Mont d’an endalc’had

Doue r’ ho paëo

Eus Wikimammenn
Moullerez Ar Bobl, 1914  (p. 222-224)




DOUE R’HO PAEO !


————


1. Kement-ma a dremene er bloavez 1870, epad seziz Pariz. An amzer a yoa ker kriz hag ar brezel ; skourni rea ; erc’h a rea ive. Eur vaouez paour he devoa ledet eun tamm pallen koz hag a yoa warnan manegou bourret gant gloan ; hag e klaske o gwerza ; hogen, ne deue den d’o marc’hata. Daou « vobil » Breton digouezet en derc’hent a deuas da dremen, hag a gavas ar manegou eus o doare. Gwisket truilhek oant hag e krenent gant ar riou. C’hoant o doa da gaout ar manegou, pa c’houezent en o daouarn o sellet a-gorn ouz ar varc’hadourez. « Ar manegou-ze a rafe vad d’eomp, a lavarent-i etrezo ! »

2. Eun ofiser a deuas da dremen dre eno hag a welas dioc’htu nec’hamant an daou Vreton. Ya, divinout a reas o c’hoant hag o faourentez. « Va bugale, emezan, kemerit daou re manegou evit pep bini ac’hanoc’h, me eo a baeo. » Ar Vretoned a zo lentik ; an daou zoudard n’oa ket mall ganto senti, hag an ofiser da lavaret evit an eil gwech : « Kemerit ’ta, paotred, eur mignon eo a ro anezo d’eoc’h ! » N’helled mui argila. Kemerout a rejont ar manegou en eur lavaret : « Doue r’ho paeo ! va ofiser. »

3. Eur pennad goude e oe eur c’hrogad e Champigny, hag an daou « vobil » edo eno. Etouez ar vistri ec’h anavesjont o mignon, ofiser ar manegou, evel m’hen hanvent. Hogen, pa oe echu an emgann, kaer o doa klask ha sellet, ne deuent ket a-benn da gaout anezhan. N’edo ket war al leac’h ken nebeut pa oe great ar galv. Glazet e ranke beza eta, pe lazet, unan a zaou.

4. Daoust ma’z oant hanter varo gant ar skuisder, ar yenien hag an naon ; daoust ma c’hellent beza lazet gant tennou ar Brusianed, an daou Vreizad ne jomchont ket da varc’hata. Dizrei a rejont war dachen ar brezel : unan anezo a oe tizet en e c’har gant eun tenn fuzul. Lakaat a eure eur mouchouar da c’holo ar gouli, hag en hent adarre. Kaout a rejont an ofiser astennet en erc’h evel maro.

5. Dioc’htu e krogchont d’e frota gant ar manegou bourret, da zoursial ker brao outan, ma teuas a-benn eur pennad brao a amzer da halani ha da zigeri e zaoulagad : n’oa ket maro ! o pebeus eurvad evid hon daou Vreton !

6. Samma rejont anezan war o diskoaz d’e gas d’ar c’hlanvdi (hospital), el leac’h ma teuas da gaout adarre ar yec’hed… Ar vad en devoa great en doa talvezet d’ezan : selaouet oa bet peden an daou Vreton :

Doue r’ho paeo !

————