Mont d’an endalc’had

Istor Breiz, 1893/Rann 13

Eus Wikimammenn
J.-A. Lefournier, 1893  (p. 235-247)





TRIZEGVED NOSVEZ
————


Gwezklen a lavare : men toue, sent ar Vreiz,
Tra vezo beo eur Saoz, na vo na peoc’h, na reiz
Ra sternet-c’hui ma marc’h ha ma sterner timad,
Ma zaimp dezi raktal, da c’houd hen hell pad !
(Barzaz-Breiz).


Arzur daou, mab Iann-an-Daou, a varvaz er bloaz 1312.

Ar Vreiz oa bet kant bloaz e peoc’h pa varvaz Iann-ar-Mad, e 1341. Pa oe dug, oe savet e Paris eur skol evit ar Vretoned, dindan hano skol Kerne, hag eun all dindan hano skol Landreger.

Setu m’euz breman da gomz deoc’h c’hoaz euz eur brezel rust, a badaz pevar bloaz varnugent. Ar brezel-ze a oa er vro oll, ken e Breiz-Huel, ken e Breiz-Izel, e Kerne, e Leon, e Landreger, e Guenet, e Roazon, e Sant-Briek hag e Naonet. Neuze an dud na hellent ket kals lavaret, evel ma lavaraz Salaün ar foll d’ar zoudardet a c’houlenne digantan a be du oa : N’oun na da Vleiz, na da Vonfort ; n’oun nemet servicher d’ar Verc’hez Vari. Rag peb Breton a gemere tu evit unan euz ar brinset a goumbate etrezo ; hag er memez ty a n’em gave a veichou breudeur euz eun tu, ha breudeur euz eun tu all.

Charlez, pried Ianned an dugez a Vreiz, en dije bet an oll vro evintan ma n’en dije Iann a Vonfort kemeret an tenzor, hag gant an arc’hant-ze a beaz sourdardet, hag a gemeraz Brest, Roazon, Henbont, Guenet, Alre, Keraez, ha kerriou all c’hoaz. Iannet, pried Charlez Bleiz, a oa ar guir dugez ; ar brezel a reaz dezi he yountr Yann Monfort oa heb guir ebet. Neket heman an diveza guech m’an deuz eur yountr laeret eur gurunen divar goust he niz pe he nizez. O veza klevet en doa Charlez Bleiz, pe Charles de Blois, goulennet sikour ar Francisien, mont a reaz Iann da Vro-Saoz evit goull sikour ar Saozon. Evel-se en em strinkas, evel brini, var ar Vreiz, Francisien, Saozon ha Spagnolet. Profit vije bet n’ho dije morse na Charlez, na Iann, galvet er vro na Saozon, na Francisien.

Charlez, o veza kemeret ar ger a Naonet, a reaz he adversour prizounier hag er c’hassaz da Bariz d’ar roue a Frans. Pa glevaz Ianned, pried Iann, e oe prizouniet he fried, pignat a reaz var varc’h, hag o kemerout he mab bihan etre he divrec’h, hen diskuezaz d’ar bobl e Roazon o lavarout : Na gollit ket kaloun, va zud ; mar d’eo paket an dug, setu aman he vab, hen rei a ran deoc’h da virout. Ianned na gollaz ket amzer : mont a reaz da zifen ar ger a Henbont a enep an dug Charlez. Diæz oa dont ebarz er ger, en dro dezi oa soudardet Charlez Bleiz. Ianned a gavaz buhan an tu da vont e ker. En em viska a reaz evel eur goaz, hag heuliet gant tri c’hant den kalounek, e teuaz etouez an enebourien. Lakaat a reaz an tan en ho zinellou, hag epad ma oant stravillet, o klask mouga an tan, ec’h antreaz er ger a Henbont. 1341.

Ar Spagnolet, a heulie Charlez Bleiz, o doa evit kabiten Luis Spagnol, den kriz ha na ree van evit laza Bretoned, neuz fors oc’h pe du e talc’hent. Heman a gemeraz Guengamp ha kerriou all, ha dont a reaz beteg Kemperle e pelec’h e lazaz kalz a dud. Dre eur vad, e teuaz eno soudardet Monfort, epad ma oa kousket ar Spagnolet, laza a rejont an darn-vuia anezo.

Ar Saozon a oa ker kriz hag ar Spagnolet ha kasseet muioc’h c’hoaz gant ar Vretoned. Na hellent tremen en henchou, nag e parkeier Breiz nemet a vandennadou rag pa vijent neubeut e vijent lazet deoc’htu gant an dud divar ar meaz. Eur vaz, eur fals, eur forc’h, eur falc’h, peb tra oa mad evit skei var ar Saozon. Ar roue a Frans ne oa ket guelloc’h eget ar Spagnolet hag ar Saozon. Epad ma oa gret eun arzao-brezel, 1343, evit en em ziskuiza ha lezel amzer da nevezi an armeou, lazet oe e Paris, dre drahison pevarzek Breton, abalamour ma talc’hent da Vonfort, heman ne oa ket karet gant ar roue a Frans. Herve a Leon, bet prizounied ha kasset da Vro-Saoz, oe galvet gant ar roue Edouard, hag a lavaraz dezan ; Breton, Filip, roue a Frans, en deuz lazet da genvroiz abalamour a oant a du gant Monfort. Me a alfe ive da laza abalamour ma talc’hez da Vleiz. Kea da lavaret da Filip : Edouard Bro-Saoz na heulio morse ar skuer fall en deuz roet dezan. Herve a Leon a gouezaz klan var ar mor ; koulskoude, araog mervel, ober a reaz he zigass dirag ar roue Filip evit rebeich dezan maro he genvroiz, 1344.

Ar brezel a goummansas adarre. Charlez a zeuaz a enep Kemper ; mont a reaz dy dre ar Parkosty, en tu ma teue ar mor varlae ar steir, hag a c’hlebie beteg mogeriou ker. En devez-ze an dour a choumaz pell euz ar mogeriou, dre eur mirakl dleet, a levereur, da zantelez an dug Charlez. Siouaz, soudardet Charlez oa pell da veza santel eveltan. Mont a reent da gement hini a gavent hag ho laze en despet d’ho c’hlemou ha d’ho daelou. Charlez en doa da genta lakeet evez evit na vije ket distrujet an ilizou, na gret drouk d’ar veleyen, hen oe spountet o velout ar goad o redek beteg ar steir, hag ar c’horfou maro astennet var an douar. Guelout a reaz eur bugel o klask denna he vam maro, leun a vouillen hag a voad. Leun a horrol hag a geuz, e chourchemenaz aichui al lazerez. Dived e oa : mil pevar c’hant den oa bet lazet en devez-ze e Kemper. Heuliet m’euz, pa oan bugel, ar brocession vije gret pep bloaz e Kemper, guechall, en dro d’ar vered, evit an dud lazet en deiz-ze.

Epad ar brezeliou-man, a zeuaz da veza brudet dre he galoun vraz, he speret lem hag he vadelez evit an dud divar ar meaz, eun den iaouank hanvet Bertrand Guesclin. En he vugaleach oa bet eur goall baotrik : ne glaske nemet kan, ha dont a ree atao d’ar ger gant dillat roget, he gorf blonset gant eur goall daol bennag. Koulskoude bet eo bet ar c’henta brezellekaer euz he amzer. D’an oad a bemzek vloaz, e c’hounezaz kalz a enor en eur c’hoari-brezel oa bet e Roazon etre ar re genta hag ar re vella euz ar zoudardet Breiz. Guesclin oa a du gant Charlez Bleiz, ha guelloc’h oa e unan enep ar Saozon eget eun arme. Guesclin a respountaz da eur Saoz, a drueze dirazhan maro kement a dud er brezel ; Mad, emezan, ma varv kant mill den er brezel, ar re all vo pinvidikoc’h.

Ar Saozon a glaske kaout Roazon. An dud euz ar ger a oa prest da vervel gant an naoun. Kals a dud divar ar meaz a zeue gant ho c’hirri da verza id d’ar Saozon. Guesclin ho c’hontraignaz da zont e ker, e pelec’h oa paet mad ho id dezo. Pa oe debret an ed-ze, stad ar ger a zeuaz ker fall hag araok. Penhoat, gouarner Roazon, a gavaz an tu da gaout kik evit eun neubeut amzer. E kichen mogeriou Roazon, oa eun toull braz, dirak eur prat, hanvet Prat-Raoul, e pelec’h ar Saozon o doa daou vil ben-moch ; Penhoat a reaz lakaat eur viz dirag ar park en unan euz an doriou, ha tenna var diskouarn al loen-ze. Ar moc’h all, o klevout karmou ar viz, a redaz ebars e ker. Pa velaz ar Saozon ar pez a zigoueze, e klaskjont derc’hel al loenet er prat ; mæz na oant ket gouest d’he ober. Ar moc’h a zeuaz oll e ker, hag ar Vretoned a c’hoarze a galoun vad. 1357.