Mont d’an endalc’had

Hunvre eur bugel

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Hunvre eur bugel (1910).

Moullerez Ar Bobl, 1914  (p. 225-228)




Hunvre eur Bugel [1]


————


Great en doa e bask kenta.

D’ar c’houlz-se an deskadurez n’oa ket, en hor bro, stank evel hizio, hag ar pôtrig Seven n’en doa darempredet ken skol nemet hini e vamm goz.

Goude beza, hed an deiz, diouallet chatal e gerent e gwaremeier ha prajeier Pont-ar-Zal e kare kalz dont d’an ti, e leac’h daouhanteri o c’hoariou gant ar vousedigou-all eus ar geriaden.

Kaout a rea, en eur gador, ar stam etre he daouarn, pe azezet dirak eur c’har-neza, e vamm-goz Fanchon.

Fanchon a oa mat ouz ar bugelig. Evit na zirenkfe ket ar vamm en he labour, hi a zalc’he Seven en he c’hichen. Da laouennât e benn, tra ma stamme pe ma yea ar c’har-neza en dro e konte d’ezan eur marvailh bennak hag e kane eur werz eus an amzer dremenet.

Difinv evel eur skeuden, Seven a zelaoue. Echu ar zon e c’houlenne : « Eun all, mamm-goz ! »

Hag e zaoulagad a yoa ken dous, e vizach ken karantezus, e zaouarnigou astennet ken pedus, ma ne c’helle ket ar vamm-goz vat lavaret nan.

— Hizio e kanin d’it gwerz Lez-Breiz, a lavaras eun deiz Fanchou d’he mab-bihan.

— Lez-Breiz ? Piou eo hennez, mamm-goz ?

— Lez-Breiz a zifennas hor bro eneb ar C’hallaoued. E vuez a zo hini eun den kalonek… Setu hi aman !

Ar vaouez goz he doa koumanset. He mouez, raouliet gant ar bloaveziou, a zeblante beza adkavet he holl nerz gwechall evit kana buez hag oberou broadel an hini a zo bet leshanvet mat gant hor c’henvroiz Lez-Breiz. Ouz e zelaou, Seven a denerea e galon, hag araok ar fin, o tremenn e zorn war e zaoulagad e santas anezo gleb.

En devez warlerc’h, a greiz diouall e loened. ar bugel — tra souezus — en em roas da hunvreal. Gwerz Lez-Breiz, hag he doa ken skoet anezan, en derc’hent, a oa atao en e benn. Estlammet e chome dirak kalonder vurzudus ar marc’heg breizad, ha karet a rea ive ar floc’hig yaouank a respontas d’e vestr, pa ne felle ket da heman e lezel da vont d’an emgann :

N’am eus ket aoun rak ar C’hallaoued
Kriz eo va c’halon, va dir lemmet !

Setu aze eta, a zonje Seven, betek pegeit ez ea karantez ar Vretoned koz evit o bro, betek rei o gwad eviti, evit he difenn eneb he gwallerien.

Perak, a c’houlenne ar bugel outan e-unan, na zavche ket c’hoaz eul Lez-Breiz bennak war an douar he deus gwelet o c’henel kement a dud kalonek ? Daoust ha sklaset eo e gwazied ar Vretoned gwad rus ha nerzus o c’hentadou !

E zaout a beure. Chom a reant reiz, hizio, en o fark.

Karget e spered gant hunvreou dreist e oad, ar mesaer yaouank a zerras e zaoulagad… ha prest en em lezas da gousket.

E kreiz e gousk, eur zonj iskiz a deuas d’e drubuilha.

War eun dachen a vrezel ec’h em gave. Endro d’ezan ec’h en em ganned evel leoned. A bep tu e skoed dizamant, didrugar. An tennou fuzuilh a zute o tremen a-zioc’h e benn…

Hen — o gweladen iskiz ! a oa unan eus ar gwasa lazerien. Bep taol e tiskare e zen !… Mes eur vouled a deuas d’e dizout d’e dro ive, hag hep ’eur griaden e e kouezas d’an douar, kontant da skuilh e wad evit difen ar Justiz !

En eun taol e tihunas. N’oa nemet eun hunvre ! Mervel yaouank-flam evit Breiz !…

Dek vloaz divezatoc’h, ar pez en doa gwelet Seven dre e hunvre a dlie digouezout.

Edod en amzer an Dispac’h-Vras. Dre Vreiz a-bez, an dud vat, rukunet gant torfejou ar C’hallaoued, a oa en em zavet evit lakaat ar Re-C’hlaz d’echui o falloniou hag o argas er meaz ar vro.

O tigas d’o heul an dijentiled, ar Vretoned o doa kemeret o armou, hag eat d’an emgann. Gant ar re genta edo pôtred Pont-ar-Zal, hag en o zouez Seven, den yaouank ampart abenn neuze.

En eur barrezig vihan, Re-C’hlaz ha Re-Wenn en em gavas penn-ouz-penn. Ar Re-C’hlaz a oa kalz niverusoc’h eget hor c’henvroiz.

Mes evit difenn ar Justiz, ar Breizad a zo ken nerzus ha tri.

An tan a grogas prim. Evel keilhen an dud a goueze a bep tu, ha diez oa gouzout gant piou e chomfe ar gounid.

Pa venne d’eur rummad fallgaloni mouez ar mestr a zave :

Beac’h warno, potred Breiz, beac’h warno, ha gwelomp !
Mar ’ma ’n Diaoul a du ganto, ema Doue ganeomp !

Ar c’halonou a grenvae, hag eur youc’haden a zave ! « Araok !… Tan !! »

Er penn kenta, Seven a gerze hag a skoe evel eun dall… En despet d’o c’halonder, ar Vreiziz a oa war var da rankout plega.

En em roit ! eme ar jeneral gall.

En em rei ?… Allo ’ta !… a respontas Seven er penn kenta, hep gedal ger e vistri, hag o skei gwasoc’h-gwaz…

D’ar mare-ze, en e vrasa kounnar eneb enebourien e vro, ar Breizad a oa skoet e kreiz ar galon, gant eur vouled. Hep eur glemmaden, Seven a gouezas o youc’hal d’e gamaladed : « Evit Breiz !… Araok bepred !… »

E c’houli a oa marvel ; mes mesaer koz Pont-ar-Zal, o vervel, en em ziskoueze laouen : « O ! va hunvre !… va hunvre kaer a vugel ! » emezan…

  1. Skrivet gant Jos-Pêr ar Braz. Embannet a-raok e-barzh Hekleo Penn ar Bed e Gwengolo 1910. (Notenn gant Wikimamenn).