Gouelet, ma daoulagad !
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ouilet, men deulegad ha Gouelit, ma daoulagad.
1. Gouelet, ma daoulagad, setu maro Jezus,
Maro eo vidomp ol, pec’herien dizentus.
Diskan.
— Maro Jezus vidomp war vek mene Kalvar ;
Pez kalon na ranno gant keuz ha gant glac’har,
Gant keuz ha gant glac’har !
2. Tosta, pec’her, ha deus, zel mad ouz da labour,
Peb pec’het e t-euz gret zo aman torfetour.
3. E c’harz e dreid deuz ’ta da ouelan da grimou,
Ha zonj ez int kirieg deuz e ol zouffransou.
4. Mar d-eo ruet e gorf gant ar goad o redek,
Te a dle he oualc’hi gant da zaerou dourek.
5. N’euz nemet eur gouli euz an treid bete ’r pen,
Kurunet eo gant spern ha blonset e gerc’hen.
6. E gorf zo dispennet, freuzet e izili,
E dreid hag e zaouarn treuzet gant tachou kri.
7. Gant ar poultr hag ar goad e fas zo dislivet,
Ha gant eul lans kruel e goste digoret.
8. Pec’her ha pec’heres, c’houi gantan a sko c’hoaz,
Hag ho kalon dizonj zo dezan vel eur groaz !
9. Koulskoude d’ho kervel e ben a zo stouet,
E galon zo digor, e zivrec’h astenet.
10. Oh ! breman, ma Jezus, eo mantret hon c’halon,
Hag ouzoc’h evit mad e c’houlenomp pardon.
11. Pardon, o ma Doue, euz hon ol bec’hejou,
Kentoc’h mervel eget nevezi ho paoniou !