Mesaerez ar Mene

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Moulerez ar Gwaziou, 1912  (p. 131-132)



Mesaerez ar Mene
————



\header {
  tagline = ##f
}
\score {
  <<
    \new Voice = "kan" {
      \autoBeamOff
      \relative c'' {
        \clef treble
        \key g \major
        \time 2/4
	\partial 8*1
        %        \set melismaBusyProperties = #'()
        \override Rest #'style = #'classical
        \tempo \markup { \italic { Tempo di marcia} } 4=112
b8 | b g g4 | b d8 b | a b c a | fis 4 a \break
\once \override Staff.TimeSignature #'style = #'single-digit \time 3/4 c8 b g4 r8 d | \time 2/4 g a b e | d b d [(b]) | b g g4 | \break
\once \override Staff.TimeSignature #'style = #'single-digit \time 3/4 b8 a16 g a4 r8 a | \time 2/4 b c d d | c a c [( b ]) | b g g4 ~ | g r8 \bar "|."
      }
    }
    \new Lyrics \lyricsto "kan" 
    {
     \override LyricText #'font-shape = #'italic
Ouz troad ar me -- ne e sav drant,
ouz troad ar me -- ne e sav drant
Lo -- chen -- nig plouz ma dou -- sig koant.
Dou -- sat eo ar ga -- ran -- te_!
Da veu -- li he du -- di bem -- de,
Ka -- nomp ge_!
    }
  >>
  \layout { 
    indent = #00
       line-width = #150
    %  ragged-last = ##t
  }
  \midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 90 4)
    }
  }
}



Ouz troad ar mene, e sav drant (diou wech)
Lochennig plouz ma dousig koant.

Diskan :

Dousat eo ar garante !
Da veuli he dudi bemde,
Kanomp gê !

’N eul lec’hig koant, flour ha didrouz,
Lec’h ma kân noz de al lapouz,

Bemde, war ar roz alaouret,
Ec’h a da vêsa he denved.

El lanneg-ze, envor dousan !…
E welis anei da gentan.

Eun heol hanv a bare skedus,
Me a valee hunvreüs,


Pa glevis eur vouezig laouen,
O tiston seder en draounien.

Mouez sklintin eur vêsaerezig
Ken tener evel he zonig ;

Hag er roz, 'touez ar bleun melen,
‘Welis o lintran he hoef gwen.

« O plac’hig, kanet c’hoaz, m’ho ped ;
Ho tiskan a zo kaer meurbed ;

Ho son tener hag ho mouezig
A ra tridal ma c’halonig ! »

O ruian, ar vêsaerezig
A blegas he zellou doanik.

He dremm oa dous, he bleo melen
A glaouiere war he zal gwen…

’N hon c’hichen eun evn a gane,
Ha dre e zon e lavare :

Me ive, gantan goneet,
A laras d’ar plac’hig karet :

Kompren a reas ac’hanon
Breman, kevred, kan hon c’halon :

Nag e vemp disterik ha paour,
Evurusted zo gwell ’vit aour !

’N hon zi bihan, ’ skeud ar mene,
Ni vevo drant gant gras Doue.

Ni vevo seder, da c’hortoz
Mont da ganan d’ar Baradoz.