Mont d’an endalc’had

Instruction evit an dour benniguet

Eus Wikimammenn
L. Prud'homme, 1849  (p. 203-205)


Instruction evit an Dour benniguet
Hac evit Procession Tro’r-Veret.

AN usaij eus an dour benniguet a so instituet gant an Ilis abaoue an ancienandet quenta. Intantion an Ilis oc’h institui an dour benniguet eo digaç deomp da vemor eus hor badiziant hac eus a voad Jesus-Christ pe gant hini omp goalc’het diouz hor pec’hejou ; ha rac-se quellies gueich ma quemeromp dour benniguet, e tleomp caout sonj penaus en de-veus Jesus-Christ hor goalc’het gant he voad, hac he drugarequaat eus ar c’hraç-se ; ha goude-se caout memor eus ar saë-venn pe ar burete eus hon ene pehini hon eus bet recevet en dour eus hor badiziant, o caout regret d’he beza souillet dre hor pec’hejou.

An dour benniguet, mar en implijomp gant devotion, en deveus ar vertuz da chasseal an drouc speret divar hon tro, da burifia an ear, da bellaat ar gurun hac an tempest, da effaci hor pec’hejou veniel, ha da denna varnomp ar venediction hac ar sicour a Zoue : chetu eno petra c’houlen an Ilis dre an oræsonou a lavar ar belec o venniguen an dour. Ar ræson p’evit hini e lequeer ive holen benniguet e mesq an dour-ma ; eo abalamour ma’z eo an holen ur zin hac ur represantation eus ar brudanç hac eus ar furnez, evel a lavar hor Salver, ha ma’z eo an dour ur sin hac ur represantation ive eus ar sclerder, eus ar simplicite hac eus ar burete. An Ilis eta a vesq an holen gant an dour o c’houlen ouz Doue evit ar re pere a guemer eus an dour-se, ma teuio ar Speret Santel da netaat ho eneou ha da brodui enno ar simplicite hac ar burete eus ar goulm, hac ar brudanç pe ar furnez eus ar serpant.

An dour benniguet a vez great bep sul , evit ma c’hallo ar gristenien fidel cass ganto anezan d’ho ziez, pa en em assamblont en ilis d’an deix-se. Neuse ivez ez a ar celebrant en dro diabarz an Ilis da deurel eus an dour benniguet-se dreist an dud quent an oferen-bred, evit ho furifia hac evit obteni dezo digant Doue ar c’hraç da assista devotamant er sacrifiç, hep beza troublet gant an ærevent pere a chasser divar ho zro gant an dour benniguet-se. Er memes amser e vez canet an Asperges gant ar Miserere meî, evit goulen ouz Doue misericord, hac evit he bidi da squilla var an eneou an dour eus he c’hraç, d’ho goalc’hi ha d’ho netaat diouz ho fec’hejou. Chetu eno pebez avantaij ho deveus ar re pere so sourcius d’en em gaout en ilis durant an Asperges ; ha chetu ive petra a goll ar re pere a chom da gauseal ha da varvaillat en dro d’an ilis d’ar memes poent, eleac’h en em gaout en ilis araoc an Asperges.

Lequeet a vez an dour benniguet-ma en antre eus an ilis er pincinou, evit rei da entent d’an dud pe gant purete a gonscianç e tleont antren ebarz evit beza dîn d’en em bresanti dirac Doue en he di ha da goms outan en ho fedennou. Abalamour da-se e tleont quemeret eus an dour benniguet-se da frota ouz ho zal en ur ober sin ar groas gant un act a gontrition, evit ma vezo agreabl ho fedennou da Zoue, o veza purifiet diouz ho fec’hejou dre ar voyen-se.

Chetu ama’ta pe da boent e tleomp implija deveus an dour benniguet : 1. diouz ar mintin pa savomp ; 2. diouz an nôz pa’z eomp da gousquet, o teurel anezan ive var hor guele, evit chasseal an ærevent, na zeuint quet da rei goall euvrou deomp en hor c’housq ; 3. pa antreomp en ilis ha memes en hon demeuranç, ha pa sortiomp emeas ; 4. pa gommançomp da bidi Doue evit chasseal an distractionou ; 5. pa vezomp tentet hac en danjer da bec’hi ; 6. pa vez curun ha luc’het, pe ur pirill all bennac ; 7. pa vez den clan pe varo, e tleer ive teurel dour benniguet dreistan, hac ouspen eleac’h ma vez enterret ar c’horfou pe daolet ho relegou, evit obteni digant Doue dre vertuz ar pedennou e deveus great an ilis var an dour benniguet-se, ma plijo gantâ purifia quent a-se an eneou a so en poaniou ar purcator, hac ho dilivra prontamant da vont da jouissa eus he c’hloar. Mæs ne dleer quet teurel a vozadou an dour benniguet var ar beziou nac e-quichen ar pincinou, evel ma ra cals pere a zisec’h erguis-se timat quement pincin a gueffot, evel- pa na falfe dezo lesel banne dour benniguet gant ar re-all var ho lerc[’]h. Quement a dal ur berad taolet diouz pen ar biz gant devotion, evel pa daolet ur scudellat ; rac ne de quet diouz ar gantite eus an dour-se eo e tepand soulajamant an anaon, diouz an devotion pe gant hini e taoler eo.