Mont d’an endalc’had

Instruction evit dissul an Dreindet

Eus Wikimammenn
L. Prud'homme, 1849  (p. 268-269)


instruction evit dissul an dreindet.

BEmdez ha particulieramant bep sul hed ar bloas e tleomp adori an Dreindet sacr, da lavaret eo, un Doue epquen en tri ferson distinc, an Tad, ar Map hac ar speret Santel. He-ma eo ar c’henta hac ar brassa myster eus hor feiz, hac a bropos hon religion deomp continuelamant evit he adori. An Ilis e deveus instituet ur gouel particulier evit enor myster an Dreindet ar c henta sul varlerc’h ar Pantecost : da guenta, abalamour ma oe hen-nez ive ar c’henta sul hac ar c’henta devez a repos a solennisas ar gristenien en enor d’ar Dreindet santel, goude ma ho devoe recevet ar feiz hac ar vadisiant digant an ebestel d’ar Pantecost ; ha d’an eil, evit hon angaji da zihuna ha da nevezi hor feiz en quenver ar myster bras-ma en despet da guement heresi so bet savet en he enep.

Evit enori an Dreindet sacr eta, e tragarecaot Doue en deiz santel-ma mui eguet en deiziou all, eus ar graçou hoc’h eus recevet diganta, ispicial da veza roet deoc’h ar feiz hac an anaoudeguez a vyster an Dreindet ; d’an eil, ec’houlennot outan pardon eus hoc’h oll pec’hejou, dreist peb tra eus an neglijanç hoc’h eus bet da observi ervad ar suliou pariiculieramant, pere so destinet oll evit enori an tri ferson adorabl eus an Dreindet, hac e quemeret ar resolution d’ho observi guel hivisiquen ; d’an trede, ec’h adorot alies an Dreindet sacr, o lavaret gant un inclination d’hon pen, Gloria Patri, et Filio, et Spiritui Sancto : sicut erat in principio, etc., hac oc’h ober gant respet liessa ma ellot sin ar groas, en pehini eo represantet sclear myster an Dreindet ; ha d’ar pevare, ec[’]h astennot ho feiz, gant pehini e credit ar myster incomprenabl-ma, var an oll mysteriou-all a zesq deoc’h an Ilis, ha na ellit quet da gonprenn quenneubeut. Ober a reot hirio’ta cals a actou a feiz evit soumeti en peb tra ho ræson da Zoue, da Jesus-Christ ha d’he Ilis. Ma na gleo quet unan-bennac ouz an Ilis, quemerit-en, eme hor Salver, evel ur payen hac ur publiquen ; evit quement-se’ta e leverot poset ar Gredo hac an Te Deum laudamus, pehini so ama varlerc’h dirac ofiç ar sacramant, hac e repetot alies ar c’houpl-ma so lequeet ama.

M’hoc’h ador, c’houi Tad eternel,
C’houi Map, ha c’houi, Speret Santel,
Tri ferson en un Doue hepquen,
Ra viot meulet da viquen. Amen.