Mont d’an endalc’had

Instruction evit gouel ar Rouanez

Eus Wikimammenn
L. Prud'homme, 1849  (p. 219-220)


INSTRUCT. EVIT GOUEL AR ROUANEZ.
D’ar c’huec’hvet devez a viz Guenver.

AN deiz-ma so galvet gouel ar Rouanez, abalamour ma teuas enna tri roue eus an oriant da adori ar mabic Jesus er c’hraou a Vethleem, o c’heul ur stereden nevez pehini en em apparissas dezo hac ho c’hunduas betec ar c’hraou-se, eleac’h ma c’hofrsont dezan tri seurt presant, aour, myr hac esanç. Dre an aour hen anaient evit ho roue ; dre ar myr hen anaient evit un den, ha dre an esanç hen enaient evit ho Doue. An Ilis a ra hirio ur solennite vras : da guenta, abalamour ma omp bet galvet en personaij an tri roue-se da gaout an anaoudeguez a Jesus-Christ, ha da veza christenien eus a bayanet ma oa hon tud coz gueichall ; d’an eil, abalamour ma oe badezet hor Salver d’ar memes deiz gant sant Ian er rivier Jourdren ; ha d’an trede, abalamour ma eureu hor Salver ive he guenta miracl da Guenver en deiz hirio, o cheinj an dour en guin, hoguen non pas d’ar memes bloaz couscoude.

Beza e tleomp eta trugarecat Doue hirio gant hor mam santel an Ilis eus ar c’hraç-se da veza galvet d’ar feiz ha d’an anaoudeguez a Zoue, ha rentet capabl da vont d’ar baradoz, mar bevomp hervez guir gristenien. Goude-se e tleomp imita an tri roue-ma, o veza sourcius da vont prontamant d’ar servij divin sul ha gouel da adori Doue ive, oc’h ofr dezan an aour eus hor c’harantez evit he garet dreist peb tra ; ar myr eus hor souffrançou, oc’h anduri abalamour dezan quement seurt poan a stourmo ouzomp, hac an esanç eus hon devotion, oc’h he bidi d’hor sicour devotamant. Hac evel ma oe liberal an tri roue-se en andret ar mabic Jesus gant ho fresantou, e tleomp ive beza liberal en he andret en personaij ar beaurien, ha pidi Doue hirio evit an eneou so en stad a bec’het marvel, ma plijo ganta rei dezo ar sclerijen eus he c’hraç, evit ho zenna eus ar stad miserabl-se, evel ma tennas an tri roue-se eus a devalijen an idolatri.

Erfin evel ma oe avertisset an tri roue-se a-berz Doue da zistrei d’ar guear dre un hent all, evit tec’het diouz Herodes pehini a voa oc’h ho guedal, e tleomp ive mont pelloc’h etrese hor bro pehini eo an eê, dre un hent all controll da hent ar pec’het, eleac’h ma ema an drouc speret oc’h hor guedal evit hor c’holl. Chetu eno ar praticou a c’houlen ar solennite-ma digueneomp, evit ma profitimp anezi.