Instruction evit gouel ar Sacramant

Eus Wikimammenn
L. Prud'homme, 1849  (p. 269-272)


INSTRUCTION EVIT AR SOLENNITE
Eus ar Vouel ar Sacramant pe ar Sacr.

GOuel ar Sacramant a vez solenniset ar iaou quenta varlerc’h dissul an Dreindet, en memor eus an deiz da pehini ec’h instituas hor Salver ar Sa- cramant eus he gorf hac eus he c’hoad precius gant he ene hac he zivinite dindan ar speç hac an apparanç a vara hac a vin.

Guir eo ec’h instituas ar sacramant adorabl-ma d’ar iaou gamblit, nozquent he bassion ; hoguen peguement bennac ma celebr an Ilis neuse an institution eus ar myster-ma, couscoude evel ma’zê occupet en amser se principalamant o ganvaoui ar sonffrançou hac ar maro cruel eus he fried Jesus-Christ, ne ell quet neuse solennisa gant al lid hac ar rejouissanç a ve requis, ur myster pehini so quer bras merq eus he garantez en hon andret, hac a so quen admirabl ha quer profitabl d’hor silvidiguez, evel ma’z eo he-ma : ha rac-se e deveus an Ilis cafet a propos choas ur iaou-all da celebri uniquamant ar memor eus ar myster bras-ma. Choaset e deus eta evit an effet-se ar c’henta iaou varlerc’h eizvet ar Pantecost, abalamour, evel ma celebr d’ar Pantecost ar gouel eus a furmation hac a etablissamant an Ilis christen, pehini a oe furmet d’ar poent-se, ma’z eo naturel ha ræsonnabl celebri ar c’henta iaou varlerc’h an eizvet eus ar gouel-se ar memor hac ar solennite eus ar sacramant bras-ma dre pehini eo maguet, fortifiet ha perfectionet ar memes Ilis, goude beza bet furmet hac etablisset d’ar Pantecost.

Ar ræson e deveus bet an Ilis da institui ar gouel-ma, eo evit en em opos d’ar re pere so en em discleriet adversourien d’ar sacramant adorabl eus an auter, evel ma’zeo an huguenotet, hac evit hon oblija da zisquez hon devotion hac hon anaoudeguez-vad en andret hor Salver er sacramant-ma, pehini en deveus instituet evit d’ar fin, pa na chome mui gueneomp er bed-ma en ur fæçon visibl, evel ma edo en he vuez vortel, ma chomse da viana en ur fæçon invisibl ato presant en hon touez realamant. Ar pez en deveus great, da guenta, evit disquez deomp sansiploc’h a se ar garantez infinit en deveus en hon adret hac an assistanç vras a fell dezan da rei deomp en hon oll izomou, mar queromp en em adressi dezan gant feiz er myster-ma ; d’an eil, evit continui bemdez var an auter ar sacrifiç en deus offret ur veich anezan he-unan var ar groas ; ha d’an trede, evit servijout da vagadurez spirituel d’hon eneou er bed-ma,

An ilis ara ive ur procession solennel d’ar memes poent, eleac’h ma ve douguet ar sacr dre ar ruiou ha dre an henchou public, evit celebri an triomph eus ar victoar en deveus gret Jesus-Christ dezi da c’hounit var an adversourien eus ar myster-ma. Rac ar procession-ma so ur voyen excellant pe veus a hini en em servij an Ilis evit disquez patant penaus e triomph ar virionez var an errol, evit rei ur vez hac ur gonfusion nevez d’an heretiquet ha d’an dud fall ha lihertin, pere so ohlijet da stoui d’an daoulin en presanç an hini ma refusont he adori er sacramant ; hac evit rei d’ar guir gristenien joa, consolation, exempl-vad hac occasion da zisquez a nevez flamm bep bloaz ur merq hac un desteni public eus ar feiz, an anaoudeguez, ar garantez hac ar respet gant pehini ec’h adoront Jesus-Christ er sacra-mant adorabl-ma.

Evit solennisa ervad eta gant hor mam santel an Ilis ar gouel bras-ma, e tleomp da guenta en em dispos dre ur gonfession vad da receo ar sacramant adorabl-ma er gommunion, assista devotamant er servij divin, ha beza parfet ha modest er procession, o font evel criminalet da heulia Jesus-Christ hon roue triomphant, pehini a vezo douguet en hi gant quement a bomp hac a appareil ; d’an eil, netaat an andrejou hac orni gant un dra bennac hervez hor gallout an henchou e1eac’h ma tremeno hor Salver benniguet, evit renta dezan ar respet hac an enor exterieur-se, da viana ; d’an drede, goulen pardon outan humblamant eus an oll immodestiou hac irreverançou hor be commetet en he bresang en Ilis, hac eus hon oll distractionou en oferen epad ar bloaz, eus a guement goall gommunion hor be gret en hor buez, hac eus a guement outraij ha profanation ho deveus commetet hac a gommet c’hoaz ar re vechant en he andret er sacramant adorabl-ma. Caout a reot evit ar sujet-se un amand enorabl tu-ma varlerc’h en adoration perpetuel ; d’ar pevare, he trugarecaat da veza chomet gueneomp er myster-ma, ha da veza roet deomp ar feiz hac an anaoudeguez anezan, pehini so ur faveur hac ur c’hraç n’en deveus quet grêt d’an oll ; ha d’ar pempet, assista muia ma c’hallimp dirac ar sacramant hac er salud epad an eiz dez-ma, durant pere hor Salver oc’h en em disquez evel pa lavarren en public, a gleo favoraploc’h ouz quement a zeu d’en em recommandi dezan, ha lavaret alies a galon ar c’homsou-ma : meulet ra vezo jesus er sacramant adorabl eus an auter. amen, gant intantion da c’hounit an induljançou pere so bet accordet da nep ho lavaro devotamant. Piou-bennac a vezo ingrad ha disanaoudec en andret hor Salver er sacramant-ma, a vezo ive disanavezet ha digoufiet ganta en he varn d’en em retira diouta, pa roi dezo he valediction da vont en compagnunez an erevent d’an tân eternel. Grit eta resolution da gaout un devotion vras epad ho puez evit ar sacramant-ma hac evit an oferen, hac ur respet bras ivez evit an ilisou, ha dreist peb tra evit ar veleien, pere ho deveus an enor da gonsacri ha da zistribui ar myster divin-ma d’ar bobl.