Mont d’an endalc’had

Gwreg al Labourer

Eus Wikimammenn
Moulerez ar Gwaziou, 1912  (p. 111-115)



Gwreg al Labourer
————


Wardro gant he fried, adal ma strink an de,
Gwreg al labourer douar a zo savet bemde.
War he daoulin, gant fe, e lavar he feden,
’Vit goul digant Doue, tad al labourerien,
An nerz hag ar yec’hed 'deus ezom vit poanian
Epad an devez-se da zervij anezan ;
Hag e c’houl a galon e wellan bennoziou
War pried, bugale, war loened ha madou.
Neuze, evurus bras, dinec’h ha kalonek,
E krog, en eur vouskan, ’n he labour pemdeiek ;
Tra ma vez he fried, ermêz en e barko,
Dindan heol tomm pe gliz, pleget war an ero,
Hi a chomp ’barz ar gêr, en sioulder he zi.
En keit-ze, a gredet, didalve, dizoursi ?
O nan, pell ac’hane ! Nag a labour ha poan
He deveus o renkan, oc’h urzian heb ehan,
Oc’h ôzan boued d’ar re ’zo du-ze o poanian,
Hag o deus gwall ezomm, evit 'n em gennerzan,
Eus eur vagadurez yac’hus ha kalonek,
A zegaso d’eze an nerz o deus kollet.
Aman eun tôl-lagad, aze eur c’hourc’hemen !
Dre-holl eo red d’ezi ha gwelet ha kelen.

Hag en divez an de, degouet koulz ar repoz,
P’eman an holl didrous, kousket ’n o gwele-kloz,
Ar plac’h kez a zo c’hoaz war vale hec’h-unan,
O stampad, o wriad, ’tal an oaled ledan.
Ne zonj ket en he foan ; ’n he c’hreiz ’zo levenez,
Rak urz ha karante a ren en tiegez ;
Hag o sonjal en ze, e vouskan evurus
Eur werzennig tener pe eur zon dudius ;
Eus skrilh ar fornigel ar vouezig deread,
Mesket gant hec’h hini, luskell hun an tiad !
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Mes an noz war ar bed a zo pell ’zo koueet ;
Daouste d’an holl labour eo red mont da gousket :
War he daoulin neuze, gant anaoudegez vad,
E lavar trugare d’he Roue ha d’he Zad ;
’N he devez, ar beden ’zo bet er penn kentan,
Ha dre ar beden c’hoaz ec’h achu anezan.

Pa gemero he c’horf eun diskuiz goneet,
Pep sort sonjezonou ’zammo c’hoaz he spered,
Hunvreou a zudi a rey d’ei levenez ;
Mez lïez ’do ive hunvreou a enkrez ;
Rak gouveout a ra, mar he deus bugale,
’Vo red d’ei, evite, rentan kont da Zoue ;
Ha, war o gwenojenn, hi a welo stignet
Pechou fall ha hudur, gwall-skoueriou milliget.
Eur bec’h pounner neuze a zammo hec’h ine :
— « Doue ! Gwerc’hez Vari, o diwallet noz-de !
An dra-man, an dra-hont a deuy c’hoaz d’he nec’ha  :
An eost n'eo ket bet puilh, ar goanv hirr a dosta ;

Mes en kreiz he glac’har, koulz ha ’n he levenez,
Bepred, ha dreist pep tra, e vezo kristenez.
Pa vo skanv ar vuhe : « Doue ra vo meulet ! »
Pa vo pounner ar groaz : « Ra vo meulet bepred ! »
— « Ma Doue, emezi, o me hen goar ervad,
Pez a digaset d’in ’zo ’vit ma brasan mad.
Ra vezo gant an holl enoret hoc’h Hano,
Ha karet da viken, en pep lec’h, en pep bro ! »

Evelse, digabestr, en sioulder he maeziou,
Hep bezan anveet trubuilh fall ar c’hêriou
E tremen he buhe. Pa deuy d’ei ar maro,
Evitan da dostât, tam ebet ne greno :
Rak goude bezan bet kement, ’pad he buhe,
Labouret ha poaniet, pedet noz ha beure,
E vezo digollet ; en hec’h eur diwezan,
Doue a frealzo krizder he zremenvan.
Pa laro kenavo he yeuzou morlivet,
’Vo gwelet war he drem liou an evurusted ;
Pa frailho kalonou he zud gant an enkrez,
Hec’h ine a nijo d’an Nenv, d’al levenez.
Eno, ’n eur mor a c’hloar, ’touez ar Zent, an Ele,
E vezo didrubuilh ’hed an eternite !