Marivonnic Ar Floc’h

Eus Wikimammenn
Emile Bouillon, 1890  (Levrenn II, p. 136-138)



MARIVONNIC AR FLOC’H
____


   Barnabas coz a lâre, eun de, d’he vab Ervoan :
— « Comerret Marivonic, pa oc’h eus bet ar boan ;
« Comerret Marivonic, p’oc’h eus hi offancet,
« Rac m’am bije grêt se, me ’m bije hi faëet..

   — « Pemp cant scoed en aour melenn am eus roët d’he zad,
« Pewar c’hant da Varivonn, ’wit he bolonte vad,
« Pemp scoed ’n eur c’hawellic, da lacad luskellad,
« Tri ’n eur chaquedenn nevez, pa vô arri en oad. »

   Na pa ’c’h a Marivonic, ar sul, d’ann offerenn,
Ve hed ann diou, ann ter heur, lacad collinettenn ;
Na pa ’c’h a Marivonic, ar sul, d’ann offern-bred,
lavar paotred Plouillau : « Arri fleur ar merc’hed ! »

   Ruz ez eo he diou-jodic, ha glaz he daoulagad,
Mil boan a ra d’am c’halon rincoud dont d’hi c’huitâd;
Mil boan a ra d’am c’halon rincoud dont d’hi c’huitâd,
Kerliès ma sonjan en-hi, ’teu ’n dour em daoulagad.


   — « Dalit ho merc’h, Fanch Ar Floc’h, ha grêt ho mad gant-hi,
« Rac me ’m eus cavet un-all, a zo ken coant ha hi.
« N’eman ket he-hunanic, a drugare Doue,
« Me am eus poaniet gant-hi, coulz en noz hac en de. »

   Tostaët, camaraded, da evan eur banne,
Da iec’hed Marivonic, zo claonv war he guele.
Pa oa ar baotred iaouanc o composi ho zon,
Oa eur Barnabas bihan ’pocad da Varivon. —


____________