Jobig, ar mevel bras,
Marian, ar vatez, (diou wech)
O servij a-viskoaz, dig gue di la li re di
Er memes tiegez, dig gue di lan la.
O vêsa o denved
Er roz hag en draouien,
O devoa prometet
’N em garet da viken.
Laket ’doa an termen,
D’unani o deiou ;
Deut e oa eur frouden,
D’aveli o fennou ;
Kuitât o Breiz-Izel
’Lec’h ma vevent ken drant,
Ha mont d’ar broiou pell
Da rozellat arc’hant.
War e vrec’h eur falc’hig,
An noz kentan a vae
Trezek « koat an estig »,
Jobig a valee.
Trezek « koat an estig »,
Da glask eur ween bae,
Da ginnig d’e zousig
Vel merk a garante.
Kreiz ar c’hoat e kavas
Eur bodig ar bravan,
Kuzet ’n e zeliou glas,
Eun estik o kanan.
— « Lapousig evurus,
Paouez gant da richan,
Da ween dudius
A fell da Varian.
« Saeiennou marellet
E pign ouz he branko,
Biskoaz ne oe gwelet
Seurt baeenn en hon bro. »
Ha hep sonjal ouspenn,
Job a sko war ar barr,
Pa glev a-us d’e benn
Hirvoudou a c’hlac’har ;
Klemmou an estig-noz,
O ouelan d’ar brankig
’Lec’h ma teue bemnoz,
Da ganan e zonig.
Dizeblant ha digar,
Jobig a sko bepred,
An estig war ar barr
A glemm ha ne dec’h ket.
D'ar beure, Mariannig
A zav prim ha laouen :
« Daoust hag-en ’n eus Jobig
Ankoueet ma baeen ?
« En he brankou uhel
Petra a gavin-me ?
Eur mouchouer godel
Pe eur bizou neve ? »
Ha buhan ar plac’hig,
An nor a zigoras…
O burzud ! he bodig
Zo kaeroc’h ’vit biskoaz.
Saeiennou o lufran
Touez an deliou neve,
Bleuen a neve-han,
Bleuen a garante.
Ha dindan an deliou,
’Vel peget ouz ar barr,
Telenner an noziou
Maro gant ar glac’har.
Dirak al lapousig,
Maro dre garante,
Marian ha Jobig
A zonj en dorn Doue.
« An estig zo maro
Kent ’vit kuitât e vrank.
Na gwitet ket ar vro
Ho magas en yaouank. »
⁂
Jobig ar mevel bras,
Marian ar vatez,
Zo breman laouen-bras
E penn eun tiegez.
Hag evel o zud koz,
Etouez ar c’hoajou bae,
En bro an estig-noz,
E tremen o buhe.
|