Mont d’an endalc’had

Gwerz an otro a Gernewè

Eus Wikimammenn
Chansons Bretonnes
Annales de Bretagne 8-11 - 1892
◄   Gwerz Iannic Herri   ►



A. LE BRAZ
————
CHANSONS BRETONNES


GWERZ AN OTRO A GERNEWÈ


An ôtrô deuz ar Gernewè
’N eus grêt ober eul lestr newè.

’N eus grêt ober eul lestr newè
Da gass en prézant d’ar Roué.

Ar mab hénan a lavarè
D’he dad, d’he vamm, er Gernewé :

— Ma zad, ma mamm, mar am c’haret,
Gant al lestr newé me n’ in ket.

Rac ma c’halon na badfe ket
Gant c’houez ar mor hac ar pesked.

— Drouc ha mad gant neb a gomzo,
Gant al lestr newè c’hui iello ;

C’hui, mab hénan, vô mestr ennhi,
Ho preudeur vô d’ac’h merdédi.

I


Mab ar Gernewè a larè
En bord an ôd pa arriè :

— Crenv ê ma c’halon pa na rann
O coll ar wél diwar Sant-Iann,


O coll ar wél a di ’r Poullé :
Al leui van éno em goudé !

Al leui van éno em goudé,
’N ti ma dous coant, Mari ’r Poullé !

Hac he vreudeur euz hen clewed
An eil d’éguilé deus laret :

— Tôlomp-han er mor da veuzan
Pa n’am emp joaüsted outhan ;

Tôlomp-han er mor d’ar pesked,
Pa na ro d’imp neb joaüsted.

Ar mab hénan, p’hen eus clewed,
D’he vreudeur hen eveus laret :

— Ma breudeur kér, mar am c’haret,
Ewit er mor n’am zôlfet ket,

Ewit er mor n’am zôlfet ket,
Da veza bewans d’ar pesked.

Ma lakêt ’n costè eur garrec
Da verwel gant naon pe zéc’hed.

Tri dé ha ter noz ec’h ê bét
Ar mab hénan war ar garrec,

Ar mab hénan war ar garrec
Hep n’hen eus bet naon na zéc’hed.

II


Ar verdédi a lavaré
Da vestr al lestr eun dé a oé :

— Holà ! mestr al lestr, arrétet,
Nin wêl merdéad fortunet,

Eur mouchouër ’n he zorn ganthan,
Oc’h ober zîn mont da wit-han.

Na, mestr al lestr, ma permétet,
Nin ’c’h ei gant ar vag d’he gerc’hed.

III


Mab ar Gernewè a larè
Da vestr al lestr, p’hen zaludè :

— Mestr al lestr, d’in-me lavaret,
A bé-seurt douar é teuet ?

A bé-seurt douar é teuet ?
Pé-seurt béaj a brétantet?

— A Douar Sant-Iann é teuomp,
Douar-Newè a brétantomp.

— Na deuz a Zant-Iann ma teuet,
Pétra newè hoc’h eus clewet ?

— N’am eus clewet nétra newè,
M’ê gwilloudet Mari ’r Poullé,

Bet d’hei eur mab caër ’vel an dé,
Lerer zo da vab ’r Gernewè.

— Ma c’hasset da Zant-Iann fété,
Elec’h mont da Douar-Newè,

Ha me baeo d’ac’h pemp cant scoet
’Wit ar véaj n’ho po ket grêt,

Ha war benn ma vo noz fété
Me eureujo Mari ’r Poullé.

M’hi grei perc’hen mil scoet leuvé
Hac hi na deus gwennec anhê.


Hac hi na deus gwennec anhê,
Met ’c’h ê brawa plac’h a valé.

IV


Mab ’r Gernewè a zaludè
’N ti ’r Poullé coz pa antréè :

— Bonjour ha joa ’bars an ti-man.
Mari ’r Poullé pélec’h é-man ?

— Ma ê clanv fall war he gwélé,
C’hui ’zo caus, ôtrô ’r Gernewè.

— Mari, zavet deuz ho kwélé
D’eureujin ’n ôtrô Gernewè,

D’eureujin ’n ôtrô Gernewè,
Ha na vé ket contant he ligné.

— Me n’ zavin ket deuz ma gwélé,
Pa n’ ê ket contant hô ligné,

Pa n’ ê ket contant hô ligné
A venn merc’h caer er Gernewè.

Me a varvo aman fété
Gant hon mabic, caer ’vel ann dé.