Mont d’an endalc’had

Hano ar Barz

Eus Wikimammenn
Lajat, 1909  (p. 1-9)



HANO AR BARZ


D’an Aotro Goasdoue, kure Gwengamp.


  En tu-all d’ar mor pell a oa
An heol a oa kuzet,
Hag en eun nosvez ar gaera
Al loar a oa zavet ;
Moueziou klemmus ar c’haouennou
En noz na glevjed ken,
Sioul ha didrouz dre an henchou
E kerze an Awen [1].

Neuze war douar Lexobi
Lez-hanvet Ar Yeodet,
Deus forz bale, ken dizoursi,
Me a zo ’n em gavet ;

Redet am eus lannierou
O klask lutined-noz,
Kannerezed ha spontailhou :
Traou eus an amzer goz !

Skwiz da vad o redek, ha faez,
Pa na gavis netra,
E teuis da Draez-ar-Werc’hez
Goude da ziskwiza ;
An amzer oa brao, dous meurbed,
Eun ezen ar floura,
En eur rei dudi d’am spered
Re dam c’halon kana…

War ar mor braz, bannou al loar
Deule o sklerijen
Pebez evurusted dispar !
En dro d’in na oa den…
Trouz al lanô war ar bili
Re d’in trej ma zellou,
Ha mouez ar mor o hirvoudi
Gleven ’barz an aochou…

Gwelet a ren trezek ar Bae
Tour, gerrek Kinier-Bel

Ha dirak Kinier-Dost ive
E welen Beg-Servel ;
Tostoc’h d’in c’hoaz Poull-ma-Dogan
— Fentusât da hano ! —
Zelle ouz an Taro-Bihan
Gant eun êr divalo…

Dirak ma zellou evurus,
E welen er pellder
Sklerijen an tour-tân, lintrus,
O hencha al levier ;
Ar môr en plegiou e zae wen,
Gant al loar arc’hantet,
O tispak kant mil stereden
’N eur vont ha ’n eur donet…

Oan evelse eur pennad oa,
Kollet ’barz ma sonjou,
Pa welis… N’ouveen petra
O tont war ’r gwagennou…
Pell e oant c’hoaz, mes da welet
E teuent war-zu d’in ;
— Daoust na petra ez int ?… Teuzed !
…Doue, penoz a rin ?


Tostât a rent, ya, ken founus
Hag eul lestr war ar môr
Pa c’houe mat an avel nerzus
En e weliou digor ;
Ma bleo war ma fenn a zave,
Boemet oan gant ar spont,
Ma c’halon em c’hreiz a lampe,
N’ouveen pelec’h mont…

— Henvel beo int eus skeudennou,
Gwisket ez int en gwen ;
Marteze ez int zeblanchou ?
…Gwall hir eo o banden ! —
Mes petra ’ta a welan-me,
Kollet ’m eus ma spered ?
Gwir awalc’h eo, o ma Doue,
’Ve ar re-man Barzed ?

O ma Jezus ! netra wiroc’h !
O gwelet ran breman
Dirak ma daoulagad kaeroc’h
Eget an dra gaeran ;
Holl en o dorn deo e talc’hont
Eun delen alaouret,
Ha war o dremmou e tougont
Liou an evurusted.


Digouezet ez int dirakon,
En o zav int chomet ;
Mar n’am euz ken nemeur a aon,
Gante on zouezet.
Sellet kalz a reont ouzin
Hag oute me a zell…
Unan ane a dosta d’in,
Hen ken kaer hag eun êl !

Elec’h unan, vel ar re-all,
Hen a zoug diou delen,
Diou delennig ken koant hag all
An eil evel eben ;
E zaoulagad a zo skedus,
E zellou a zo dôn,
Gant e gomz gwirion, entanus
E c’hone ma c’hallon :


— « Breizad, emezan, ’n eur sevel e vouez,
» Deut omp d’az kavout da Draez-ar-Werc’hez
» Deus an amzer goz ec’h omp ar Varzed
» Karout reomp c’hoaz bro ar Vretoned,
» Klevet hon deus bet dimeus hon be don
» Hekleo ar c’horn-boud en Breiz o tiston,
» Klevet on deuz bet dindan troad ar Gall
» Hon broïg Arvor o klemm vel gwechall !…

» Hag omp bet savet dimeus hon be yen
» Evit starda c’hoaz kerden hon Zelen…
» Siouaz ! ar maro kri ha didrue
» ’N eus war hon diou-yeuz laket eun alc’houe ;
» N’hallomp biken mui, en despet d’hon c’hoant,
» Ober d’hon Zelen kana têr ha drant !
» Kemer ’ta houman, breizad a galon,
» Gra d’ei zon bepred, dispont ha hep aon
» Evit da Zoue, ’vit da Vro garet,
» Ha dreist-holl evit da Yez binniget !
» D’ar gwir Vretoned argaset ’n o Bro,
» Digas breman sonj dimeus o zado,
» Lavar d’ê penoz Gouenn kaer ar C’helted
» N’an eo bet biskoaz gant ar Gall trec’het
» En anzav eo red, kri eo ar brezel,
» Krozal ra ar môr, krenv eo an avel…
» Mes kaer ’n eus al lestr bezan horjellet
» Derc’hel a ra penn d’ar môr kounaret…
» Ar roc’h a zo Gall, mes eur levier mad
» A zalc’h stard ar stur : bezan eo Breizad !
» Bezan eo Breizad, bezan ez eo Barz,
» E yez eo ar stur pehini a harz
» Al lestr dont da goll, da laret : Ar Vro.
» Holl o labourat en dro d’ezan zo

» Martoloded vad ha gwir Vretoned,
» Tud têr, a galon, tud a lealded !
» Gant an unvaniez, en despet d’ar Gall,
» Al lestr a gerzo daoust d’am amzer fall ;
» Bez eta dispont, labour ’vit da Vreiz,
» Goude gwall amzer ar mor a deuy reïz ;
» Dibab « eun hano », kân war da delen
» Vel ar Varzed koz : — Breiz da virviken ! »

P’en evoa da gomz ar Barz koz achu,
E kinnigas d’in an Delen dustu ;
Kemer ’ris anei, evurus meurbed,
Hag e laris : — N’am eus hano abed,
Hogen pa fell d’ach ouzoc’h me zento
Ha diwar vreman am o eun hano :
A-uz d’hon fennou a zo eur chapel,
Savet en enor d’ar Werc’hez santel,
Eur chapelig koant am eus kalz karet,
En pelec’h ive am eus bet pedet !
Gwechall bep mintin, bemnoz em farkou,
Arm sklintin he c’hloc’h dreist d’ar meneou,
Lake ma c’halon dalc’hmâd evurus
Pa zone ken drant vit an Angelus…
Enni d’ar Werc’hez, de ma Fask-kentan,
(Oh! kaerât de oa hennez, pa sonjan !)

Me a ris al lê d’He c’harout dalc’hmad
Ha da heuilh bepred evel eur Breizad,
Al lezen gristen, gwir lezen Doue
’N eur difenn ma Bro, ’n eur zouten ma Fe
Hano ar chapel ez eo : Ar Yeodet,
Hag an hano-ze a garfen kavet…

— « Ra vo groet, kenveur, eus da garante,
» Laras ar Varzed en eur vouez neuze,
» Harp eta bepred da Zoue, da Vro,
» Hon gwellan mennoz… Ha d’it : Kenavo! »


Evit ma Doue ha ma Bro !
E laris ive d’e…
Kerkent kerden o zelenno
’N eur dridal vouskane
Eur ganaouen ken dudius,
Ken kaer ha ken tener,
Ma laren : amzer evurus,
Perag out-te ken ber ?

Pa zistroïs ouz ar Varzed
E oant holl arri pell,
O skeudennou skedus meurbed
Deuze dirak ma zell ;

O gwelet ris c’hoaz eur pennad
Henvel ouz eur wabren
Ha goude-ze ma daoulagad
Na welas netra ken…

Glac’haret, rannet ma c’halon
E tihunis neuze,
Hag a welis gant kalz eston
Am oa groet eun hunvre ;
Daoust da gement-se koulskoude.
En amzer da zonet,
Ma hano-Barz diwar hirie
A vezo : Ar Yeodet

  1. La Muse.