Mont d’an endalc’had

O ma ene, kanomp bemdez

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout O ma ine, kanomp.

A. Prud’homme, 1934  (p. 44-46)



N° XXXIX. — Kantig sant Kazimir, roue.



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \tempo "" 4=104
      \key g \major
      \override Rest #'style = #'classical
      \time 3/4
      \partial 8*2
      d8 d g4 g b8 g | a4 a c8 e \break
      d4 b c8 a | g2 d8 d | g4 g b8 g
      a4 a c8 e | d4 b c8 a | g2 \bar "||" b8^\markup {\italic Diskan} c
      d4 b d8 d | c4 a c8 c | b4 g b8 b \break
      a4 r d,8 d | g4 g b8 g | a4 a c8 e
      d4 b c8 a | g2. \bar "|."
    }
    \addlyrics{
      O ma e -- ne ka -- nomp bem -- dez da Va --
      ri meu -- leu -- di -- ou hec’h o -- be -- rou hec’h holl
      bu -- hez A zo leun a vur -- zu -- dou Gloar da
      Va -- ri ha meu -- leu -- di pe -- bez bur -- zud e -- ü --
      rus Ma -- ri gwer -- c’hez ha mamm i -- vez gwer -- c’hez
      ha Mamm da Je -- zuz.
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #123
    ragged-last = ##t
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }


  1. O ma ene kanomp bemdez
    Da Vari meuleudiou
    Hec’h oberou hec’h holl buhez
    A zo leun a vurzudou

Diskan
    Gloar da Vari ha meuleudi
    Pebez burzud eürus
    Mari gwerc’hez ha mamm ivez
    Gwerc’hez ha Mamm da Jezuz.

  1. Teod an den a zo gwall zister
    Evit komz eus a Vari ;
    Met he c’halon a zo tener
    Holl e c’hallomp he meuli.

  2. Eus a Vari an holl boblou
    A denn gloar ha sklerijenn,
    He santelez he vertuziou,
    A zo skouer ar gristenien.

  3. He mouez ’lavar, leun a druez :
    « Sentit, sentit ouz Jezuz,
    « Ha m’e garit ’hed ho puhez,
    « Jezuz ho lako eürus. »

  4. Kalonou sec’h ha glac’haret.
    Deut da gavout ar Werc’hez ;
    Gant Mari ’vezer frealzet
    Er vrasa tristidigez.

  5. C’houi pec’her paour a-greiz kalon
    Pedit, enorit Mari :
    Hag evit kaout gras ha pardon
    Ho pet holl fizians enni.


  1. N’ankouait ket, c’houi den santel,
    Ez eo Mamm an holl c’hrasou ;
    ’n em zerc’hel dindan he mantell,
    Zo kemer hent an Nenvou.

  2. O Mari, klevit ma fedenn,
    Pareit ma gouliou ;
    En ho krasou roit d’in lodenn
    Ha perz en ho vertuziou.

  3. Evidomp hell dirak Jezuz,
    Pedit, Mamm a drugare(z) ;
    Pred ar maro a vo fromus,
    Deuit d’hon skoazella neuze.

  4. Ar re a zeu e gwirionez
    War an douar d’ho pedi.
    Grit ma ’z aint gant an Aelez
    D’ar Baradoz, d’ho meuli.