Mont d’an endalc’had

Da viken, o Mamm ger

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ho pezet zonj, o Mam dener (Da viken).

A. Prud’homme, 1934  (p. 46-47)



N° XL. — Mari, hon Mamm.


Ar skridoù-sonerezh zo diweredekaet evit poent.

Diskan.
    Da viken o Mamm ger ni vo ho pugale
    Gant sikour ho kalon devet a garantez

  1. Ho pet sonj mat o Mamm dener
    A gomz diweza hon Salver
    Pa oe war ar groaz astennet
    Kent kinnig d’e Dad e spered

  2. Jezuz da Yann a lavare :
    « Selaou, e man da Vamm aze. »
    D’eoc’h e lavare, o Gwerc’hez !
    « Ho Mab eveldoun Vo hennes. »

  3. C’houi ’oar, ’n eun doare meurbet splann,
    N’oa ket hepken, eno, Sant Yann,
    Met ni holl Jezuz a roe
    D’eoc’h-c’houi, hon Mamm, da vugale.

  4. Gwerc’hez ni ’oar pell ’zo, ivez,
    Ez oc’h ar Vamm a garantez ;
    Kalon eur vamm, d’he bugale,
    A vez digor da hep mare.

  5. C’hoaz e fell d’imp d’eoc’h en em ouestla,
    Mari, hon Mamm, ar vamm wella.
    Pa ’z omp ken sempl, n’hon eus esper
    Nemet ’n ho kalon ken tener.