Instruction evit Assomption ar Verc’hes

Eus Wikimammenn
L. Prud'homme, 1849  (p. 277-279)


INSTRUCTION EVIT GOUEL
An Assomption eus ar Verc’hes Mam Doue.

ER pemzecvet devez a vis Eost e celebr an ilis gouel an Assomption eus ar Verc’hes. Ar guer-man Assomption a sinifi diguemer, abalamour ma oe ar Verc’hez Vari goude he maro diguemeret ha recevet en eê, ha curunet gant Doue rouanes d’an Ælez ha d’an dud da guenver an deiz hirio ; en hevelep fæçon ma reer en deiz bras-ma tri gouel en unan d’ar Verc’hes : ar gouel eus he zremevan eürus ar vuez-ma d’ar vuez eternel, ar gouel eus he diguemer hac he antre triomphani en eê, hac ar gouel eus he c’hurunamant er c’hloar ; ha rac-se brassa gouel a solennis an Ilis hed ar bloaz d’ar Verc’hes, eo he-ma.

Pa varvas ar Verc’hes, e lavarer penaus edo, er guer a Jerusalem o chom en ti sant Marc, eleac’h ma creder ec’h instituas hor Salver ar sacramant adorabl, hac e tisquennas ar Speret Santel d’ar Pantecost var an ebestel. Avertisset oe gant un Æl eus he maro, hac exceptet sant Thomas, en em gafas an oll ebestel hac an darn vuia eus an dud apostolic var ho maro, peguement-bennac ma oant pell bras diouthi : sant Denes Areopagit oe unan eus an dud apostolic-ma, evel ma en deveus-en leset he-unan dre scrit. Goude ma e devoa ar Verc’hes eta testamentet he dilladigou paour da blac’het devot, ha roet he benediction d’an oll assistantet, e rentas he ene gant douçder ha gant carantez da Zoue, hep poan ebet, evel pa falvize dezi cousquet. Hor Salver a zeuas neuse d’he diguemeret evit he c’hundui d’ar barados en compagnunez un infinite a Ælez pere a oe clevet o cana, pa oe douguet he c’horf d’ar bez. An dradition a laca penaus da ben tri dez goude, e ressuscitas evit mont corf hac ene da jouissa eus ar c’hloar, eleac’h ma oe placet gant an tri ferson eus an Dreindet var an tron huela dreist an oll re eürus, ha curunet rouanes an eê hac an douar. Rac sant Ian Damascen a scrif oa ur santimant comun etouez an tadou santel penaus sant Thomas o veza erruet tri dez goude he enterramant, hac o veza desiret guelet he c’horf sacr, e tigoras an ebestel ar bez evit ar sujet-se, ha n’er c’hefsont quet ebars : ar pez a roas dezo da gridi penaus oa ressuscitet ha pignet en eê corf hac ene, evel ma er c’hredomp oll ive communamant evit cals a ræsonou pere so fontet mad.

Ar pez a dleomp da gonsideri er gouel bras-ma principalamant, eo ma e bet exaltet ha glorifiet ar Verc’hes diouz-ma e bet ive en em humiliet. Exaltet ha glorifiet eo dreist ar c’heuriou eus an oll Ælez, evel a gan an Ilis hirio, abalamour ma e bet an humpla hac ar barfeta eus an oll grouadurien. Evelse ive e teu an llis da renta dezi ur c’hult hac un enor pehini ne aparchant nemet outi evel Mam da Zoue. Instituet e deus seiz gouel principal er bloaz (hepquen ar goueliou all pere ne d’int quet quen notabl), evit he enori ; ouspen ma e deveus destinet un devez er sizun, pehini eo ar sadorn, en memor anezi, ha ma recit en fin peb-unan eus he ofiçou divin bemdez un antiphonen pe ur c’hantic en meuleudi de zi. Nac a bet ilis hac a chapel a so consacret ha dediet en he hano hi ? Hac en so templ ebet so-quen a guement na ve un anter bennac ebars en enor d’ar Verc’hes.

Dre guement-se oll e teu an Ilis d’hon exorti, ha particulieramant er gouel bras-ma, d’en em adressi d’ar Verc’hes gant ur fizianç hac un devotion ar vrassa oc’h en em lacat dindan he frotection. Abalamour da-se e reer partout dre Franç ur procession solennel en deiz-ma eus he Assomption, evit satisfia d’ar vœeu a reas ar roue Loïs XIII, pehini, gant un devotion dreist ordinal en andret ar Verc’hes, en em vouestlas dezi, o lacat he vugale hac he oll rouanteles dindan he frotection, hac e pedas humblamant an oll breladet a Franç da ordren ma vise great partout dre ho escoptiou ar procession general-ma en enor d’ar Verc’hes bep bloaz ; ar pez so bet renouvelet gant Loïs XIV ha Loïs XV diveza maro. Ha rac-se hon eus un obligation particulier da assista oll gant un devotion hac ur vodesti bras er procession-ma.

Hoguen evit meritout ar brotection eus ar Verc’hes, e tleomp lacat hor poan da imita he vertuziou principal, evel ma’z eo, da guenta, he humilite, oc’h en em estimout nebeutoc’h eguet ar re-all, hac hep dont d’en em excus en hor fautou ; d’an eil, he furete a galon, oc’h en em breservi diouz ar pec’het marvel ha diouz an affection memes d’ar pec’het veniel ; d’an trede, he furete a gorf, oc’h en em gonservi ervad diouz ar pec’hejou control d’ar chastete, quen dre sonj, quen dre goms, quen dre action, hac o tec’het pell diouz an occasionou anezo ;. d’ar pevare, he faourentez, o tisprisout ar brasderiou hac ar madou eus ar bed-ma hac o caret ar beorien, hac erfin he abandon da brovidanç Doue, oc’h en em resina d’he volontez hep en em chagrina, nac en em impatianti en hon adversiteou. Mar d’och devot d’ar Verc’hes, ne deus quet izom d’hoc’h avertissa da iun derc’hent ar gouel-ma, ha da dostaat enna ouz ac sacramanchou gant un devotion vad.