Mont d’an endalc’had

Instruction evit gouel Per ha Paul

Eus Wikimammenn
L. Prud'homme, 1849  (p. 275-277)


instrtuction evit gouel per ha paul.

Hlrio hon eus ar gouel bras eus an ebestel eürus sant Per ha sant Paul, abalamour ma oent lequet d’ar maro er memes deiz-ma, pehini eo an navet-varnuguent a Vezeven.

Sant Per a voa bet ur pesquetaer paour, hac a voe choaset gant hor Salver da veza he viquel var an douar hac ar pen eus an Ilis universel, ha da rei dezan an alc’hueziou a rouantelez an eê ; ar pez a zisquez deomp peguement e car hor Salver an humilite hac ar simplicite, pa en deus fontet an Ilis var sant Per pehini a voa eus a ur gondition quen isel. Sant Per eta eo bet ar c’henta viquel da Jesus-Christ hac ar c’henta pab en Rom, eleac’h ma oe crucifiet, he ben da isela, ha he dreid da huela, evel ma her goulennas dre humilite, oc’h en em estimout indîn da veza crucifiet er fæçon-ma oe crucifiet he vestr quer hor Salver.

Sant Paul a voa bet er gommançamant un enebour hac ur persecuteur bras d’ar gristenien ; mæs adal ma oe convertisset, e prezegas an Aviel gant ar c’hourajussa ha gant ar muia souffrançou en peb bro, hac er fin e eo dibennet en Rom d’ar memes bloaz ha d’ar memes deiz ma oe crucifiet sant Per er memes kear. He ben goude ma oe t[r]ouc’het [1] divar he c’houzoug, a reas tri lam, hac en andrejou ma reas an tri lam-se, e savas neuse souden teir sourcen-feuteun pere a veler c’hoas brema eno.

An daou abostol-ma’ta ho deveus fontet ha siellet gant ho goad an Ilis santel a Rom pehini eo ar vam hac ar vestres eus a guement Ilis a so dre’r bed, pere ne d’int oll nemet ur memes Ilis ganthi dindan ar memes pen, pehini ê hon tad santel ar pab successeur da sant Per ha viquel da Jesus-Christ var an douar. Ac’hano eo e c’halver apostolic ha romen an Ilis universel ; en hevelep fæçon ma rencomp beza en union gant ar pab ha gant an ilis a Rom evit beza er guir Ilis ; anes, ne vemp nemet heretiquet pe [ch]smatiquet [2].

D’ar gouel-ma e reer ur solennite vras partout dre ar gristenez, ha particulieramant er rouantelez-ma, evit trugarecaat Doue eus ar feiz hon eus recevet dre voyen an daou abostol-ma ; rac sant Per a zigaças predicatoret en Franç. Evelse ive an darn-vuia eus hon ilisou-parres a so dediet en enor da sant Per, pehini eo ar patron anezo ; ha sant Paul, a lavarer, a dremenas he-unan dre Franç eleac’h ma lesas lod eus he zisquibien. Abalamour da-se ivez e reer Un tân a joa d’ar gouel-ma couls ha da vouel Ian, en anaoudeguez-vad eus ar feiz hon eus recevet digant an daou aboslol-man, hac evit en em rejouissa spirituelamant eus ar c’hloar vras ho deveus en eê.

Evit enori ar gouel-ma’ta, ouspen ma renquer lacat evez na zeûet d’he profani dre an dansou, ar mezvintiou hac an divertissamanchou dissolit p’evit re eus bet couezet a veichall punition bras var nep ho grea, e tleomp ganr ur gonscianç pur ha neat a pec’het marvel iun an deiz diaguent, assista devotamanr er servij divin, ha sacramanti, mar guellomp, er gouel bras-ma, o pidi sant Per ha sant Paul da zifen ato an Ilis romen diouz ar chismou hac an heresiou, da obteni digant Doue conversion an huguenotet, hac ar c’hraç deomp da gaout esquibien ha beleien vad, evit hor meinteni er feiz hac en doctrin christen pehini ho deveus desquet deomp divar goust ho buez, ha da imita ar feiz gre, ar fermete hac an devotion p’eveus a re ho deveus roet deomp an exempl ; hac erfin derc’hel un devotion particulier dezo, evit ma obtenint deomp ar remission eus hor pec’hejou, ha ma hon assistint en heur ar maro : en intantion-ma e c’hallimp bep mintin ha bemnoz lavaret devot ar Gonfiteor dre pehini en em recommander particulieramant d’an ebestel eürus sant Per ha sant Paul, pere eo porzerien ar barados.


  1. Moullet : tou-.
  2. Moullet : c’his-.