Mont d’an endalc’had

Ar gwir Blac’h Yaouank

Eus Wikimammenn
Moulerez ar Gwaziou, 1912  (p. 117)



Ar gwir Blac’h Yaouank
————

Ar plac’h yaouank divlamm a zo ’vel eur rozen
Hag a dôl en-dro d’ei, dous evel eur c’hlizen,
C’houez tener ar glanded ; dre-oll, dre ma tremen,
Eus he buhe dinam hi a lez eur skeuden.

O ya, eur plac’h yaouank, p’he-deus poell ha furnez,
Netra war an douar ’n eus he zalvoudegez !
Skanv, laouen ha dinec’h, he mousc’hoarz dudius
A had, en pep kalon, douster, spi frealzus.

Bezan ’c’h eo ’barz eun ti eun êl a garante ;
En he daoulagad don, melezour hec’h ine,
E lenner peuc’h, fians ha lealded gwirion.

Daoust na vo ket memes kaer-dispar he gened,
Enni e strink ken reiz buhe, nerz ha yec’hed !
Ar gwel anei hepken ’lak dudi er galon.