D’ALC’HOUEDER PARK AR MESTR
————
Diskan :
Alc’houeder koant, evnig tener,
Tarnij dre-oll ha kân seder ;
Skuilh e pep lec’h, gant madelez,
Komz Doue, peuc’h ha levenez !
War-dro gant an neve-amzer
Ha bleun kentan ar prajeier,
Eul lapousig, eun alc’houeder,
A gân e Breiz soniou tener.
A-us da barouz Pont-Melve,
E kân dreist-oll gant karante,
O vont d’an Nenv gant ar beden
Pe gant ar mennad o tisken.
En pep kalon, ’n pep tiegez,
E strink dihued ha levenez,
Rak e brezoneg, hon yez kaer,
E kân stank stank an alc’houeder.
Bep sûn, betek ma zraouiennig,
E tiskenn hekleo e vouezig ;
Goneet gantan ma ine
Evurus a lar trugare ;
A lavar trugare gwirion
D’ar rener mad, den a galon,
A stign telen an alc’houeder,
Hen stumm kenkouls ’n e labour kaer.
Neuze e sonjan gant dudi :
Arabad c’hoaz fall-galoni !
Keid m'he do ebestel ken reiz,
Ar fall ne gludo en hon Breiz.
Pa glask kement a fall-skridou
Breina spered ha kalonou,
Frealzus eo gwelet sevel
Dre-oll kelaouennou santel.
D’eze holl mil bennoz Doue
Hag en hano Breiz, trugare !
Ra vevfont pell ’kreiz an enor,
Da deul frouez santel en Arvor !
|