Mont d’an endalc’had

Gourc’hemeno an Ilis

Eus Wikimammenn
L. Prud’homme, 1817  (p. 172-173)


Gourc'hemeno an Ilis.

Impossubl eo obeissàn da Doue ep obeissàn d’an Ilis. Quemeret evit ur payen hac un den gant peini n’eo quet permetet cavet commerç, eme J. C., an hini ne seleo quet an Ilis. Evit eta accomplissàn gourc’hemeno Doue, eo red ive anaveout ha miret re an Ilis.

Jesus-Christ en deus etablisset pastoret evit gouvern e Ilis ; deze eo da gommandi, d’ar bobl fidel eo da obeissàn ; ha laret a ra penaus nep o seleo en seleo, ha piou benac a vepris aneze, en deus mepris evitàn. Ret eo bezàn succedet d’an Ebestel, ha quement se a so avoalc’h evit cavet gouir da c’houvern an Ilis.

Ar C’honcilo general hac an Tad santel ar pap a ra lezenno evit an Ilis universel, pep Escop legitim evit e Escopti ; rac an Esquibien evel heriterien d’an Ebestel o deus ep douet ebet, autorite da c’houvern an Ilis. Ar Speret- Santel en deus roet deze ar pouar-se. An Ilis eta e deus ar gouir sur ha certen da ober gourc’hemeno. En ober a ra evit condui e bugale d’an observation antier a c’hourc’hemeno Doue, d’ar berfection gristen ha d’ar vuez eternel. Malheur da biou benac a vanq d’o c’hobservi. Na eller quet cavet Doue evit tad ep cavet an Ilis evit mam ; dre an obeissanç eo gout ha nin so e bugale.