Divar lein ar Meneiou du,
Guen c’hlan, a dol he skrij d’an avel,
’Vit ma vo kaset a bep tu
Da skuilla e’r vro eur spont marvel.
(Ar Bars) gant eun Tregeriad.
Pa vez laouen ar Bars, e oar dioc’h e gerdin
Distaga ’vel ma kar, soniou sklear ha lirzin ;
Allas ! pa zeu ar gual anken
Da waska he galon, da rechi he spered,
Neuz fors dezhan neuze pe don da gemered
Ne oar nemet hirvoudi ken !
Oh ! ne oar nemet hirvoudi,
Ar Barzik paour e’r velkoni ;
Ne oar nemet hirvoudi ken,
Ar Barzik keaz gant an anken !
Te, va mignon, te ’ zo atao drant ha laouen
Hag eun dudi bepred klevet da ganaouen,
Pa c’hoari da goantennik aour.
Te, zo lemm da zoniou, neuz fors petra ’ ganez
Distag da c’hourlanchen ha neat kaer da vouez.
N’eo ket evel-d-oud ar barz paour !
Oh ! ne oar nemet hirvoudi,
Ar Barzik paour e’r velkoni,
Ne oar nemet hirvoudi ken,
Ar Barzik keaz gant an anken,
Perak ’ta n’oun-me ket henvel ouz-hid, ma breur ?
Perak e rankan-me skuilla daelou, peb heur,
A dal ma ve tarzet an deiz
Dreist penn aour ar menez beteg ma teu, e’n noz,
Va daoulagad re skuiz da serra pounner-gloz,
En eur guele ve ket dileiz ?
Oh ! ne oar nemet hirvoudi,
Ar Barzik paour e’r velkoni.
Ne oar nemet hirvoudi ken,
Ar Barzik keaz gant an anken.
Eur beac’h a zo var-n-oun, n’hellan mui dioc’h va c’hoant ;
Allas ; raouli a ran ha va zelennig goant
A guez dinerz eus va daouarn !
Petra ’ fell d’id ’ta c’hoaz e kanfe ar Bars paour ?
He anken ? mad neuze, e leac’h eun delen aour
Ro d’in unan zir pe houarn !
Oh ! ne oar nemet hirvoudi,
Ar Barzik paour e’r velkoni,
Ne oar nemet hirvoudi ken,
Ar Barzik keaz, gant an anken !
Kaër em beuz, siouas ! pedi, aspedi ’n Env,
Nemet krena ’ran oll gant an nerz euz va lenv !
Ne ouzon nemet sini kaon,
Henvel ouz ar gaouen a vez klevet e’n noz
E’n eur gleuzen benag e tal eur garnel goz
O tiskana gant an anaon !
Oh ! ne oar nemet hirvoudi,
Ar Barzik paour e’r velkoni,
Ne oar nemet hirvoudi ken,
Ar Barzik keaz, gant an anken !
Deuz, Barz koz Mene-Bre, Guenc’hlan, o barz dispar,
Deuz da rei skoazel d’in ! Ro mouez d’am glac’har !
Stên va c’herdin ! stên ha stên c’hoaz !
Stên anezho stard ! oh ! te er grea guechall,
Pa bignez var lein Mene-Bre da grial d’an tan goall !…
Evel-d-oud, gra d'in beza goaz.
Oh ! ne oar nemet hirvoudi,
Ar Barzik paour e’r velkoni,
Ne oar nemet hirvoudi ken,
Ar Barzik keaz, gant an anken !
Gualc’h va c’halon, hirio, mar em beuz-me glac’har,
Anken goalc’h va ene, ouzon perak heb mar :
Sell eta mignon, sell ar bed-man !
Ha guelet e peus-te, biskoaz, netra ken trist ?
Euz a bunz an Ifern dilamm an Antekrist
Loen gouez dislounket gant Satan !
Estlamm ! Ema var-zao, gant-han
Baniel lu ar pec’het,
Gant lizerennou tan
Bep tu var-n-hi skrivet :
Estlamm ! Estlamm ! D’ar fall Enor ha stad !
Mez d’ar Groaz ha brezel d’ar feiz !
Iouc’hal a ra evel eur bleiz
A c’houlen kig ha goad.
Leun eo, leiz he groc’hen, a bep seurt drougiez ;
Ne strink dious be veg lous, nemet fallagriez ;
Divar gein an avel, ar viltanz,
Gant he vanniel sao-soun, oc’h ober tro ar bed
A zil dre gement leac’h he vilimm milliget ;
Diwal outhan a ve eur gwal dol chanz !
Estlamm ! An droug e leac’h ar mad,
E leac’h reis, direisdet ;
Draok, ha leun pep parkad,
O sevel e leac’h ed !
Estlamm ! Estlamm ! N’euz ken var an douar,
Nemet pobliou fallacr ha foll,
O vont bemdez gant an diroll
Var lerc’h boued ar gounnar !
Peleac’h ’ta, o Aotrou, e ma breman ho toujanz ?
Piou a gren, o sonjal eo c’houi Doue ’r venjanz
Ha pa girit, ’ouzoc’h diarbenn ?
Allas ! disprijet oc’h gant pep unan ’r bed ;
E mestr, var bep kaloun, e ren an drouk-spered !
Den n’en deuz aon ; an oll ho tae a grenn !
Estlamm ! Bez’ o deuz lavaret :
Pred eo diskar Doue,
Petr’ hon de da velet
E’n tu-hont d’ar vue ?
Estlamm ! Estlamm ! Baradoz nag ifern !…
Taget int gant tad koz ar gaou,
Evel e gement a wal-draou
N’ouzont pe da espern.
Var gement a zo sacr en em daolont gwassa !
Dre ho dorn lig, e ruil var an dachen dija,
Goad ar verzerien evel guechall !
An Tad-Santel mantret, a wel ouz treid ar groaz !
An ilis oll e kaon ! peb guir gristen e glaz
Arzao pelloc’h ! Pred eo ! arzao, bed fall !
Estlamm ! E kreiz an oabl tenval,
E strad ar mor gouez,
Me ’ gleo Doue o krozal,
Spountuz braz he vouez !
Estlamm ! Estlamm ! Pa velot, emezhan,
Ar pec’het e pe leac’h o tron,
Ha mouget ar feis ’ pep kalon,
Neuze ’r bed gwa d’ezhan !
Ma ve me ’ em bije, a berz an Env, kelou
Da vond dre ar bed-ma gant ludu ha daelou,
Evel ar Prophet santel Jonas !
Ma ve me em bije mouez ar moriou doun
Mouez ar gurun foll da vantri pep kaloun
Oh ! didammal ! me lakfe an oll feaz,
Estlamm ! Me a lavarje krenn :
Lakit evez, breudeur,
Setu a zioc’h ho penn
Peb reus, ha pep gwaleur !
Estlamm ! Estlamm ! Doue a zeu da skuiza
Gant hor pec’hejou, oh ! siouaz !
Piou ’ oar petra deuio, varc’hoaz
Ar bed-ma da veza ?
Marteze ’ kreiz ar stourm, diroll an avelou,
Koenv e’r mor, tan e’n Env ha strakl e'r goumoulou
Eur veach benag o peuz-c’hui guelet,
Eul lestrik paour, hep stur, o vont taol var zistaol,
Dare gant ar barrou da weledi bep taol…
Allas ! Allas ! setu aze ar bed !
Estlamm ! Dija dindan hon treid
An douar o virvi !
Hag izoum ’ ve ’ta keid
D’hezan oll da zevi ?
Estlamm ! Estlamm ! Ma finv hep-ken ho preac’h
Aotrou, ma finv hep-ken dioc’h-tu,
’Rid anezhan eur bern ludu
’Vel eur grac’hel zeac’h !
Oh ! m’her goulenn : An dud, guechal, amzer Noe
Petra oant-hi falloc’h ma ’zeo deut, koulskoude,
D’ho zamalloud eun dourbill diroll ?
Ha Sodom, ha Gomor, petra o doa-hi great
Na muioc’h na gwassoc’h evit beza lakeat
Ken didruez gant tan an Env, tan oll ?
Estlamm ! Stên va cherdin, Gwenchlan
Stên anezho, stên c’hoaz !
E’r bed oll krog an tan
Hag hen var wassoc’h-waz !
Estlamm ! Estlamm ! krenit, o pec’herien,
Bruzunit ho kaloun ! pred eo !
Skuillit daelou ha grit affo
Pinijen, pinijen.
Ia luduit ho tal ! ah ! pred eo, me lavar,
Pred eo euz a vrema ’n em strinka gant glac’har,
D’an daoulin ! Deut tro Doue pelloc’h !
Gant eur barr o c’houeza e veleur euz ar gwez
An delliou seac’h ha glaz o koueza en eur diwez.
’Vel-se, prestig e c’hoarvezo ganeoc’h !
Estlamm ! Na sujet na Roue
Na paotr na merc’h ne ra :
Dindan gwalen Doue,
Omp oll hevelep tra !
Estlamm ! Estlamm ! Krenit o pec’herien !
Bruzunit eta ho kaloun !
Skuillit daelou ! ’vit ho pardoun
Pinijen, pinijen!
Allas ! petra ’ dalv d’in ? Kaloun ar bec’herien
’Zo kalet evel dir : evel skorn ez eo ien !
Ouz va c’hlevet-me ne ra van !
Oh ! ne ra van ebet ! Kousket mik eo, evel
Eur c’horf maro e’r bez ! Koulz eo d’in-me tevel !
Kleo ’ta, mignon, kleo, te, va guelvan !
Oh ! ne oar nemet hirvoudi,
Ar Barzik paour e’r velkoni,
Ne oar nemet hirvoudi ken,
Ar Barzik keaz gant an anken.
Kaon d’ar bed oll ! Ah ! kaon dezhan gant he zanvez,
Kaon d’ezhan gant he aour, he arc’hant, he berlez,
Gant kement vad a zo e’n he greiz ;
Kaon d’ezhan, me lavar, d’he binvidigeziou,
D’he veuleudi, d’he lorc’h, d’he oll follenteziou !
Kaon ivez ! kaon d’ehomp-ni oll, tudou keiz.
Oh ! ne oar nemet hirvoudi,
Ar Barzik paour, e’r velkoni,
Ne oar nemet hirvoudi ken,
Ar Barzik keaz, gant an anken.