Instruction evit ar Circoncision

Eus Wikimammenn
L. Prud'homme, 1849  (p. 217-219)


INSTRUCTION EVIT AR CIRCONCISION,

AN deiz quenta eus ar bloaz e teu an Ilis da solennisa gouel ar Circoncision, da lavaret eo, an deiz ma oe circonciset pe drouc’het un tamic eus a guic hor Salver, ha roet an hano a Jesus dezan da ben eiz dez goude ma oa ganet. Rac al lesen ancien a oblije da lacaat circoncisa erguis-se ar vugaligou mal da ben ho eiz de ; hac ar ceremoni-se a ioa ur merc eus ar pec’het original, hac a servije da remed outan neuse, evel ar vadiziant brema.

Peguement-bennac na d’oa quet oblijet hor Salver d’ar circoncision poanius ha mezus-se, pa n’en devoa pec’het ebet da effaci, ha pa oa deut he-unan da effaci hor pec’hejou, o veza map propr da Zoue, hac o veza bet concevet dre vertuz ar Speret-Santel gant ur verc’hes ar burra ; couscoude eo bet en em soumetet d’al lesen-se couls hac ar vugaligou-all, evit rei deomp un exempl a humilite ar brassa, o fallout dezan tremen ivez evit ur pec’her, hac evit disquez deomp he garantez infinit en hon andret, o comanç quen a-bret-se da squilla he c’hoad evidomp, o c’hortos he squilla oll betec ar berad diveza en he bassion hac en he varo evit ar remission eus hor pec’hejou.

Roet oe dezan neuse ive an hano a Jesus, hervez ma en devoa ordrenet an Tad eternel dre c’henou an Æl Gabriel, pa saludas ar Verc’hes d’an annonciation. Rac evel ma commance dija an ofiç a Salver o squilla un darn eus he c’hoad en he circoncision evidomp, eo ræsonabl, e recefse ive an titr hac an hano enorabl a Salver ; rac Jesus a signifi Salver, abalamour ma e bet deut var an douar evit hor sauvetei.

Ar ræson p’evit hini e ro deomp an Ilis ar gouel-ma eus ar Circoncision an deiz quenta eus ar bloaz, eo evit hon inspira da ober tri zra diouz an exempl eus hor Salver en commançamant ar bloaz ive : da guenta, ma en em offrimp entieramant da Zoue evit he zerou-mad, evel ma en em offr ar mabic Jesus en deiz-ma evidomp ; d’an eil, ma trouc’himp ive non pas un tamic eus hor c’hic, mæs ar pec’hejou hac ar viçou pere accustumet, o quitat an occasionou pere so caus deomp da goueza er goall accustumançou-se ; d’an drede, ma raïmp ur propos ferm da observi pelloc’h gourc’hemennou Boue ha re an Ilis, pa en deus hor Salver observet ar gourc’hemen eus ar circoncision da pe hini n’edoa quet sujet.

Chetu eno ar profit a dleomp da denna eus ar gouel bras-ma. Chetu eno an derou-mad a dleomp da c’houlen en deiz santel-ma ouz ar mabic Jesus, ouz he vam ar Verc’hes Vari, ouz he dad maguer sant Joseph, ouz hon Æl-Gardien hac ouz ar Sænt eus a here e tougomp an hano, oc’h ober un beden bennac dezo hirio en intantion-se, ispicial o lavaret devotamant litaniou Jesus en enor d’an hano a Jesus, pehini a oe roet dezan da Guenver en deiz a hirio, hac a dleomp da invoqui ha da brononç pelloc’h gant respet ha non pas dre accustumanç hep respet ebet. Hi-rio e tleomp c’hoas nevezi ar vœuou hac ar bromesseou eus hor badiziant pe veus a hini ar circoncision n’edoa nemet un imaij. Leveromp eta a galon ar c’homsou-ma, pere a fell da sant Ian-Chrisostom a lavarremp alies. Hom. 21 ad Pop.

Renonç a ran d’ar c’hic, d’ar bed
Ha d’an ærouant milliguet,
D’he oll bompou, d’he oll œuvrou,
Evit heul lesen va Autrou. Amen.

Dic continuè : Abrenuntio tibi, Satana, et adhæreo tibi, Christe.