Mont d’an endalc’had

Ar re dilezet

Eus Wikimammenn
Moulerez ar Gwaziou, 1912  (p. 107-110)



Ar re dilezet
————


Ar c’hloc’h, ’us d’ar barouz, truezus a ziston ;
Goude gouel bras ar zent, setu gouel an anaon ;
Evelse, er bed-man, an holl draou a dremen ;
Goude al levenez, ar boan hag an anken.
An hanv, gant e vuhe, an eus roet e lec’h
D'ar goz-amzer peuc’hus ha d’he dremm leun a nec’h ;
An heol, en oablou griz, ne ro mui d’an douar
’Med eur sklerder doanik hag eun domder klouar ;
’Vel evnigou tiet, an deliou aour melen
A goue war ar yeot sec’h gant eun huanadenn.
Ar wazig a hirvoud d’he riblou marellet,
Skrilh al lanneg a dav er brugou dislivet ;
Ha lapoused ar c’hoad, ’n eur bakan o zelen,
En em guz, strafuilhet, er c’hleuniadou raden.
Mes, en de-man dreist-oll, pa respont d’ar c’hlaz-noz,
Ekleo ar c’hoajou bras, ar zaonen hag ar roz,
Eun hurusaden yen, a deu eus ar vered,
’Vel eun ezen a ganv a dremen war ar bed.
Sioulder vras ar maeziou a zeblant pounnerroc’h,
Ha pep tra a gemer eun drem ankeniusoc’h.
Dirak eur skouer ken kaer, daoust ha ni, kristenien,
A vefe hon unan o tiskouel hon yenien ?
Daoust ha ne glevomp ket er c’hlaz ha ’n e glemmou
An anaon kez o skei war dor hon c’halonou ?
O ! gwechall, en hon Breiz, bro ar giziou santel,
Eur c’hiz kaer a rene el loch hag er c’hastel :
An noriou digor frank, pep tôl goarniset mad,

Ar re-varo henoz a deue a vagad
Da zibri, da diskuiz, d’azean hunvreüs
En ti o doa gwechall bevet ken evurus.
O Breiz, ma bro garet, daoust hag avel ar fall
Us d’ho penn kantvlaziek, pa dremen ’n eur yudal,
A vije krenv awalc’h d’ober dac’h dilezel
Giziou ken enorus, envoriou ken santel ?
Nan ! Breiz, mar oa gwechall bro garet an anaon,
D’eze c’hoaz, en hon touez, eo digor pep kalon,
Ha pa disken an noz he mantell moredus,
Pa hirvoud an avel eun diskan glac’harus,
Dre an henchou don, don, karget a ineou,
Breiziz evel gwechall a deu d’an ilizou.
Bale a reont holl, dilavar ha didrouz,
Dre an traouiennou goue hag ar meneou rouz ;
Gant bec’h e envoriou pep hini zo zammet,
Ar beo hag ar maro a zeblant unanet…
Setu int er vered e ti an anaon paour,
Ar vered, hon ti-ni, daoust d’al lorc’h ha d’an aour.
Eno, en o c’hichen, ’benn varc’hoaz marteze,
Dindan hon bec’h douar, ni vo kousket ive…
O ! pegen krenv ar vouez a zav eus ar beiou !
Renket aze en peuc’h, en disheol ar c’hroaziou
Moueziou ar Garante, ar Glac’har, an Envor
Deut war askell ar boan, eus fonz ar purgator,
N’o deus ’met eun hirvoud : « Breudeur, true ouzomp !
» Hirie, da vihanan, eur beden evidomp,
» En koun ar garante hon deus bet evidoc’h,
» Ha pa vimp evurus, ni a zonjo ennoc’h. »
Ar galv-se dreist-natur a strink en peb ine,
War ar sklas a chom c’hoaz, eun elven a drue
Ha tra ma teul al loar, dreist d’ar c’houmoul louedet,
Sklerder melkonius he bannou drouklivet,
Pa dizolo a-dreuz brankou an ivin glaz
Aman eur men pounner harpet ouz troad eur groaz,

Aze eur be bleuniet ha bordet a drêz gwenn,
Pelloc’h, war douar fresk, perlez eur gurunen,
Tad, mamm, pried, bugel, breur ha c’hoar ha mignon,
A diskarg en daërou bec’h pounner e galon,
Ha pedennou tener, ezans a garante,
Gant c’houez vad ar bleuniou a bign beteg Doue…
O ! tôlen war an dro frealzus ha kaled
A ra vad d’ar galon, daoust ma samm ar spered ;
An anaon hag an dud, eus an daou du d’ar be,
Unanet ’vel gwechall ha startoc’h marteze !…
Mes, savet, kristenien, hag evit eur pennad,
Da zellet en-dro dac’h, sec’het ho taoulagad.
Aman, kichen ar be zammet a vokedou,
Du-ze, tost d'ar c’helc’h koat leun a gurunennou,
Tal ar marbr-se a doug gant lizerennou aour
Hano eur pinvidik, kousket er c’haëran laour,
Sellet ar beiou-ze ha na dougont henoaz,
Nemet spern an dilez ha drez hir an ankoaz.
Beiou… nan, ’met kentoc’h eur vontennig douar.
Houman, pilet gant troad eun tremener digar,
Hounnez kollet er yeot, ha pere marteze
N’o deus ket gwelet c’hoaz den stouet warneze ;
Rak aze zo o hun breudeur kez da Lazar,
Ankoueet adarre pa oant war an douar ;
Ne oa ket kalz a dud en o douaramant
Ha na deuas d’o c’hlask na kroaz aour nag arc’hant ;
Biskoaz n’eus bet skuilhet a zaerou war o be,
’Met gant an ivin glaz, da vintiniou miz maë…
Hag hirie, de o gouel, n’eus ket bet eur c’hristen
O tigas betek d’ê eur bod nag eur vleuen.
Mes hon mamm an Iliz, seul-vui trugarezus
Ma ’z eo he bugale poaniet ha gwall-eürus,
Hec’h-unan, an de-man, a bed evit digoll
An ineou paour-ze dilezet gant an holl ;

He mouez eo a glevomp o tamant barz an tour.
Vit ar re-ze dreist-oll e c’houl ganimp zikour :
— « Ma bugale, sonjet er paourkez reuzeudig,
« Roit d’ezan ive glizen eur bedennig. »
Mignoned an anaon, o ! Bretoned kristen,
D’ar berejou fenoz diredet a vanden,
Goude bean pedet war beiou ar gerent
Hag ar vignoned vad hon deus karet kement,
Stouomp eur pennadig, ’barz ar yeot dizec’het,
Laromp eur bedennig ’vit « Ar re dilezet » !