Mont d’an endalc’had

Cloarec Simon

Eus Wikimammenn
Emile Bouillon, 1890  (Levrenn II, p. 130-132)



CLOAREC SIMON
____


I


— O va mamm gêz, d’in-me lavaret
Penoz ober ’wit gonid Jannet,
            Aou !
Penoz ober ’wit gonid Jannet ?

— Mont doc’h-tu d’ar foar da Bichérel,
Ha lacad eun dillad dimezel. — Aou !

Hac, en distro ac’hane d’ar gêr,
Mont da c’houlen lojeis en kêr. — Aou !


II


— Deiz mad ha levenès d’ec’h a lâran !
Lojet vefen eun nozvez aman ? — Aou!

— Ia. Diskennit ha deuit en ti ;
Laket vô ho marc’h er marchossi. — Aou !

Laket vô ho marc’h er marchossi :
Kerc’h ha foenn hen devo da zibri. — Aou !

Kerc’h ha foenn hen devo da zibri,
Ha c’hui renco coania ganemp-ni. — Aou !

— Me n’on ’wit dibri nac eva mon,
Nann, gant ar glac’har ’zo em c’halon. — Aou !

Nann, gant ar glac’har ’zo em c’halon,
’Sonjal renkin cousked va c’hunon. — Aou !

— Tawit, dimezell, na oelit ket.
Ewit ho c’hunon na gousqfet ket. — Aou !

Ewit ho c’hunon na gousqfet ket.
Nimp ho lakeï gant hon merc’h Jannet. — Aou !


III


Na pa oant êt ho daou ’n ho guele,
Savas caus ann dimezi gant-he. — Aou !

— Pe-seurt dimezellic ez oc’h c’hui,
Na pa gomzet d’in a zimezi ? — Aou !

— Me n’on na dimezell nac itron,
Me ez eo ho touz cloarec Simon ! — Aou !

Ha varc’hoaz ar beure, beure mad,
Me iel d’ho coulenn digant ho tad. — Aou !


IV


— Roït d’in ho merc’h, pe na ret ket,
Eun nozvez gant-hi am eus cousket. — Aou !

— Na ma peuc’h-hu gret ann nozvez kenta,
C’hui a reï ann eil, ann diveza, — Aou !

C’hui a rei ann eil hac ann drede
Ha betec ar maro, goude-ze ! — Aou !


____________