu ar gatholiket hanvet e gallek la Ligue. Ar vourc′hisien, e Frans, oa kazi oll hugunodet ; e Breiz, oa neubeut. Koulskoude an darn vrassa euz ar varnerien e Kemper oa tost euz an herezi-ze, ha klevet oa unan o lavarout ha pa vije bet ar roue eun diaoul gant kerniel ken hir hag he vrec’h, heuliet en dije he lezen. Ar bobl a Gemper a reaz dezan n’em denna er ger a Vrest gant he gonsortet.

E Lokronan, eun den iaouank kalounek, hanvet Trogoff, kabiten eno evit ar roue, a zestumaz eun neubeut tud evel-t-han, ha dont a reaz da sikour Jakez Beaumaner, baron ar Pont. Bemdez a zeue an den iaouank-ze e meaz euz ar c’hastel gant he vanden, hag a ree kalz a zroug d’ar re euz tu ar gatholiket.

Lezonnet, gouarner Konk, oe galvet e Kemper ; mont a reaz gant kanoliou d’ar Pont, ha gantan an aotrounet Goulen, Faouet, Karne, Kosker, Pengily ha kals a re all, ha tud divar ar meaz euz ar barreziou Penmarc’h, Goyen ha Douarnenez. Trogoff oe lazet gant eun ten pa oa o sellout dre brenest ar c’hastel. Lezonnet a zeuaz ebarz hag a gavaz eno kals arc’hant hag eun horolaich, a gassaz da Gonk. Ar pez a reaz lavarout : Klevet ve e Konk horolaich ar Pont.

Konk, zo eur ger vihan, e kichen Kemper, kemeret oe gant an hugunodet d’ar seitegved euz a viz genver 1576.

La Vigne ha Kermassonnet, tuchentil euz a Vreiz huel, oa kabitenet an hugunodet, ne oant nemet tregont ; skriva a rezont d’ar Rochell, e Frans, e pelec’h oa n’em dastumet an darn vuia euz an hugunodet, evit goulen diganto soudardet, ha lavarout dezo pegen avantaichus vije d’an hugunodet chemel mistri e Konk, e pelec’h, gant avel mad, ar batimanchou a hell dont euz ar Rochell en eun devez hag eun nosvez.

Kermassonnet a lavare d’he gonsortet n’ho doa ket ezom da gaout aoun dirag ar Vretoned euz a Vreiz-Izel, rag na ient d’ar brezel nemet pa vijent laosket da vont gant ho groagez. Hag oc’h ober goab euz ar Vretoned o komz gallek, a lavare : Moi aller point en guerre, si mon femme ne donne congé. Koulskoude, kerkent a ma oa deuet an hugunodet e Konk, ar c’hleier a zone en oll barreziou tro var dro evit galvout an dud divar ar meaz d’ar brezel. Dont a rezont gant an antrounet Tinteniak euz Kimerc’h, Tyvarlen euz Kerharo, Kelenek euz Kerjoli, Koat-Bihan, Fanch ar C’hastel, Alan Bodigno, Plœuk ha kals a re all.

Konk oa bet kemeret da greiz-de gant an hugunodet, ha da deir heur ar c’helou a zeuaz da Gemper, euz a belec’h ann aotrou Pratmaria a zeuaz gant ar baysantet da gombati an hugunodet.

Pell a badaz ar brezel eno, ha Konk a chome gant an hugunodet.

Charlez ar Briz, marc’hadour, ginnidik euz a Gemper, o veza deuet d’he dy, e Konk, a gavaz eno, kousket var ar guele, an aotrou Kermassonnet hag eun all. Kermassonnet en doa alc’hueou ar ger staget oud he vreac’h. Mar vije bet kemeret an alc’huez, dihunet vije bet deoc’h-tu.

Charlez a ouie pegement a zroug a alje an hugunodet da ober : o kemerout an daou boiniard euz an daou aotrou-ze, rei a reaz da bep hini anezo eun taol mad, hag ho lazaz heb ho dihun. Kemerout a reaz an alc’hueou ha redek a reaz e tu an nor, dirazi oa ar paysantet o klask antreal e ker evit he dilivra euz an hugunodet,

Eun den, var ar mogeriou, o velout ar Briz o redek evellen, a gredaz oa digouezet eun taol fall bennag, hag a redaz euz he du evit dont en nor araok ar Briz.

Heman a redaz ive euz he oll nerz.

Pa oa an den all-ze tost d’an nor, ne gavaz ket eul lec’h da zisken, rag ar voger oa huel. Lammout a reaz en traoun koulskoude, hag eur mirakl oa n’en doa ket torret he c’houg. Tost oa d’ar Briz. Heman na anaveze ket an alc’hueou, koulskoude e kavaz deoc’h-tu, dre eur mirakl all, an alc’huez mad, ha digori a reaz an nor, en oc’h c’hervel ar Vretoned. Konk a zeuaz neuze d’ar gatholiket, dre skiant ha furnez Charlez ar Bris.