N’anveez ket Breiz ?

Eus Wikimammenn
Lajat, 1909  (p. 10-13)



N’anveez ket Breiz ?


D’an Aotro ha d’an Itron Belbeoc’h, Landerne.


N’anveez ket er bed eur vro gaer ha dispar,
Henvel en pep stum eus Baradoz an douar ?
Eur vro en pehini e sav an heol lirzin,
War behini ive e kuz en eur c’hoarzin ?
— Ar vro-ze eo ma Breiz-Izel,
Hi a luskellas ma c’havel !

N’anveez ket eur vro a ro d’he bugale
Eur vagadurez yac’h ha levenez noz de,
En pehini n’an eus nemed evurusted,
En p’hini ar yec’hed a zo trec’h d’ar c’hlenved ?
— Ar vro-ze eo ma Breiz-Izel,
Hi eo ma mam, me he bugel !

N’anveez ket eur vro ha hi hanter gousket,
Kelc’hiet gand ar mor braz ha gantan luskellet ;

N’anveez ket anei gant he c’hoajou dôn, dôn,
En pere an avel a gan klemmus e zôn ?
— Ar vro-ze eo ma Breiz-Izel,
Hag hec’h ine mouez an avel !

N’anveez ket eur vro ’lec’h ma zo meneou
Uhel ha ken uhel ma stokont d’an oablou,
War bere aliez ’teu ar c’hrouadur kez
D’an em goll a-wechou en eun hunvredigez ?
— Ar vro-ze eo ma Breiz-Izel,
Outi n’eus bro abed henvel !

N’anveez ket eur vro ’lec’h ma zo prajeier
Karget a vleuniou kaer, a yeod med ha tener,
En pere hep paouez e hiboud ar wazig ?
En eur laret sklintin eur goant a bedennig ?
— Ar vro-ze eo ma Breiz-Izel,
Flour he hano evel ar mel !

N’anveez ket eur vro hag he deus — o burzud ! —
An dudiusan yez zo bet komzet gant tud ;
Eur yez eus ar c’hrenvan, trec’h d’an holl amzerio,
N’eo bet biskoaz mouget, na biken na vezo ?
— Ar vro-ze eo ma Breiz-Izel,
Ar Brezoneg eo he skoazel !


N’anveez ket eur vro, eur vro nerzus ha ter,
A stourmas a viskoaz eneb da bep gwasker ;
Eviti he mibien a skuilhas drant o gwad,
En eur youc’hal spontus : — War zao ! Argad, argad !
— Ar vro-ze eo ma Breiz-Izel,
An em difenn stard er brezel !

N’anveez ket eur vro he deus zavet dinec’h,
Daoust e d’ar c’hantvejou, he fenn uhel d’an nec’h ;
Hag a lavar d’an holl : « — Ya, kentoc’h ar Maro
Eget ’n em vastari !… C’hoarzet neb a garo! »
— Ar vro-ze eo ma Breiz-Izel,
Eviti e fell d’in mervel !

N’anveez ket eur vro bet kanet en peb stum,
Gand an Delennourien dalc’hmad a rum-da-rum ;
Brudet en Hanter-Noz kenkoulz hag er C’hreiste,
Meulet ebarz ar Zav hag er C’huz-Heol ive ?
— Ar vro-ze eo ma Breiz-Izel,
He hano kaer war bep muzel !

N’anveez ket eur vro, elec’h ma zo Furnez
O ren ar Yaouankiz, o rei d’ei levenez ;
Elec’h mac’h a an holl laouen d’ar pardoniou,
Lec’h ma klever bemnoz soniou, kanaouennou ?

— Ar vro-ze eo ma Breiz-Izel,
Enni eman ma Zurzunel !

N’anveez ket eur vro a zo bet lezhanvet,
Bro an touriou uhel, skanv ha dantelezet ;
Bro ar chapeliou koant hag elec’h ma weler
peb kroaz-hent distro eur Groaz, eur c’halvar kaer ?
— Ar vro-ze eo ma Breiz-Izel,
Ma Breiz karet taer gwech zantel !

N’anveez ket eur vro elec’h ma sav an derv,
Lec’h ma kerz peb hini, hep damant, gant e erv ;
Bro ar pennou-kaled hag ar c’halonou-dir,
A deul ditourm, hep aon : Eneb d’ar Bed ar Gwir !
— Ar vro-ze eo ma Breiz-Izel,
He galvedigez zo uhel !

N’anveez ket eur vro ’lec’h ma chom an dudou
Da vevan evurus en sioulder ar maeziou ;
Lec’h ma kavont o be a damdost d’o c’havel,
Lec’h ma chomont dalc’hmad doujus d’an Aviel ?
— Ar vro-ze eo ma Breiz-Izel,
A vo er bed-all divarvel ?