Hirvoudou ar paour keaz Fumer, deiz interramant e gorn butun

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Société de la Presse catholique, 1900  (p. 195-198)



HIRVOUDOU EUR PAOUR KEAZ FUMER
DEIZ ANTERRAMANT E GORN BUTUN


————



{
    \clef treble
    \key a \minor
    \tempo \markup {\caps Andantino}
    \autoBeamOff
    \override Rest #'style = #'classical
    \time 6/8 
 r2 r8 d'8 | d'4 e'8 f'4 f'8 | f'4. ~ f'4 g'8 | \break
 a'4 a'8 g'4 f'8 | e'4. ~ e'4 f'8 | g' a' g' f' e' f' | \break
 d'4. ~ d'4 f'8 | e' d' cis' d' e' f' | e'4. ~ e'4 d'8 | \break
 d'4 e'8 f'4 g'8 | a'4 e'8 a'4. ~ | a'4 e'8 d'4 cis'8 | d'4. ~ d'4 r8 \bar "|."
}
\addlyrics {
Pe -- rak, e maoun e’r bed, e -- vel eun es -- tran -- jour_?
Pe -- rak, e zoun ker gla -- c’ha -- ret_?
Pe -- rak e zeo va fenn ple -- get,
E -- vel eur vleun -- ven -- nik pa vank dez -- hi an dour_?
}


I


Perak, e maoun e’r bed, evel eun estranjour ?
Perak, e zoun ker glac’haret ?
Perak e zeo va fenn pleget,
Evel eur vleuvennik pa vank dezhi an dour ?


II


Perak, en eur zellet ouz goagou ar mor doun,
Guechall va brasa levenez,
E santan an dristidigez,
Evel eur mean milin, ho samma va c’haloun ?


III


Perak, en eur zellet ouz koumoul an Envou
Douget skanv var ho diouaskel,
Pe rodellet gant an avel,
E kavan va Ene leûn-bar a hirvoudou ?


IV


Perak, en eur zellet ouz va lochen valan,
Kuzet dindan an iliavèn,
Evel eun neiz en eur vojen,
Ne zantan, mui, hirio, nemed nec’h ha guelvan ?


V


Perak, en eur gleved kanaouen ar voc’h-ruz,
Var skour orjelluz ar vezen,
Pe gleuz alaouret ar flouren,
Ne gouez divar va zeod, nemed klemmou mantruz ?


VI


Perak, va-unan-penn, e bordig an dour red,
Pa zelaouan hiboud ar ster,
E leac’h sonjezonou seder,
Eo eur vantel a gaon a c’holo va spered ?


VII


Perak, e’n eur glevout krosmol an avelou,
O lammad dreist al lann garo,
Pe ho tourtal ar gouez dero,
E chomm va daoulagad beuzet oll a zaelou ?


VIII


Perak, e’n eur glevout, soun kleier va farrez
O tregerni drant ha laouen,
A gorn da gorn, hed an dachen,
E krên va izili dindan beac’h an enkrez ?


IX


Perak ? Hirio, siouas, eur blaneden galet
He deuz bruzunet va c’halon,
E’n eur derri gar va mignon,
Va c’horn, va c’hornik paour, setu hen archedet !


X


Te ioa, va mignon mad, kulotet ker braoik
Ma zoa eun drugar da velet !
An oll a ranke lavaret
Nann, nann, n’euz ket he bar var douar an Arvorik.


XI


Da loja ac’hanout, gant eun tamm beuz melen,
E riz eur c’hlaouier heb he bar,
Kelc’hou arc’hant e’n dro d’he c’har,
Hag eur galounik aour ho kunini he benn.


XII


Pa velen euz da gern, ar moged o sevel
Hag e c’hober koumoul loued,
Evel ezans an Oferen bred,
Da nijal varzu ’n Env me ’ gave diouaskel.


XIII


Pa vije dû va fenn, pe denval va spered.
Me ’ lakea var-n-oud eun tamm tan ;
Pep tristidigez ker buhan,
En em deuze, e’n ear, evel eur bouil moged,


XIV


Oll fumerien ar vro, deuit d’an anterramant,
Hag e leac’h pep a c’houlaouen,
Ho pezo pep a zegalen.
Stardet, gant eur c’helc’h aour, en eun troad olifant.