Guillaouic Ar Floc’h o covesad he vestrès
O COVESAD HE VESTRÈS
Eur plac’h iaouanc a barous Prat,
Rei tra lira tranliralalaineu !
A sao eur gwener, beure mad ;
A sao beure mad, eur gwener,
Rei tralira etc...
Da vont d’ar foar da Landreger,
Ewit prenan eur walenn c’hlaz,
Da rei en presant da eur goaz.
— Dalit ’mezhi, ar walenn-ze,
A roan d’ac’h dre amitie.
Ar goaz a oa traïtour ha finn,
Hi c’homerras, en eur c’hoarzinn.
— Ho caret em eus, hac a rin c’hoas,
Abalamour d’ho coalenn c’hlaz.
Ma mestrezic, mar em c’haret,
Deut da govès, noz Nedelec ;
Deut da govès, me iel’ ive,
Vefomb hon daou ’n doujanz Doue.
Mont eure a-raoc en ilis,
Gwiskan eure eur surpilis ;
Eur bonnet-carre war ’he benn,
Wit rei d’he douz ann absolvenn.
Ar plac’h iaouanc a lavare,
Er govesion pa daouline :
— Mea culpa, mea culpa !
Ma zad, me gonto d’ac’h eun dra :
Ma zad, disket d’in ar secret
D’ober d’ar goased ma c’haret ;
D’ober d’ar oased ma c’haret,
Carout a ran neb n’am c’har ket.
— Ma merc’hic, d’in-me lavaret
Piou ê ann hini a garet ?
— Guill’ ar Floc’h ma muia caret ;
Carout a ran neb n’em c’har ket.
— Ma merc’hic, ’vit ho pinijenn,
C’hui deui bemdez d’ann offerenn,
Evit lâret ho chapelet,
M’ho pô Guill ar Floc’h da bried.
Ma merc’hic, ho pedi a ran
N’efet ket da gommunian,
Ken ho pô bet ann absolvenn
Digant unan ar vêleienn ;
Tre m’oc’h absolvet ha na oc’h,
Oc’h etre daouarn Guill ar Floc’h.
— M’em bije gouvet ho toare,
N oann ket bet deut aman fete.
Me reï d’ho c’hrizio a zec’ho,
Vel ma ra ar grizio louzo ;
Me ho lacaï da dizec’ha,
’Vel ar c’hanab da didilia ![1]
Canet gant Mari-Jann Fregean. — Pédernec,
miz Gwengolo, 1888.
- ↑ Var. : — Ha possubl ve digant Doue
Ve Guill ar Floc’h ave aze ?
— Eur wez-all, bezet muioc’h fur,
Roït ho amitie gant musur.
— Eur wez-all, me vô muioc’h fur,
Me roï ma amitie gant musur ;
Gant eun hanter poell me vuzuro,
Ha dre vuzur just me roïo.
Pleudaniel.