O pebes tan a gers hirie

Eus Wikimammenn
Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 171-173)



KANTIK EVIT AR GONFIRMASION, PE FIN EUR RETRET
————
N° 135. — O pebes tan a gers hirie !
War don : Quelle nouvelle et sainte ardeur, N° 135.


1. O pebes tan a gers hirie,
Dre ma ine ha dre ma c’halon !
Zantout a ran Speret Doue
Gant e domder o tisken enon !


Gloar da Jezus, Roue ar Gristenien,
Ma Mest ar muian karet :
Daoust da Satan ha d’e ol vevelien.
Da Jezus me vo bepret !

2. Zin ar c’hristen zo war ma zal,
Birviken n’am bo mez anezan ;
Gwel ve genin mervel raktal,
Vit e lezel er fank da gouezan !

3. Nag ec’h andurfen dismegans
Abeurz ar bed, abek d’am c’hreden,
D’an ol me laro gant fians :
« Me zo da Jezus, me zo kristen ! »

4. Me zo kristen euz ar beure,
Ha war ma daoulin e ran peden :
D’an noz, kent kousket, adare
E c’halvan ma Jezus d’am zouten.

5. Me zo kristen, deiz an Otrou,
Hed-ha-hed, en ilis hag er pors,
En oferen, er gousperou :
Heb euz ar skrignerien ober fors.

6. Pa vo ret koms me a gomzo,
Dalc’hmad a du gant ar wirione ;
Tam na blegin da neb a zo
Gant an drouk-speret eneb Doue.

7. Dre ar zakramanchou maget,
Euz bue Jezus me a zo bev :
Penos ’ta na zisprisfen ket
Goal deod eur fol pe dorn eur bourrev ?

8. Uhel ma fen ha ma zellou
E kerzan etrezeg ma gwir vro,

Heb ober van euz ar madou,
Nemet ar re am heuillo eno :

9. Hep luian er plijaduriou,
Pere, evel beiou ar veret,
War lein a zoug eur zam bleuniou,
Hag en diabars zo leun a brenvet.

10. O pegen zod ha pegen dall
Neb en deuz aon euz an dud dife :
D’am daoulagad netra na dall
Ma badeiant ha doujans Doue !

11. Er stum-ze vevin, e varvin,
War-lerc’h ar zent ha ma zadou-koz ;
Kouls evelte me a fel d’in
Bezan kurunet er Barados !

K. G.