Mont d’an endalc’had

Instruction ha canticou evit Nedelec

Eus Wikimammenn
L. Prud'homme, 1849  (p. 214-217)


----

INSTRUCTION HA CANTIC

Var an histoar a c’hinivelez Jesus-Christ, hervez an aviel evit Nedelec, hac ivit servijout da veditation er pelguent. Var ton, Theophilus.

SElaouit un noel pe un nevezinti,
A ro ur sujet bras deomp d’en em gonsoli,
Ar c’hinivelez eo eus hon Redamtor quer
A so deut er bed-ma evit clasq ar pec’her.
En amser ma oa prest da zont var an douar,
Ez oe un ordrenanç douguet a berz Cesar,
Ma afe peb-unan d’he guer ha d’he gartier,
Da lacat he hano eno var he c’hayer.
Evit oboissa d’an edit publiet,
E partias Joseph ha Mrin he bried
D’ar kear eus Vethleem evit rei ho hano,
Rac ma’z oa pen ho raç sortiet ac’hano.
Chetu un exempl caër eus an humilite
Hac an obeissanç e devoa Mam Doue
Oc’h ober un veaij a voa leun a fatic,
Ha beza tost ar poent da c’henel he Mabic.
Gant Joseph en Bethleem pa oa en em rentet,
He amser da c’henel a oe accomplisset :
Ne gavent quet a blaçen un hostaleri,
Hac e oe ret dezo mont en ur marchosi.
Antreet er c’havarn-se, ec’h entendsont erfad
Oa hen nez an andret hac ar palæs deread
Choaset gant Map Doue, roue ar rouanez,
Evit disquen enna en he tonediguez.
O veza deut an heur d’ar Verc’hes benniguet
Da zigaç a[r] frouez eus he c’horf pur er bed,
He pedas Doue stard, prosternet d’an daoulin ,
Gant desir da velet he c’hrouadur divin.
Chetu hi e[n] [1] instant, en fin he oræson
O c’henel he Map-quer dinoas en peb fæçon
Var treizionigou paour, hep offanç d’he guerc’hdet,
Er guelas dirazi eus he c’horf sortiet.

O peguement a joa e devoe ar Verc’hes,
Gant Joseph he pried hac an Ælez memes !
Peguement a respet ha pebez reveranç
A rentsont-hi dezi, soublet en he bresanç !
O pe gant carantez en em lequeas Mari,
Goude poquet d’he dreit, gouestad d’he vailluri
Oc’h he serra neuse cloz ouz poull he c’halon,
Hac o rei al leaz pur deza eus he divron.
Ur maread goude, abars diffin an nôz,
Eno er manjouer he lequeas da repos,
O veza gourveset var un nebeudic fouen,
Encreis etre daou loen, un ejen, un asen.
A-dost eno ez oa er mesiou pastoret
O veilla hed an noz da ziouall ho milet,
Hac en em bresantas dezo en instant-se
Gant ur sclerder divin un Æl a-berz Doue.
O veza ho c’halon sesiet gant spont bras,
Dezo neuse souden an Æl a lavaras :
Na vezit quer spontet, rac brema me a ia
D’annonç deoc’h ha d’ar bobl ur sujet bras a joa.
Hirio en kear David ez eus deoc’h oll ganet
Ur Salver, hac a so an Autrou Christ galvet ;
Ar sin-ma deoc’h e roan : caout a reot mailluret
Gant treiziou ar buguel en ur c’hraou gourveset.
Neuse incontinant assambles gant an Æl
En em gafas eno un arme celestiel
O cana da Zoue meuleudiou a c’hloar,
Hac oc’h anonç d’an dud ar peoc’h var an douar.
Evel ma voa en eê retournet an Æle,
E coms ar bastoret an eil re ouz ho eguile :
Tremenomp da Vethleem evit eno guelet
Ar nevezinti-ma pini so c’hoarveset.
Dont a resont en hast, hac e quefsont Mari,
Joseph hac ar buguel cousquet er marchosi ;
Neuse pa er guelsont, e comprensont erfad
Ar pez a voa dezo lavaret eus ar Map.
Me ho les da sonjal pe gant humilite,
Ec’h adorsont eno ar buguel divin-se,

O presanti dezâ lod eus ho faourentez,
Hac en oc’h ho receo gant laouenidiguez.
Goude beza rentet ho deveriou dezâ,
E quemersont conje gant respet digantâ,
O tistrei en ho rout en ur veuli Doue
Eus ar c’hraç bet dezo digant he vajeste.
Ha quement ma contas dezo ar bastoret,
O clevet quement-se a oe cals estonet :
Mæs eus an traou-ma oll en gouelet he c’halon
E talc’he memor mad ar Verc’hes hon Itron.
Consideromp ive entresomp christenien
E rencomp exerci hor buez er binijen,
Pa en deus hor Salver evel ma teu er bet,
A guer bras pinijen an exempl disqueset.
N’en deus quet choaset palæsiou rouanez,
Nac ive gueleou bouc varnezo da c’hourvez,
Quent-se ur plaç calet hac ur c’hraouic dister
Gant an anevaled dindan ar gouall amser.
Evelse a rent mezus oll furnez tud ar bed
Pere gant fals madou a so quen abuset,
Pa’z eo ar baourentez hac an affliction,
Ha disprijanç ar bed eo ar madou guirion.
Rac-se mar desiromp e ve deomp appliquet
Eus he c’hinivelez ar c’hraç hac an effet,
Eo ret e tisprijemp an oll superbite
Eus ar bed milliguet gant he brosperite.
M’hoc’h ador, va Jesus, dirasoc’h prosternet
Er c’hraouic a Vethleem evel ar bastoret ;
Choui eo guir Map Doue hac en em c’hrêt guir den
Evit hor sauvetei ; hac her c’hredan certen.
P’az oc’h deut er bed-ma, va Salver, evidon,
M’ho supli dre ho craç da c’henel em c’halon,
O rei d’in em ene ur guir gueuz ha regret
D’ho pesa, siouas d’in ! quellies offancet.
Hac evit d’ho justiç pelloc’h satisfia,
Grit d’in diouz hoc’h exempl en em vortifia ;

Grit ma quirin pelloc’h ar guir humilite,
Ar souffranç, an dousder hac ar simplicite.
Amen.

avis profitabl.

Evit enori ar c’hinivelez eus hor Salver, ouspen cofes ha communia ervad, e tleomp assista gant un devotion vras en servij divin epad goueliou Nedelec, ispicial nôz ar pelguent, o tiouall diouz ar pec’hejou hac an disolançou a ra cals a dud en nozvez santel-se, ar pez a denn coler Doue var ho c’hein.

Ar ræson p’evit hini e lavar ar veleien teir oferen da Nedelec, eo evit represanti an teir guinivelez a Jesus-Christ, da c’housout eo : da guenta, he c’hinivelez eternel, o veza anjandret a bep eternite gant he Dad ; hac eguis ma’z eo quen teval ar guenta guinivelez-ma evidomp, na velomp berat ha na gomprenomp netra enhi, ez eo represantet deomp dre oferen an hanter-nôz, pehini so ive ur poent teval ; d’an eil, he chinivelez tamporel eus a gof he vam ar Verc’hes Vari, pehini so represantet dre an eil oferen, a vez canet da c’houlou-deiz, abalamour ma commanças neuse an deiz a c’hraç da c’houlaoui er bed-ma ive ; d’an drede, he c’hinivelez spirituel en hon eneou, dre behini en em ro sclear da anaout d’he servijerien fidel pere a vev en he c’hraç hac en he garantez : hac evit quement-se eo represantet ar c’hinivelez diveza-ma dre an drede oferen a vez canet da ziveza en deiz caer. Na vanquit quet da glevet devotamant an teir oferen-ma, mar guillit, en enor d’an teir guinivelez-se eus hor Salver, evit ma plijo ganta guenel en hoc’h ene ive dre he c’hraç.


  1. Moullet : en.