Paner ar marvailhou munut
Eur morian a c’houlenne eun deiz digant eur zoudard ha kredi a read c’hoaz e Doue en e vro Frans.
— Setu aze eun hunvre ! eme ar zoudarded gall. Piou a c’hell kaout douetanz ez eun Doue ?
— E feiz, lavaret a rafed, eme ar morian ; ne roit morse testeni ebet euz ho feiz !
Daoust ha ne c’hellfed ket goulen ar memes tra digant ar bern tud a bep stad a vev hirio evel pa n’o defe mui tamm feiz ebet ? Daoust ha ne c’hellfed ket ober d’ezo ar rebech c’houero a rea Doue gwechall d’e bobl dre c’hinou ar profed Izaias : « Krouet em eus bugale, maget ha savet am eus anezo ; int-i avat o deus great faë warnon. Eul loen diskiant a anavez e vestr ; an den avat n’anavez mui an iliz ».
Goulen a read eun dervez digant eur morian o chom er gwelec’h, da lavaret eo en eur vro ha n’eus ket nemeur a dud enni, devet ma ’z eo gant an heol hag an treaz bero : «Penaos hoc’h-hu deuet da c’houzout ez eus eun Doue ? »
Hag ar morian da respont gant kalz a furnez :
— « Evel ma c’houzon dre ar roudou chomet war an treaz pe ez eus tremenet eun den pe eul loen. »
Hag e gwirionez, pa welomp da bep kammed a reomp kement a roudou leun a furnez hag a c’halloud lezet gant an Hini en deuz great ar bed, penaos miret da lavaret :
— « Eun Doue a zo bet dre ama ! Kement-all a draou kaer n’hellont beza great nemet gant eun Doue ! »
Hag an Doue-ze eo an hini a anavezomp, ni, kristenien !
Sant Bernardin a yoa meurbed doujet gant kamaraded e oad pa oa c’hoaz bugel. Mar tigoueze d’ezo koms etrezo a draou difennet e tavent kerkent ha mar her gwelent, o lavaret :
« Peoc’h gant an traou-ze ! setu erru Bernardin ! » Mar doa a-walc’h d’ar re-man gwelet Bernardin evit beza fur, taolit evez, bugale, ez eus dalc’h-mad tostik-tost d’eoc’h eun Doue hag eun eal a glev ho komzou, a wel hoc’h oberou ha kement zoken a dremen e goueled ho kalon. Bezit fur eta kouls pa n’eus nemetoc’h evel pa emaoc’h gant ar re-all ; pa ’z oc’h douget d’an droug, livirit evel ar plac’h chast Suzanna a zo hano anezi er Skritur-Zakr : « Penaos e c’hellfen-me pec’hi dirak va Doue am gwel hag am barno ? »
Kement-ma a dremene e Lourd n’eus ket pell c’hoaz, e kichenik al leac’h ma ’z eas Bernardett da skrabat an douar gant he bizied ha ma teuas da ziouana eun eienen he deus pareet kement a dud abaoue.
An dud klanv, ar re vac’hagnet, kabac’h, seizet, bouzar, dall ha mut, an holl glenvejou, an holl boaniou a yoa bodet endro d’ar pisinou hag a c’hede beza soubet en dour burzudus.
Eur beleg a bede hag a alie an dud yac’h da bedi o diwreac’h e kroaz. Lavaret a rea :
— Eürus ar re o deus poan da ziwaska ! Eurus ar re a ouel !
Hag ar glanvourien a unanas o mouez gant ar re yac’h evit lavaret :
— Eürus ar glanvourien ! Doue o c’har !
— Mes neuze, mamm, a lavaras eur bugel klanv pell a yoa, mar kar an Ao. Doue ar re glanv, me zo gwelloc’h ganen chom klanv !
Digaset e oe en eur gador eur plac’hig daouzek vloaz sounnet outi he holl izili, drouk-livet evel ar maro ha ken treut ma n’oa mui nemet ar skeud eus an den. Digaset oa bet da Lourd gant eur framason difeiz da direlijion. Hen a yoa chomet kuzet e-touez an engroez tud, hogen klevet oa bet o lavaret :
— Ar pez a zo sur eo mar teu houma da gaout ar pare en dour-ze, me a gredo hag a govesao. Hag ar beleg da hopal :
— Plijet gant an Intron-Varia Lourd parea ar bugel-ma !
Ar bobl kristen a youc’has war e lerc’h gant eur feiz birvidik ?
— Plijet gant an Intron-Varia Lourd parea ar bugel-ma !
Ar beleg a lavaras adarre :
— Goulen a ran eur sakrifiz digant unan eus ar glanvourien a zo ama. Ra zeui unan anezo da ginnig da Zoue chom klanv betek e varo, e pinijen, evit ma pareo ar c’hez-ma ha ma kredo an difeiz-se.
Eun den etre tregont ha daou-ugent vloaz a dostae d’ar poent-se oc’h en em stleja gwella ma c’helle war bouez e flac’hou. Lavaret a reas gant eur vouez hag a dreuzas an holl galonou :
— Me !
E kichenik ez oa eur vamm o ouela, ganti war he barlen eur c’hrouadurig seiz vloaz ganet bouzar ha mut : hag e lavare enni he-unan :
— Mont a ran da ginnig va merc’h !
Karantez ar vamm a oe treac’h eur pennad war he c’harantez evit eun dianavezet. Ne badas ket pell ar c’hrogad, ha dizale e tilammas da gaout ar beleg gant he merc’h.
— Dalit ! emezi.
Ar beleg a gemeras ar baotrez etre e ziwreac’h, a zavas anezi etresek an nenv evel m’eo kustum d’hen ober bemdez da Hosti zantel an oferen.
— Setu, emezan, an Hosti c’hlan a ginniger evit paea distro ar pec’her !
Ar feiz a verve e kalonou an dud fidel hag an daelou a zirede eus an holl daoulagad.
Ar bugel daouzek vloaz a oe soubet en dour hag a gavas ennan ar pare. Ar pec’her a zalc’has d’e c’her hag a deuas da veza kristen mat.
Jeruzalem n’oa c’hoaz d’ar poent-se nemet eur park
a laboured evel ar re all. Al loden eo bet savet warni an
templ brudet a yoa neuze boutin etre daou vreur, unan
anezo dimezet ha tad da veur a vugel ; egile a veve
e-unan.
Pa deuas poent an eost, an daou vreur a vedas, a hordennas o drammou hag a reas ganto daou vern henvel.
Mes, e kreiz an noz, ar paotr dizemez en doe eur mennoz mat. Lavaret a reas ennan e-unan : « Va breur en deus gwreg ha bugale da vaga, pa n’em beus-me den nemedon va-unan. Ne vije ket brao d’in kaout ker bras loden hag hen. Mont a ran da denna eus va bern eun dramm bennak da greski e hini. Ne ouezo netra evel-se ; mac’h oufe ne asantfe ket. »
Hag e reas evel en doa divizet.
En nosvez-se ive ar breur-all a zihunas hag a lavaras d’e wreg : « Va breur a zo yaouank, hag e-unan ; n’en deus den war e dro da zerc’hel kompagnunez d’ezan pa ’z eo yac’h ha da brederia gant e ezomou pa ’z eo klanv ; ne vije ket leal d’eomp kemeret keit hag hen eus gounidegez ar park : savomp, ha deomp da greski e vern ; ne ouezo netra ha rak-se ne c’hello ket kaout digarez da jom hep kemeret. »
Hag e reas evel en doa divizet.
Antronoz an daou vreur a yeas d’ar park, hag e oent estlammet o kaout ar berniou ker bras. Hini ebet avat na lavaras grik d’egile eus ar pez en devoa great.
Ar memez tra a c’hoarvezas meur a nosvez dioc’htu. Eun droiad koulskoude ec’h en em gavchont an eil gant egile, sammet. En em deuler a rejont an eil e diwreac’h egile.
An dachen-ze benniget gant karantez an daou vreur a blijas da Zoue. An dud a zavas eno eun iliz, ha Krouer an nenv hag an douar a gavas mat ober anezi e di.
En eur c’hombod hent-houarn, eun Aotrou kof bras a zo azezet en eur c’hougn. Dirazan ez eus eur goueriadez, eur vaouez diwar ar meaz gwisket e giz Lanndi. Eur chapeled bras a zo en he c’herc’hen ; bet eo o pardona e Lourd.
An Aotrou (gant eun ear gwapaüs). — E Lourd oc’h bet, gwelet a ran !
Ar goueriadez. — Ya da, Aotrou.
Hen. — Hag ez eus great d’eoc’h gwelet traou a bep seurt liou ?
Hi. — Ya, Aotrou, gwelet em eus e Lourd traou kaer kenan.
Hen. — Gwelet hoc’h eus an eienen ?
Hi. — Gwelet em eus an eienen, Aotrou, evet em eus he dour ha gwalc’het ganti va daoulagad.
Hen. — Gwelet hoc’h eus ive eur bern pareansou ?
Hi. — Kaeroc’h, Aotrou ; bet em eus eur weledigez, eun « aparision ».
Hen. — Brao ! brao ! O ! kountit an dra-ze d’in ’ta, Itroun vat. (An Aotrou a frote e zaouarn gant plijadur).
Hi. — Ya, gwelet em eus an Tiegez santel e Bethleem ; ar Werc’hez Vari, sant Jozef, ar Mabig Jezuz, ar vesaerien, an tri Roue… Ne vanke netra nemet eun dra.
Hen. — A !… Petra vanke ?
Hi. — An azen !… Eun eal en deus lavaret d’in her gwelchen dizale. Laouen oun brema… Ouz ho kwelet ez eus deuet sonj d’in eus komzou an eal !
An Aotrou a droas oc’h ar weren hag a reas meur a zell korn ouz ar c’houabr a yoa deuet da c’holo an heol.
Ar gountaden-ma a zo bet kutuilhet gant an Echo de Noël e kannadig eur barrez.
Eur ministr protestant a yoa
Oc’h ober e dro |
o prezeg e relijion, oc’h ingala levriou etouez an dud. En em gaout a reas eun dervez gant eur serjant, hag hen dioc’htu da ginnig e levriou.
— Petra eo an dra-ze ! eme ar zoudard… Almanagou nevez ?
— Gwelloc’h c’hoaz ! eme ar ministr.
— Petra int eta ?
— El levrigou-ma e tesker anaout ar relijion, ar gwir relijion, hon hini-ni.
— Ha pehini eo ho relijion !
— Ar relijion reformet [1].
— Mat, Aotrou, ho relijion neuze na dalv netra !
— Penaos ’ta ?
— Abalamour, ganeomp-ni, soudarded, pa vez « reformet » unan bennak, e vez lavaret d’ezan mont d’ar gear, n’eo mui mat evit ar zervich. Evel-se ’ta, dalc’hit ganeoc’h ho levriou ; ne gavfen saour ebet gant eur relijion « reformet » gant Konseilh ar Revu.
Bez ez eus kalz tud hizio hag a gav o brasa plijadur o wapaat ar veleien hag ar relijion ; ne vankont tro ebet d’hen ober. A-wechou koulskoude e kouez o meud en o dourn. Selaouit kentoc’h an darvoud-ma c’hoarvezet n’eus ket pell.
Eur person diwar ar meaz a zavas en eur c’hombod da veachi war an hent-houarn. Kenver ha kenver ec’h en em gavas gant eun Aotrou o veachi evit eun ti a gemwerz.
— Aotrou Person, eme ar bourc’hiz war eun ton trubard
evel an hini a gemeras Judas pa lavare da Jezuz e
teue d’e zaludi, klevet hoc’h eus ar c’helou bras ?
Hag e rea ardou gant e vouez, hag e selle a gorn ouz
e amezeien.
— N’em eus ket, Aotrou ; gwall abret oun deuet eus ar gear er mintin-ma, ha n’em beus ket bet amzer c’hoaz da zellet ouz ar c’hazetennou.
— Penaos ! penaos ! n’hoc’h eus ket klevet ? Mes n’eus ken hano koulskoude nemet eus an dra-ze !
— Ne welan ket, Aotrou, eus petra e fell d’eoc’h koms.
— Mat, Aotrou Person, eur blijadur eo evidon beza da genta o tigas d’eoc’h ar c’helou : an diaoul a zo maro !!!…
— Mantrus eo ! eme an Ao. Person, evel tenereet e
galon. Mat, Aotrou, atao em eus bet truez ouz an emzivaded
kez : kemerit an daou wenneg-ma, me ho ped !…
Gwelet a rit, mechans, ar penn a reas ar bourc’hiz o klevet kement-se… An holl a zirollas da c’hoarzin.
— Perag e rit-hu vijil da wener ha yun edoug ar c’horaiz a c’houlenne eun dervez eun dragon ouz eur beleg.
— Ha c’houi, eme ar beleg, perag e stlejit-hu eur zabren ouz ho kostez ?
— Abalamour m’eo gourc’hemennet.
— Mat, ni ivez a ra vijil da wener hag a yun edoug ar c’horaiz abalamour m’eo gourc’hemennet an dra-ze d’eomp gant an Iliz.
— Koulskoude ar c’hig a zo koulz da wener ’vel da zadorn.
— Heb mar ebet ; mes pa vez lakeat ar zoudarded da veva divar bara ha dour er zal polis, evel ma c’hoarvez awechou, daoust hag e rear an dra-ze abalamour m eo falloc’h ar gesteuren er c’hazarn en deiz-ze eget d’an deiziou-all ?
— Nan, ober a rear an dra-ze evit lakât Yann zoudard
e pinijen.
— Mat, evit lakât ac’hanomp-ni ivez kristenien, e pinijen, abalamour d’hor pec’hejou eo e tifenn an Iliz ouzomp debri kig, derveziennou a vez.
— Ar vijil c’hoaz ne gavan ket re iskiz, mes ar yun avat, a gavan re galet.
— Perag e tougit-hu var ho pen eun tok-houarn ker pounner hag a rit ?
— Evit hon diouall diouz an taoliou a skofe an enebourien ganeomp.
— Mat ! ni ivez kristenien, hon deus eun enebour touet hag eo an diaoul ; n’eus netra gwell evit en em zifenn outan eget yun, ha setu aze perak an Iliz, hor mamm, a c’hourc’hemenn d’eomp hen ober bep an amzer.
J. M. P.
An Tad Lacordaire a yoa eun dervez o leina en eun hôtel e n’ouzoun mui pe seurt kear.
Ar gwener a yoa, deiz vijel eta. Eun dro vrao d’ar c’homisien egiz-ma da ziskouez d’an holl o deus re a spered evit kredi e galloud an Iliz hag e madelez ar relijion, traou koz, echu ganto pell a zo !… oc’h o c’hlevet, da vihana.
Goude beza dizac’het eur bern sorc’hennou diskiant enep ar vijil, an dud devot, ar veleien…, ar paotr faro a droas warzu ar prezeger bras, da ginnig d’ezan ar pez a jome en e zilerc’h eus an elumen viou.
— « Me, aoutrou, emezan oc’h ober gwad, me ne gredan nemet ar pez a gomprenan.
An Tad Lacordaire a lakeas en e asied an tammik a viou en doa lezet an aotrou difeiz.
— « Aotrou, emezan d’ar c’homis, ha kompren a rit ha penaos e teu an tan da deuzi an aman ha da galedi ar viou ?
— E feiz… ne ran ket da ! a respontas ar paotr nec’het bras.
— « Na me ken nebeut, eme ar manac’h gant fouge… Gwelet a ran koulskoude e kredit en elumen viou, hag e kavit mat enezi. N’eo ket gwir ? »
Eul labourer douar diwar dro Skaer e Bro-Gerne, a yoa o tizrei eus Lourd ; laouen oa evel kement hini a zizro ac’hano… Hag e tisplege gant plijadur d’ar re a yoa en e gombod henthouarn, an traou dudius en doa gwelet et kear dispar ar Werc’hez.
Eur medisin yaouank a yoa o selaou en eur c’hougn. Mousc’hoarzin faeüs a rea o klevet ar «paour a spered », re zouget da gredi, war e veno. Hag hen o lavaret a greiz tout :
— Neuze ’ta, va den mat, hoc’h eus gwelet pareansou ?
— Ya da, Aotrou, gwelet em eus pareansou…
— Ha ped, mar plij ?
— Diou, Aotrou !
— Diou ?… Ha ped klanvour a yoa ’ta ?
— Ouspenn daou c’hant, Aotrou…
— Ouspen daou c’hant !… Mat, red eo lavaret neuze n’eo ket ho Kwerc’hez gwall c’halloudus pa ne c’hell ket parea kement hini a ya ker pell-all d’he fedi !
— O ! eo, Aotrou, gellout a-walc’h a rafe… Hogen, ar Werc’hez a zo gwelloc’h, madelezusoc’h eget an dud ! Klask a ra mad an holl… Ma teufe da barea an holl glanvourien, ar vedisined ne zalefent ket da vervel gant an naon… hag an dra-ze, kredabl, ne vije ket dioc’h ho toare ?…
Klevet em eus ober hano eus eur c’houeriad hag a c’hoantea gwelet Pariz, eur wech en e vuez ivez.
Mont a reas, ha peadra a gavas eno da zigeri e c’hinou, me lavar deoc’h. Fellout a rea d’ezan gwelet pep tra, an embannou war an tiez-kemwerz, ar varc’hadourez a yoa e pep stal.
Kaout a reas eun den azezet e-unan oc’h eun daol skriva.
Aotrou, emezan evel eur glapezen, livirit d’in, mar plij, petra werzit ?
Ar skrivanier a lavare outan e-unan, edo o vont da gaout tro da ober eur c’hovad c’hoarzin diwar goust Yann Gouer.
— Gwerza ran, emezan, pennou azenned !
— E feiz, neuze, eme Yann Gouer, ho peus gwerzet eun toullad brao hizio, rak ne welan mui nemet unan en ho stal !!!…
Hag hen er meaz hep goulen an heur.
En henchou-houarn e weler hag e klever kalz marvailhou. En deiz-all ez oa eun nebeut beajourien en eur wagon, kaoz krenv ganto. Pa na vez netra da ober e ra vad trabellat da dremen an amzer.
E touez ar veajourien-ma ez oa unan, bet gwechall war dachen an brezel, el leac’h en doa lezet eur c’har. Goudeze oa deuet d’e garter, ar groaz a enor war e vruched, ez oa dimezet, hag e veve evel eun den a zoare, mes ive, evel eun den hep relijion. Evel ne laboure nemeur, e komze kalz pa gave tro, hag e blijadur oa ober goap eus al lezen gristen hag eus ar re hen heuilh. Rak hen a rea fouge da veza eun den seven hep moumounerez ebet.
Ama’ta oa en em lakeat, evit dizenoui e genbeajourien, da zistaga peziou kaer eneb al lezen gristen ha gwirionezou ar feiz. hag e komze a-dreuz hag a-hed evel ma ra peurvuia an doktored-se a goms eus ar pez ne anavezont ket.
E-touez kalz a zotoniou all distaget a eneb ar Skritur Zakr, a-eneb lezennou ha lidou an Iliz, setu hen o kaout houma :
— Lenner em eus, enezan, er Skritur Zakr, pa falvezaz da Zoue rei eur pried d’hon tad kenta Adam, e tigasas ar c’housket d’ezan, hag epad e gousk e tennas unan euz e gostou, ha gant ar gosten ze e savas ar vaouez genta. Hogen, Adam a dlie neuze mankout eur gosten d’ezan, ne dlie kaout mui nemet teir warnugent ha koulskoude an dud wiziek, ar re o deus studiet hag a oar penaos eo great korf an den, a lavar holl hon deus ni peder gosten warnugent. Mat, me garre kaout unan kennak da ziskouez d’in penaos e c’hellomp, ni holl bugale Adam, ni holl diskennet anezan, kaout peder gosten warnugent pa n’en doa hon tad nemet teir warnugent.
War gement-se ar veajourien a yoa o selaou an
doktor a zirollas holl da c’hoarzin, nemet unan. Hema
a zistroas oc’h an doktor hag a lavaras d’ezan :
— Dioc’h ma livirit, c’houi a zo bet soudard ?
— Ya, aotrou.
— Evit doare hoc’h eus kollet eur c’har ?
— Ya, chomet eo bet war an dachen a vrezel, ha setu perak e welit ar groaz kaer-ma war va bruched.
— Goude m’oac’h distroet eus ar brezel eo hoc’h bet dimezet ?
— Ya, Aotrou. Ha roet en deus Doue bugale d’eoc’h ?
— Ya, bugale am eus, hag esper am eus e teuio eun deiz unan bennak anezo da zifen e vro evel m’en deus great o zad.
— Ha divac’hagn eo ar vugale-ze ? Ha bez o deus-i diou c’har pep hini anezo ?
— Ya, Aotrou, ken divac’hagn ha pep den.
— C’houi koulskoude, dioc’h ma welan, n’hoc’h eus nemet eur c’har ?
— Nan sur, mes petra fell d’eoc’h da lavaret war gement-se ?
— Me garfe e c’hellfac’h lavaret d’in penoas e c’hell ho pugale kaout diou c’har pep hini anezo, p’eo gwir c’houi, o zad, n’oc’h eus nemet unan ; ba mar en deus gallet Doue rei d’eoc’h-hu bugale hag o deus pep a ziou c’har, petra bennak n’en deus o zad nemet unan, livirit d’in ha dieasoc’h ez oa d’ezan rei peder gosten warnugent da bep hini ac’hanomp-ni ha pa n’en divije hon tad kenta nemet teir warnugent ?
Ama ar veajourien o doa c’hoarzet o klevet peziou kaër an doktor a droas c’hoarz a-eneb an doktor e-unan ; hag hema neuze a zerras e veg hag a oe mut epad ar penn diveza eus ar veaj. E gwirionez, eur gentel gwall c’hoero en devoa bet.
Eun deiz Doue a gemennas da zant Mikael arc’heal mont da gutuilh ene eun intanvez a yoa dare evit an nenvou.
An arc’heal a ziskennas a denn-askel war an douar, ha pa oe digouezet e kramb an intanvez, e welas daou grouadurig e-harz he zreid. Sonjal a reas e chomje ar vugaligou-ze emzivaded hag er vrasa dienez, ma kemerje ene ar vamm, hag e tizroas d’an nenv goullo e zaouarn.
— Perak, a lavaras Doue, n’ez peus ket digaset d’in ene an intanvez ?
— Aotrou, gwelet am eus he devoa ar vaouez-se daou grouadur, hag em eus lavaret ouzin va-unan : Piou a gemero soursi anezo pa vezo eat kuit ? Gant truez outo em eus lezet an ene da veva c’hoaz korf an intanvez.
Ha Doue a lavaras d’an arc’heal : « Disken e goueled ar mor : eno e kavi eur vilien, hag he digasi ama.
An arc’heal a zigazas ar vilien.
Ha Doue a lavaras d’ezan :
— Brema, torr ar mean !
An arc’heal a dorras ar mean hag a jomas sebezet : e kreiz ar vilien, eviti da veza difaout hag en he fez, daou brenv a finve, leun a vuez.
— Piou a vag ar re-ze ? a c’houlennas Doue.
An arc’heal a hejas e ziskoaz hag a jomas sioul.
— Na gemer ket nec’h gant an emzivaded, a lavaras
Doue ; an dra-ze a zell ouzin te, gra ar pez am eus
gourc’hemennet.
Eur bourc’hiz en doa eur merour. Ar merour-ma n’oa ket gant ar re warlerc’h o paea e ferm ; e di a yoa urzet mat. Ar vugale, ar mitisien, a yoa boazet da heulia gourc’hemennou ar mestr. D’eun dervez sadorn en em gav ar merour-ma gant e aotrou.
Setu ama ar gaoz a zavas ganto :
An aotrou. — Da beleac’h ez it varc’hoaz ?
Ar merour. — D’an oferen.
An aotrou. — Gwelloc’h e ve d’eoc’h labourat.
Ar merour. — Aotrou, d’ar zul ne labouran morse.
An aotrou. — Eun diot oc’h.
Ar merour. — Ken diot evel a gerot me a gar ar relijion, hag e fell d’in he heulia.
An aotrou. — Ar veleien eo a ra d’eoc’h beza diot evelse. Lakeat o deus ac’hanoc’h da gredi ez eus tri ferson e Doue.
Ar merour. — Gwir eo, kredi a ran kement-se.
An aotrou. — Ma ve lavaret d’eoc’h ez eus eun Doue ne lavaran ket e ve diot eun den o kredi kement-se. Mes pa lavaront e zo tri ferson e Doue, penaos o c’hredi ? Ha bet int betek ar baradoz o welet ?
Ar merour. — Pa deu eun den da glemm gant ar boan benn, e ve lavaret d’ezan e teu ar boan eus ar bruched ; piou a zo bet eno ?
An aotrou. — Eur studi a ve great war gement-se.
Ar merour. — An aotrou Person en deus great studi ive.
An aotrou. — Ar vedisined a oar parea ar c’hlenvejou, ha mat a ra an dud selaou anezo.
Ar merour. — Gwir eo ; mes me a gav mat ive heulia aliou an aotrou Person. Peoc’h hag urz vat a zo em zi ; va bugale ne reont ket a zisplijadur d’in, c’houi her goar. Aliou an aotrou Person eo a zo penn-kaoz a gement-se. Ne weler ket ar memes tra e tiez an dud ne heuliont ket ar relijion.
War gement-se an aotrou a droas kein en eur c’hrosmolat. Eur c’hrouadur en doa hag oa het desket d’ezan pep tra nemet ar gwirionezou kristen ; ha brema e lakea an dristidigez e kalon e dad.
- ↑ Ar relijion protestant, savet gant Luther.