Mont d’an endalc’had

Kent ho kuitat, Jezus hon Otrou

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Kent ho kuitaat, Jezuz hon Aotrou.

Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 174)


N° 137. — Arog kuitat an ilis d’an abarde.
War don N° 137.


1. Kent ho kuitat, Jezus hon Otrou,
E c’houlenomp ol ho penoz :
Aman e lezomp hon c’halonou,
Hon dioualet a-hed an noz.
Kent ho kuitat, etc.

2. O Mari, hon Mam muian karet,
Roet d’imp ho penoz ive :
Vit hon miret deuz an drouk-speret,
Chomet e kichen hon gwele.

3. Ha c’houi, Jozep, tad leun a drue,
Bezet bepret hon Fatron mad ;
Deut bemnoz hag e fin hon bue
Da zerri d’imp hon daoulagad.

4. O El-mad, mignon karantezus,
Hon difenet ha de ha noz ;
Pa dei hon maro, pedet Jezus
D’hon digemer er Baradoz.

(Levr Bugale Mari)


————