Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Da viken, o Mamm ger.
N° 43. — Mari hon Mam.
War an ton N° 43.
Diskan.
Da viken, o Mam ger, ni vo ho pugale,
Gant zikour ho Kalon devet a garante.
1. Ho pezet zonj, o Mam dener,
A goms divezan ho Mam ker,
Pa oe war ar Groaz astenet
Ha prest da rentan e speret.
2. Jezus da zant Ian a lare ;
« Setu breman da vam aze »,
Ha d’ac’h e lare, o Gwerc’hes :
« Ho mab veldon a vo henes. »
3. C’houi oar erfad, n’eo ket hepken
An diskibl a oe ’n ho kichen,
Mes ni ol ouspen a roe
Jezus d’ac’h evit bugale.
4. Ni oar ive pelzo, Itron,
Pegen tom ez eo ho kalon,
Kalon eur Vam, e gwirione,
D’imp ol digor e peb mare.
5. D’ac’h e westlomp c’hoaz ar wej-man
Hon bue hag hon tremenvan :
Pa z-omp ken zempl, n’hon euz esper
Nemet en ho Kalon dener.
|