Anjelus ar Mintin

Eus Wikimammenn
Moulerez ar Gwaziou, 1912  (p. 123-127)



Anjelus ar Mintin
————


Du-ze, ’barz an dremwel, en eun oabl entanet,
’N eur mor a sklerijen, an heol a zo savet
E vannou kaer a zav ar vantel a ganvou
Chomet, warlerc’h an noz, da wiskan ar maeziou,
Ha dirak e sklerder, e dan hag e vuhe,
Ar bed hanter-varo a hadvev a-neve.
Ar yeotennig tener, dour en he daoulagad,
A zav seder he fenn d'e vannou tom ha mad ;
Ar rozen a zigor, a zispak he deliou,
O rei he c’houez melus d’ezenn flour ar maeziou ;
Al lapousig bihan a hij e ziouaskel,
Hag a deul, gant kalon, e gentan rimadel ;
Ar gwenan aketus a darnij skanv, laouen,
O klask o magadur, a vleuen da vleuen…
Souden e sav en êr eur vouez dous ha sklintin :
Ar c’hloc’h a vrall seder Anjelus ar mintin ;
E vouez o tarnijal, ken drant ha ken flourik,
A zihun ar bugel kousket ’n e gavelik.
Ha ’vel ma teu an heol, dre e dan hag e sked,
Da zihuni pep tra, da rei buhe d’ar bed,
Evelse, mouez ar c’hloc’h o son an teir Ave,
E ti al labourer a zegas ar vuhe…

Ar vam, goude bezan laret war he daoulin,
En enor da Vari, anjelus ar mintin,
Eur mousc’hoarz war he drem ’dosta ous ar c’havel,
En pehini breman e richan he bugel.
O pegen dudius da welet, 'n e neizig,
An êl-ze ken dinam, ken gwerc’h e galonig !…
E dal gwen 'vel lili, a vleo aour kurunet,
E vuzellou tener o c’hoarzin d'an Elet,
E zaoulagad digor, o kanan ’n e yezig
Ar rimaden dousan, ar gaeran pedennig…
O welet anezan, ken kaer, ken dudius,
Kalonig ar vam gez 'n he c’hreiz a drid eürus :
Ha gant eur garante birvidik ha tener,
’Tre he diouvrec’h gant joa, e stard he elig ker.
Neuze e tesk d’ean, gant soursi ha preder,
Juntan gant devosion e zornigou tener ;
Laret ha hadlaret ’ra d’ean, gant dudi,
An hanoiou santel a Jezus, a Vari ;
Hag o sevel d’an Nenv he zell an teneran,
En pehini e verv ar fians ar vrasan :
— « Mam Doue, emezi, Gwerc’hez glan ha dinam,
« Teurvezet, me ho ped, silaou pedenn eur vamm !…
« Dac’h hirie, o Mari, e westlan ma bugel ;
« Bezet da virviken e zouten, e skoazel !
« Evel ma tiwallec’h ho mabig ker, gwechall,
« Deut, ’n e vugaleach, ouz pep droug d’hen diwall !
« Epad e yaouankiz, renet gant madelez
« E gammejou distur, dre hent ar gwir furnez :
« En eur gir, grêt ma vo, pad e holl vuhegez,
« Gwir servijer ho Mab, hag hoc’h hini, Gwerc’hez. »

Hag ar vam a zec’h prim an diou dakennig dour
A ruilh, dous ha sioulik, war he diouchod ken flour,
Evurus da vean he c’hrouadur gouestlet
D’an hini a hanver Rouanez an Elet !…
Evit eur vamm gristen, o kaerat Anjelus
Hag a blij kalz, heb mar, da galon Mam Jezus !
Ha penôs e c’hallfe Mam an holl Gristenien
Dilezel hag ankouat ken birvidik peden ?
N’hall ket chom hep diwall an elig-ze ken glan
Kinniget d’ei bemde gant ar zalud dousan.
Hag he brec’h galloudus ha leun a drugare
Hen skoazello bepred en risklou ar vuhe.
Eus lein ar Baradoz, hep skwizan, warnean
E skuilho, noz ha de, he bennoziou krenvan,
Da c’hortoz hen dougen ganti d’he bro eürus,
Da ganan, ’touez ar Zent, an Ave peurbadus.