Mont d’an endalc’had

An Azen hag ar C’hi

Eus Wikimammenn
Société de la Presse catholique, 1900  (p. 185-187)



AN AZEN HAG AR C’HI


————

Red eo en em zikour : Setu lezen ar bed.

An azen koulskoude n’en greaz ket, eun devez.
P’evit petra e vankas ? Er gouzout ’zo diez,
Rak evidon-me, a gred,
En despet d’ar c’homzou goapus,
Eo azen loen truezuz.
Mont a ra da Landi, goustad ha dibreder,
Skoaz oc’h skoaz gant eur c’hi kiger,
E’n eur zougen, var e gein,
E vestr, Jerom a Gerzrein.
E kichen Lambader da ober eur vorenn
Jerom a fell dezhan diskenn.
Kerkent, an azen da beuri,
A zrevi.
Guir eo, an askol a vank,
Ar melchen avad ’ zo stank
A greis e galon, an azen
A douze, flour, al letounen.
« Jerom, emezhan, ne ra fors
» Pe rous pe zu ’ vez an dors,
» Dribi a ra ouz ar pes a vez
» Gant ar pez ’ zo, greomp meurlarjes.

Ar c’hi, puchet en he gichen,
A lavar dezhan evelhen :
« Te ’ vel ac’hanon, va mignon,
» O c’hlaourenna gant an naon ;
» En eur beuri, tro da gein,
» Ama, tostoc’h d’ar bern mein ;
» Va zamm-kreun, en eur mouchouer
» A velan stag var da dailler.
» Eaz e vezo d’in er paka
» Hag ober eul lein ar vella. »
Grik ebed a berz an azen
Re c’hoek e kave ar melchen.
— « E’n han’ Doue, mignon ker,
Distro eun tammik da dailler.
— « E’n ’ Doue, torr penn ma zoud,
» (Hag an dra-ma ’ dlefez da c’houd),
» Desk en em voaza da iun,
» Ken a vezo Jerom dihun.
» Souden e savo, m’euz douet.
» Pellik mad ’ zo e ma kousket.
» Pa zihuno, d’id e troc’ho,
» Euz an dorz ar pes a garo,
» Ha marteze, var ar marc’had,
» Amann e’n daou du, eun troc’had.

» Da c’hortoz e raffez brao,
» Starda da goff gant da bao. »
Hag hen da beuri a nevez.
Etre daou, eur bleiz a ziwez
Ha c’hoant ganthan, kaout kig azen.
— « Va mignon ki, deus da m’ difenn. »
Ar c’hi, puchet var he lost,
A respont : « Kemer ar post,
» Da c’hortoz ma savo da vestr.
» Dizual oud ha digabestr ;
» Galoup kuit d’an daou lamm ruz
» Ken a vezi eat a guz.
» Me ’ rank chomm da zeski iun
» Ken na vezo Jerom dihun.
» Leinet eo d’id ; petra ’ c’hedez ?
» Mar gra d’id Guillou re a brez,
» Distag ganthan eur ruaden
» Ken a velo nao stereden. »
Mez araog m’hen doa peur-gomzet
An azen paour ’ zo diskaret.

Kaloun galet ouz an estren,
A gouez truez e’n he c’herc’hen.
Dioc’h ma ri,
E kavi.