Oll pouario an Ilis, evel m’on deus-àn prouvet alies, a deu digant J. C. Synagog ar Judevien e defoa ar gouir da etablissàn Goëlio, ha Jesus-Christ en deus henoret dre e bresanç diliamant an Ilis. Na eller quet eta doueti eus ar gouir e deus Ilis J. C. da etablissàn Goëlio pe re e voar obliget da solemnisàn ha da sanctifian evel an deiz santel eus ar Sul. Pa chancher a Escopti e voar obliget da sanctifian ar Goëlio el lec’h m’en em guever ; dre oll evel mempro da J. C. hac eus an Ilis, e tleomp an exempl vad hac an obeissanç.
Ar Goëlio a so instituet evit henori Doue, instrui ar bobl, renouveli ar memoar eus ar Verc’hes Vari hac ar Sænt pere a dleomp da henori o c’himita o vertuyo hac o celebri erfad o Goëlio dre ar frequantation eus an Offiço divin hac ar sacramancho. Chetu amàn ar Goëlio bers en Ilis hac en Escopti-màn.
Guenver. An deiz quentàn ar bloas, Circoncision on Salver Jesus-Çhrist.
6. Goël ar Rouane.
C’huevrer. 2. Ar Chandelour, purification ar Verc’hes.
Meurs. 25. An Annonciation… Ar Goel ne ve bers da lun ar C’hasimodo nemet pa en em gaff ar yaou guemblit, guener ar Groas pe ar sadorn Phasq er bempet deiz voarn-uguent a viz meurs.
Ebrel. 25. Procession sant Marc. N’en deo quet bers, mæs asistàn a dleer er procession, hac an deiz-se eo Vigel ; da laret eo, eo difennet dibri quic ; n’en deo quet yun.
Evoen. 23. Yun ha vigel.
24. Goël Yan.
28. Yun ha vigel.
29. Goël Pêr.
Eost. 14. Yun ha vigel.
15. Assomption ar Verc’hes. Goude ar Gousperou, procession evit renouvelli ar vœu dre beini e voe lequeet Franç dindan protection Mari.
Guengolo. 8. Guinivelez ar Verc’hes.
Du. 1. An oll Sænt. Yun en deiz diaroc.
2°. Goël an Anaon. Obligation da glevet an Oferen.
3°. Goël S. Tugdual.
Querzu. 8. Conception ar Verc’hes.
24. Yun ha Vigel.
23. Nedelec, pe Guinivelez on Salver J. C.
26. Goël sant Stephan.
Goëlio mobil.
Da Verc’her ar Meur pe al Ludu, obligation da glevet an Oferen epquen.
Ar Sul Phasq hac an daou deiz goude, bers.
Ar pevarvet deiz goude Pasq, Goël S. Evoen.
Nota. P’en em gaff da lun ur Goël benac eroc peini eo yun, e ve groet ar yun d’ar sadorn, rac ar Sul n’en deo jamæs yun.
D’ar yaou daou-uguentvet goude Pasq, Goël an Asçansion ; an tri deiz diaroc an Asçansion, ar Rogationo, vigel ep yun.
Sul ar Pentecost hac al lun goude, bers. Ar Pentecost a ve dec deiz goude an Asçansion.
Ar Sul quentàn goude ar Pentecost, Sul an Dreindet. D’ar yaou, Goël ar Sacramant ; d’ar Sul goude, diliamant ar Gathedral, evel hini an Ilis pere n’o deus quet a dezio fix. D’ar Sul goude an diliamant, Goël ar Galon sacr a Jesus.
Ar Sul quentàn a viz Here, ar Rosær. An eil Sul, translation sant Ervoen. An drede Sul, Beleguiach J. C. Ar bevare Sul a Here, Goël an oll Esquibien, Beleyen… Ar Sul quentàn a viz Du, Goël ar Relego.