Gwerz sant Igunet

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Chansons Bretonnes
Annales de Bretagne 8-11 - 1892
◄   Gwerz Iannic Herri   ►



GWERZ SANT IGUNET


Igunet, gwir vignon Doué,
Me ’m eus c’hoant d’ho meuli fété,

Me ’m eus c’hoant d’ho meuli fété,
D’ho meuli ’n eur c’hantic newè.


Pa oa deuz an dôl o coanian,
’Tont eun El da laret d’ezhan :

— Igunet, ’mê ’n Elic Doué,
Poent ec’h ê d’ac’h chanch a vuhé,

Ha mont breman d’ar Gristéned
Elec’h ma véfet badézet.

He c’hoar Dunvel p’hi deus clewet
Da oéla a zo nem laket,

Da oéla a zo nem laket,
Ha d’he breuric hi deus laret :

— Ma breuric, mar am fermétet,
Me iel ivé d’ar Gristéned,

Me iel ivé d’ar Gristéned,
Elec’h ma véfomp badézet.

He iontr Minic, p’hen eus clewet,
Da oéla a zo nem laket

Du oéla a zo nem laket
Ha d’lgunel hen eus laret :

— Ma nizic, mar am fermétet,
Me iel ive d’ar Gristéned,

Me iel ive d’ar Gristéned
Elec’h ma véfomp badézet.

II


Ho zri ec’h int ’ta partiet.
Da gér Vetléhem ec’h int ét,


Da gêr Vetléhem ec’h int êt,
Er gouant ho deus goulennet,

Er gouant ho deus goulennet
’N han’ Doué béza badézet,

Pa oent bet éno eur penned,
Igunet d’he c’hoar ’n eus laret :

— Ma c’hoaric, poent é partian ;
Me oar er-fad n’ ê ket aman

Me oar er-fad n’ê ket aman
Réfomp ar binnijen vrassan.

III


Setu int ho zri partiet ;
Gant an hent hi a zo dalc’het,

Ken int ’n eur mêzo arriet ;
Lan Kerjulvé ec’h ê hanvet ;

Lan Kerjulvé ec’h hanvet,
Hac éno int bet repozet.

Eno ec’h int bet répozet,
Eur pénity ho deus savet.

D’ar c’houlz-se na oa tro war dro
Nemert spoen glaz ha coz dellio,

Nemert spoen glaz ha coz dellio,
Gant sé a rent ho gwéléo.

IV


Pa oent bet éno eur penned,
An teodô fall zo commanset,


An teodô fall zo commanset
Na da drouc-parlant ’n ho eneb :

— Du-hont, émê, ’bars al lannec,
A zo daou forban diskennet,

Hac eur plac’h fall a zo ganthê.
Poent ê ho c’hass kwit a lec’h-sé.

Santez Dunvel, p’hi deus clewet,
Na d’he breuric hi deus laret :

— Commans a ra ’n dud, ma breuric,
Da drouc-comz eneb d’ho mérit.

— Ma c’hoaric, ézomp kwit éta,
Pa n’am emp peuc’h deus an dud-ma.

Tre ma vô daou en Kerjulvé,
Biken nemert teodou na vé.

Ac’hanè ec’h int partiet,
Ha gant an hent ec’h int dalc’het.

En eur c’hoadic int arriet,
Coat-an-Derwen ec’h ê hanvet ;

Coat-an-Derwen ec’h ê hanvet,
Hac he fénity deus savet.

Pa oent bet éno eur penned,
An dud arè zo commanset,

An dud arè zo commanset,
Da drouc-parlant en ho éneb.

Ha Dunvel a c’houllè neuzé :
— Pétra vo grêt deuz an dud-sé ?

Lezel ho réfet, ma breuric,
Da drouc-parlant deuz ho mérit ?


— Lezet anhê, ma c’hoar Dunvel,
Da drouc-parlant pé da déwel ;

Wit me a bédo éwit-hê ;
Na vô collet hini anhê.

V


P’oa ho finnijen achuet,
Eun Elic a zo diskennet,

Eun Elic a zo diskennet,
D’rei da bep hini he venned[1] ;

D’rei da hep hini he venned,
Ha dre Dunvel ’n eus commanset :

— Setu eur wialennic wenn.
Heuillet-hi en hent penn-da-benn ;

’Lec’h ho kwialen a bozo,
Eno, Dunvel, c’hui a chommo.

Eno, Dunvelic, a chommfet,
Hac he pénity vô zavet.

Ann El, goudè m’hen eus laret,
Dre Vinic hen eus poursuvet :

— Dalet, Minic, eur wialen,
Et ganthi en hent penn-da-benn,

Lec’h ho kwialen a bozo,
Eno, Minic, c’hui a chommo,

Eno ’ta, Minic, a chommfet,
Hac ho pénity vô zavet.


Ewit c’hui, ’mezhan, Igunet,
En Zant-Iéned [2] a chommfet,

En Zant-Iéned a chommfet.
Lec’h ê ho pénity zavet.

VI


Min ha Dunvel, p’ho deus clewet,
Dirac ar Sant ec’h int stouet,

Dirac ar sant ec’h int stouet,
Da c’houll pep hini ho menned.

Goulennet deus da ’n em wéled
En noz pardon Zant-Iéned ;

Ha gwélet a vend o toned,
En noz pardon Zant-Iéned,

En noz pardon Zant-Iéned,
Da vonjourin sant Igunet ;

Ha ganthe a vé goloïo ;
Ha den zouézet na vézo.

Sant Igunet ’n eus divizet
’N ije ’n treujo dir he verred,

Eun treujo dir vijê uzet
Gant treid noaz ar bèlerinet,

Gant treid noaz ar bèlerinet,
O tond d’he chapel d’hen gwéled[3]


  1. Proprement : vœu, souhait, désir.
  2. Iéned est une autre forme populaire d’Igunet ou Idunet, patron de Pluzunet.
  3. D’après la chanteuse, Min (dont Minic est le diminutif) alla demeurer
    à Coat-an-Tillenno (Bois-les Ormes), en Bégard, et Dunvel à Coat-ar-c’histinenno (Bois-des-Châtaigners), en l’ancienne paroisse de Botlézan.