Mont d’an endalc’had

Instruction general evit ar sul hac ar gouel

Eus Wikimammenn
L. Prud'homme, 1849  (p. 199-203)


----


INSTRUCTION
var ar mysteriou

Hac an amseriou santel pere a vez solenniset en Ilis epad ar bloaz, evit disqui d’ar bobl ho zremen gant an intantion, an devotion hac ar profit a c’houlen hor mam santel an Ilis digant he bugale ar gristenien catholic.

Instruction general
Evit peb Sul ha peb Gouel berset epad ar bloas.

PEguement bennac na deus deiz ebet na dleffe ur c’hristen he dremen santelamant, oc’h en em absteni diouz ar pec’het hac oc’h ober œuvrou mad, ez ê couscoude oblijet da santifia gant un devotion particulier certen deiziou, pere en deus Doue reservet evita he-unan, pe e deveus an Ilis gourc’hemennet deomp da solennisa. An deiziou-ma eo ar suliou hac ar goueliou bers.

Ar sul pehini so galvet en latin deiz an Autrou, eo an devez en pehini e commanças Doue da groui ar bed, hac e ressuscitas hon Autrou Jesus-Christ. Cridi a reer ive penaus oe da sul e tisquennas ar Speret Santel var an ebestel d’ar Pantecost. An deiz-ma so solenniset gant ar gristenien en plaç ar sabat, da lavaret eo, ar sadorn, pehini a vese solenniset gant an Israelitet el lesen ancien, abalamour ma oa d’an deiz-se en devoa Doue reposet ha paoueset o groui ar bed universel, oc’h ober pehini en devoa impliet c’huec’h devez, peguement-bennac ma c’halfe he ober oll en ur momet.

Ar sul a so galvet ive un devez a repos, rac ma tleomp neuse paouez ha reposi diouz an occupationou tamporel, evit vaqui d’an occupationou spirituel, pere a apparchant ouz servij Doue. En commançamant ar gristenien her galver c’hoaz deiz ar bara, dre sujet ma en em assamble an disquibien hac ar grisrentien fidel en ur memes leac’h da derri ar bara, da lavaret ê, da gommunia bep sul ; quement-se eo a so represantet brema dre ar bara benniguet pehini a vez distribuet en ilis bep sul, hac a dleer da guemeret gant devotion evit communia spirituelamant, oc’h he zibri gant desir da receo corf Jesus-Christ.

Oblijet omp eta da santifia ar sul en anaoudegues da guenta en andret Doue an Tad, d’hor beza crouet ; d’an eil, en andret Doue an Map, d’hor beza prenet ; ha d’an drede, en andret ar Speret Santel, d’hor beza santifiet gant he c’hraç.

An Ilis e deveus cafet a propos oblija he bugale da santifia er memes fæçon certen deiziou-all er bloaz, pe deus a re darn a so evit enori ar mysteriou eus hon redamtion, ha darn all evit enori ar memor eus ar Verc’hes Vari hac eus ar sænt, hac an deiziou-se a so hanvet goueliou.

Santifia ar sul hac ar gouel ê ho zremen hac ho implija santelamant. Ar santification-se a gonsist en daou dra : da guenta, oc’h en em absteni diouz peb œuvr servil, [h]a [1] diouz peb labour ha peb occupation tamporel, a guement na vez quet necesser evit servij Doue hac evit mezur ar c’horf hac antreteni ar vuez. Ret eo ervat caout memor penaus eus an oll œuvrou servil ar servila hac ar voassa eo ar pec’het, pehini hon rent servijerien hac esclavet d’an ærouant ; ha peguen difennet bennac eo al labourat d’an deiziou santel-ma, ez ê c’hoes criminaloc’h, evel ma remerq sant Augustin, ho zremen en dançou, en divertissamanchou hac er c’hoariou libertin, eguet na ve ho implija el labour.

An eil tra eo en em santifia hon-unan hac en em burifia diouz hor pec’hejou, o tistrei ouz Doue dre ur guir binijen hac ur guir confession, mar en em guelomp en goall stad, oc’h en em occupi en pez a apparchant ouz servij Doue, hac en œuvrou a religion hac a zevotion.

Etre an œuvrou-se e deveus an Ilis choaset unan en particulier, pe da hini fal[v]e[s]et [2] dezi hon oblija dindan boan a bec’hi marvelamant, nemet un excus legitim hor be ; da c’housout eo, assista devotamant er sacrifiç divin eus an oferen. Hou-ma eo ar guenta hac an excellanta eus an oll œuvrou a reiigion. An Ilis oc’h ober deomp ar gourc’hemen-ma, ne deveus quet pretantet hon exanti eus an obligation pehini hon eus d’en em applica en deiziou santel ma d’an œuvrou all a religion hac a zevotion : un action santel epquen ne de quet aoualc’h evit santifia het-a-het an deiz, ha ne hell quet rei al liberte da dremen ar rest eus an devez en afferou tamporel nac en divertissamancbou, pa ne vent quet memes criminal na disagreabl da Zoue.

Ar gourc’hemen-ma da glevet an oferen d’an hevelep deiziou, a so bet great en un amser ma voa accompagnunequeet ar sacrifiç divin-se gant cals a bedennou, a instructionou, a lecturiou hac a oeuvrou-mad pere a zalc’he ar gristenien fidel en ilis un darn vras eus an deiz, hac evelse hen tremenet casi het-a-het oc’h assista en oferen, pehini a gomprene neuse cals a actionou santel hac a ceremoniou na gompren quet brema. Hoguen an intantion hac an urz eus an ilis eo hrema c’hoas ma vezo assidu he bugale da assista en oferen-bred, er pron hac en instructionou a vez great en ho farres d’an deiziou santel se : hac e c’houlen outo ive ma vezint sourcius da assista er gousperou bac er rest eus ar servij divin. En em abusi eo’ta dont d’en em gontanti da sul ha da vouel da assista en un oferen varblean epquen, ha fallout compren en assistanç-se an oll santincation eus ar sul hac ar gouel pehini so gourc’bemennet deomp. Obeissa a reer evit guir d’al liseren eus a courc’nemen an Ilis oc’h assista epquen en oferen da sul ha da vouel ; mæs en em gontanti da assista en un oferen varblean hepquen, hep ajoufi gant quement-se œuvr all ebet a religion hac a zevotion, evel a c’hoarvez gant cals a gristenien, an dra-se so control d’ar speret ha d’an intention eus an Ilis er gourc’hemen-se memes, ha disobeissa da gourc’hemennou all pere e deveus great, ouspen ma chomer er fæçon-se hep satisfia d’ar gourc’hemen a ra Doue da santifia ar sul het-a-het epad an deiz.

Rac-se’ta ho pezo sourci d’en em absteni da sul ha da vouel diouz peb pec’het, diouz peb labour hac occupation diffennet,ha diouz quement so control d’ar santification eus an deiziou santel-ma. Lacat a reot ho poan d’en em santifia hoc’h-unan oc’h en em burifia diouz ho pec’hejou dre ar gontrition, hac o tostaat ouz ar gonfession, mar en em santit en stad a bec’het marvel. En em renta a reot fidel hac assidu da assista gant attantion ha gant devotion en oferen-bret, er prôn, en instructionou, er sarmon hac er rest eus ar servij divin, pehini a vez celebret quent ha goude creisdeiz en hoc’h ilisou. Hac oc’h implija an darn-vuia eus an deiz en ezerciçou public-se pere a vez great en ilis, hac er praticou all a zevotion hac a garantez, ec’h ellot quemeret ivez un nebeudic amser bennac da recrei ho speret, da zisquiza ho corf diouz al labour hac ar fatig eus ar sizun, dre ur repos inoçant pe dre ur recreation hac a ve honest, hep rei goall exempl ebet da zen.

Ar sul o veza consacret particulieramant evit enori ar ressurection eus hor Salver, a ro leac’h da sant Ambroas da lavaret penaus e tleomp consideri peb stil a hed ar bloaz evel ar Sul-Phasq, hac a ra ive d’an Ilis lavaret an Angelus a-sao eus adelec ar sadorn da greisdeiz betec ar sul da nôz, en memor eus ar resurrection glorius-se, pe dre hini a savas hon Autrou eus ar bez da sul. Ha rac-se e lequeot ho poan da antren en speret an Ilis en deiz-se, hac o caout memor eus ar myster bras-se, pehini eo an errez eus hon esperanç da ressuscita ivs svit ar c’hloar unan an deiziou-ma ; e quemerrot ur gouraij nevez da souffr ha da vervel gant Jesus-Christ d’ho coall inclinationou ha d’an attaich ouz quement-se var an douar, evit beva ivez ha ren gantan eternellamant goude-se en he barados.

Er goueliou-ma celebr an Ilis ur myster-bennac enno e lequeot ho poan d’en em instrui varnezo diouz an instructionou a gueffot evito ama varlerc’h, ha da excita en hoc’h ene ar santimanchou a feiz a fizianç, a garantez hac a anaoudeguez-vad a c’houlen ar myster-se digueneoc’h. Hac ar goueliou pere a gonsacr an Ilis d’ar memor eus ar sænt, ec’h adorot Doue pehini so admirabl en he sænt, hen trugarequeot eus ar gracou bras en deveus bet great dezo, ho fedot da intercedi evidoc’h dirac Doue ; hac o consideri ho gloar, e quemerrot couraij hac ar resolution da imita en ho buez gant ar c’hraç a Zoue, ar pez a ellot hervez stad hac ho condition.


  1. Moullet : da.
  2. Moullet : falsevet.