Jugi drouc eus on nessàn eo assuri en on speret e ra fall. Soupçoni eo doueti ep assuri. Ar jugeamant temerer eo an hini n’en deus quet a fondamant legitim. Ne varnet den, eme on Salver, evit na vezet quet barner oc’h-unan. Ar jugeamant temerer a so ur pec’het grevus hac infam, rac douguen a ra cassoni ha disprisanç d’an nеssàn. Opposet eo d’ar justiç, ha d’ar c’harite pere a c’houlen ma vezo interpretet favorablamant an douet a alfet da formi voar obero an nessàn. Evel-se e lavar on Salver : Tud hipocrit, perac ezoc’h en sourci eus ar blouzen en lagat o nessàn, en amser ma zeo creuvet o c’hini gant an treust ; da lavaret eo, evit petra e sourciet-u eus a affero ar re-all, ep songeal en o re oc’h-unan ? En em varnomp eta, diouallomp rac barn den re vuàn.
Salomon ar furra eus an dud, rac recevet en defoa digant Doue an donæson eus ar squient, a eure en anaveout dre ar bed oll prest goude m’en defoa recevet an donæson-se. Diou blac’h a vuez fall a deuas d’en cavet evit prononç voar o c’hontestation. Unan a lavaras dezàn penaus pa voant assambles er memes ty e defoe ur map ; tri deiz d’ar goude e ben a vouilioudas ive eus ur map peini a vougas o cousquet er guele. Sevel a reas ep ober trous, quemeret a eure ma buguel ha laquaat e hini maro en e blaç. Ar plac’h all a soutene ne voa quet guir quement-se. Affer difficil, ep preuv, ep test, ha tremenet en noz. Salomon a c’houlennas ur ç’hleve, hac a brononças : Homàn a lavar, ar buguel beo eo ma hini ; eben a lavar, ma hini-me eo. Troc’het ar buguel en daou dam, ha reid an anter da bep hini. At fals vam a voa contant eus ar jugeamant-se ; mæs ar guir vam a santas e c’hentraillo dispennet, hac a gonjuras ar Roue da rei quent ar buguel antier d’an hini en ravisse diganti, evit na vige partaget. Neuse e voe anaveet ar guir vam, evel ar furnez a beini e voa en em serviget Salomon evit e anaveout. Roet e voe dezi e buguel. An Tado santel a lavar penaus an diou blac'h-se a represant an differanç a so entre ar pastoret legitim hac ar fals Beleyen.