Gwir vignon ar vugaligou

Eus Wikimammenn
Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 173-174)


N° 136. — Kantik ar Vugaligou.
War don : Il est né le divin enfant,N° 136.


Diskan.
Gwir vignon ar vugaligou,
Jezus, o Fastor karantezus,
Gwir vignon ar vugaligou,
D’ac’h e kanimp hon c’hantikou.

1. Gwejal dre vro ar Galile,
Pa vije Mab Dou-e o tremen,
Euz a bep tu ar vugale
A zirede d’hen diarben.

2. Ar re ioust deue ’n eur dridal
War vrec’h o zad pe brec’h o mam ger,
Ar c’hoar henan awejou-al
A rene he breurik tener.

3. Beteg an tad-koz, e kanvou,
Hag o krenan dindan bec’h an oad,
A boanie dre ar meneiou
Digas ive e emzivad.


4. Eun de, eme an Aviel,
E oa erru ken stank ar vanden
Ken n’helle ken ar Mest tec’hel,
Na bale gant e ziskibien.

5. An diskibien baour na oarent
Pegen mad a oa Kalon Jezus,
Hag en eur grozal e klaskent
Rannan ar vandenik joaüs.

6. Mes Jezus a zavas e vouez
Hag a laras en eur vousc’hoarzin :
« Lezet ar vugaligou gez
« D’enem dizerri en dro d’in !

7. « O ele e lein an Envou
« A zo dirag ma Zad en e c’hloar,
« Ha me, e deùn o ineou,
« Wel ma fortret war an douar,

8. « D’ar re-man vo ar Baradoz,
« Ha d’ar re a zo pur evelte ;
« War ar skueriou-fal ma maloz,
« Abalamour d’ar vugale ! »

9. Neuze hon Zalver a boke
Gant karante d’ar re-vian gez,
Hag en o ine a lake,
Sklerijen, glander ha furnez.

10. Hag ar vam ’n eur hen briatat
A lare d’hec’h elik beniget :
« Breman benoz ar Pastor mad
« Ganimp hon daou chomo bepret. »

E. O.