Mont d’an endalc’had

Instruction evit Gouel-Ian

Eus Wikimammenn
L. Prud'homme, 1849  (p. 272-275)


INSTRUCTION EVIT GOUEL-IAN.

SAnt Ian en deveus daou c’houel, ar gouel eus he nativite pe eus he c’hinivelez pehini eo an deiz ma oe ganet er pevare-varnuguent a Vezeven, hac ar gouel eus he varo pehini eo an deiz ma oe dibennet en navet varnuguent a vis Eost. An Ilis a ra ur gouel bras d’an nativite pe d’ar c’hinivelez sant Ian, abalamour ma oe ganet en stad a c’hraç, eleac’h ma vez ganet ar vugale all en stad a bec’het, pa zeuont er bed-ma gant ar pec’het original ; hoguen sant Ian a oe purifiet diouz ar pec’het-se abarz ma oe ganet, pa oe santifiet en cof he vam dre ar bresanç eus hor Salver hac eus he vam ar Verc’hes Vari, pehini evel ma e devoa concevet Map Doue, a ieas da renta bisit da santes Elisabeth d’an impoent ma oa brases var sant Ian.

An deiz eus a c’hinivelez ar vugale-all a dle beza consideret evel un devez a zaëlou ha non pas a joa, abalamour ma vezont ganet er pec’het; evel-se ive an Ilis ne ra gouel ebet d’an deiz ma vez bet ganet ar sænt all, nemet epquen d’an deiz ma vezont bet maro ; dre ma consider an deiz eus homaro evel an deiz eus ho guir guinivelez, pa’z eo d’an deiz-se eo e vezont ganet er barados. Ne ra’ta an Ilis ar gouel nemet eus an deir guinivelez pe nativite pere so bet santel er bed-ma, da ouzout eo, an nativite eus hor Salver, an nativite eus he vam ar Verc’hes hac an nativite a sant Ian-Vadezour.

Sant Ian a so galvet Badezour, abalamour ma en devoe an enor da vadezi hor Salver er rivier Jourdren, eleac’h ma vadezi ive ar Iudevien evit ho dispos d’an donediguez eus ar Messias : rac ar vadiziant-se a roe sant Ian n’edoa nemet ur ceremoni dre pe-hini e tisqueza d’ar Iudevien penaus [e] [1] tlient en em voalc’hi diouz ho fec’hejou dre ur guir binijen, evit en em zispos da receo ar Messias hor Salver. Galvet eo ive sant Ian ar precurseur, pehini so ur guer hac a sinifi redec pe guerzet araoc, abalamour ma oa deut araoc Jesus-Christ evit he anonç hac he zisquez d’ar bobl, bac evit ober dezo en em brepari dre ar binijen d’he receo ervad. Evelse e lavare dezo : Preparit an hent d’an Autrou ; hac hen disqueze dezo gant ar bis : Chetu ahont, emezan, Oan Doue, pehini so deut da effaci pec’hejou ar bed : Eccè Agnus Dei, eccè qui tollit peccata mundi. Ar c’homsou man a lavar ivez ar belec d’an dud abars ho c’hommunia, o tisquez dezo an hostif dindan pehini e cuzet ar memes Oan Doue-se a oe disquezet gant sant Ian d’ar bobl, evit ma tihunint ho feiz da c’hout piou a recevont er gommunion, ha ma hen recevint gant mui a-se a zevotion hac a respet.

Noz-quent ar gouel-ma e reer un tân a joa, abalamour ma en devoa profetiset an Æl-Gabriel da dad sant Ian abars ma teuas er bed, penaus, pa vize ganet, e tlie an dud en em rejouissa gant joa. Ar sujet eus ar rejouissanç-ma eo an donediguez a Jesus-Christ pehini a dlie dont varlerc’h sant Ian he brecurseur. Rac pa vezomp o vale en creis an devalijen eus an nôz, e ve joa gueneomp guelet argoulou-deiz, abalamour ma aparis an heol souden varlerc’h. Quent ma teuas hor Salver var an douar, edo an dud o querzet en devalijen eus a nôz ar pec’het ; leac’h ho devoa’ta d’en em rejouissa er guel a sant Ian, pehini oa ivez evel ar goulou-deiz a voa erru raoc hor Salver, pehini eo an heol a justiç a ro guir sclerijen d’ar bed. Hoguen ret eo diouall er-vad na daë ar joa-ma eus a dantad gouel Ian bete lacat an dud da zansal ha da ober certen superstitionou ha divaloamanchou all a ra cals en occasion-se : rac an dra-se ne ve nemet nevesi an disenor a reas Herodes da sant Ian, pa lequeas he zibenna ouz ar goulen eus a un danseres maleurus, pehini a blijas d’ar roue mechant-man o tansal en he bresanç. Beza e c’hallet ervat cana hymnou ha guersiou spirituel en dro d’an tantad-se hac en em entreteni eus a draou mad, hep mancout da iun er memes deiz.

Evit profita eus ar gouel hac an exempl a sant Ian, e tleomp eta, evel a lavare, prepari an hent d’hon Autrou Jesus-Christ da ober he zonediguez a c’hraç en hon eneou dre voyen ur gonfession hac ur gommunion vad, o lacat hor poan d’en em gorrija eus hor goall accustumançou, ispicial eus ar pec’hejou control d’ar burete, ouz pe re en devoa sant Ian un horrol bras o veza ganet er burete, hac o cundui ur vuez pur evel un Æl en desert, hac o veza bet erfin lequeet d’ar maro evit souten ar burete. Hac evel ma reprenas hardimant ar roue Herodes eus ar vuez impur a gundue gant ul laon fall a voa en he guerz, e oe dibennet abalamour da se. Hor besit ivez eta un horrol bras ouz an impurete, hac ur sourci particulier da gonservi ar burete, pa gouste deomp hor buez memes, o lavaret, pa vezint tentet enep ar vertuz-ma : Autrou sant Ian, ma sicourit ; rac ur c’hredit bras en deveus ar sant ma dirac Doue.


  1. Moullet : et.