Mont d’an endalc’had

Gouel ar Rouaned

Eus Wikimammenn
Ar. de Kerangal, 1898  (p. 40-47)






EVIT GOUEL AR ROUANED
(Sant Vaze, Ch. ii.)


————


Jezuz o veza eta ganet e Bethleem, er Judee, enn amzer ar roue Herodez, setu rouaned euz ar Zao-Heol o tont da Jerusalem hag o lavaret : E pe leac’h ema ar roue zo ganet d’ar Iuzevien ? Rak ni on euz guelet he steredenn e tu Sao-Heol hag a zo deuet d’hen adori. Pa glevaz ann dra-ze, Herodez ha ganthan Jerusalem holl a oue nec’het braz. O c’hervel eta holl brinsed ar veleien hag ann dud desket euz ar bobl, e c’houlennaz outho e pe leac’h e tlie ar C’hrist genel. Ar re-ma a lavaraz d’ezhan : E Bethleem, er Judee ; rak skrivet eo gant ar prophet : Ha c’hui Bethleem, e douar Juda, n’hoc’h ket ann distera e touez keariou ar vro-ze ; rak, ac’hanoc’h e teui ann hini a vezo e penn Israel, va fobl, ouz her bleina. Neuze, Herodez, o veza galvet ar rouaned a gostez, a boaniaz da c’houzout digantho pe vare oa en em ziskuezet d’ezho ar steredenn ; ha goude ho c’hasaz da Vethleem : It, emezhan, ha grit enklask piz divarbenn ar bugel ; ha p’o pezo her c’havet, kemennit d’inn, ma c’hellinn me ive mont d’hen adori. Goude beza klevet kement-ze, ar re-ma a ieaz enn hent. Ha setu ar steredenn o devoa guelet e tu Sao-Heol, o vont adarre enn ho raok, beteg ma chomaz a zav pa oue diguezet a zioc’h al leac’h m’edo ar c’hrouadur. Pa veljont ar steredenn e oueut karget a joa. Hag o vont enn ti e kavjont ar bugel gant Mari, he vamm, hag e taoulinjont evit hen adori. O veza neuze dispaket ho zenzoriou e kinnigchont dezhan e prof aour, ezans ha myrh ; hag evel m’o devoa bet epad ho c’housk difenn da zistrei beteg Herodez, ez ejont dre eunn hent all d’ar gear.


Senti ouz mouez Doue.


Ar rouaned-ma a ro meur a gentel d’ar gristenien ; mes, kaout a reomp ennho, dreist pep tra, eur skuer a zentidigez evit deski d’eomp selaou mouez ann Aotrou Doue, bep vech ma teu d’hor c’helenn pe dre ar sklerijenn euz ar c’hras, pe dre gomsou ar re en deuz karget da zeski d’eomp hent ar baradoz.

Sentidigez ar rouaned a oue prount ha paduz.

Kentre m’ac’h anavezont er steredenn ar merk euz ginivelez Hor Zalver, setu hi o tiblas. Klevit petra a lavaront da Herodez ha d’ar Iuzevien : Vidimus… et venimus, guelet on euz… hag omp deuet. Dale ebet. Koulzgoude n’oa ket diez d’ezho kaout digareziou da jomm er gear : Mont keit all a dreuz broiou el leac’h ne c’houzont hent ebet ! Beachi e kreiz ar goanv ! Dilezel ho rouanteleziou ha beza kement a dud hag a draou enn ho c’harg ! Kimmiada ken trumm diouz ho c’herent, ha marteze n’ho guelint mui ! Petra a vezo lavaret divar ho fenn ? Ha mac’h en em dromplont gant ar steredenn-ze ? Perak da vihana ne gemerfent ket amzer d’ober ho zonj ? — E guirionez, kant ha mil guech tro a gavent da zale pe da jomm heb diblas a grenn, hag eur c’halz ac’hanomp-ni, a dra zûr, ne vijent ket en em lakeat enn hent. Mad, o c’hortoz eunn nebeut hebken, ann tri roue a ioa e danjer da veza kollet ; rak leac’h zo da gredi ne baraz ket pell-amzer ar steredenn burzuduz ; hag eur vech eat digantho ar sklerijenn digaset euz ann env, penaoz o divije anavezet ar Mabig Jezuz ?

Ar steredenn, eme ann doktoret, a zo eur skeud euz a c’hrasou Doue roet da bep den evit skleraat he spered, evit her bleina varzu ar baradoz. Eur brezegen a glevomp, eunn ali fur, eur skuer vad roet d’eomp, eur maro trumm pe eur gual darvoud diguezet enn hor c’hichenn a sko eunn taol enn hor c’haloun. Setu ar steredenn o para hag o tiskuez ann hent. Kerzomp buhan avad ; rak ar goulou ne bado ket pell marteze : hag o veza chomet enn devalijenn dre hor leziregez, ni a en em gollo. Nag a dud, siouaz d’ezho, a zo kuezet enn ifern abalamour m’o deuz sarret ho daoulagad ouz sklerijenn ann env, o lavaret : divezatoc’h, divezatoc’h !

Diblas zo eunn dra gaer ; mes, ret eo ouspenn kenderc’hel da vale ehun petra bennag a zeufe da glask hon tistrei. Sentidigez ar rouaned a oue paduz : koulzgoude n’eo ket enkrez a vankaz d’ezho. E kichenn Jerusalem, ar steredenn a guzaz. Pe du troi hiviziken ? Pa’z eo guir e klaskont ar roue nevez ganet, n’oufent ober guell eged mont da balez Herodez. Mes, nag hema na tud he di n’o deuz klevet hano euz ar c’hraouadur. Brema eo sklear aoualc’h int faziet. Petra rafent nemed mont d’ar gear ? Nann, nann, ne argilont ket evit kement-ze holl. Ho goulennou a ra da Herodez ha da Zoktoret al lezenn sellet ouz levriou ar bropheted hag anaout eo deuet ar mare evit ar Mesias da c’henel e kearik Bethleem. Neuze ar rouaned a ia enn hent adarre ; ha, dre eur burzud a vadelez Doue, setu ar steredenn ive o para dirazho hag ouz ho c’has beteg al leac’h m’edo ar bugel.

Ama avad e c’helfent beza nec’hetoc’h eged biskoaz. Eur roue eo a glaskont : hag ar steredenn zo chomet azioc’h eul lochennik paour ! Mont a reont ebarz evelato hag e kavont eur c’hrouadur astennet var eunn dournad plouz. Var he dro n’euz na tud a lez na servicherien ; den ebet nemed ar Verc’hez he vamm. Daoust hag hennez eo ann hini a gomze ar bropheted anezhan ? Piou a gredfe en deuz Doue lakeat eur steredenn nevez da bara evit eur bugel ken dister ? Mad, ann tri roue n’o deuz difizians ebet. Kueza a reont raktal d’ann daoulin, o poket gant karantez da dreid ar Mabig Jezuz ; ha goude-ze e kinnigont d’ezhan traou a briz deuet gantho euz ho bro. Erfin, e leac’h mont da gaout Herodez a glaske lakaat Hor Zalver d’ar maro, hor beachourien, kelennet gant eunn eal, a ieaz dre eunn hent all d’ar gear.

Stang eo ar gristenien henvel ouz ar rouaned kalouneg-ze ? Anzao a rit-hu ho feiz dirag ar re n’o deuz ket ar memez kredenn ganeoc'h ? N’oc’h euz ket aoun da veza goapeat gantho ? Ma paouez ann Aotrou Doue d’ho ren dre ann dourn, ma ve ret d’ehoc’h evel d’ar rouaned pa guzaz raktal ar steredenn, klask hoc’h hent eur pennadik, n’emaoc’h ket o fal-galouni ? Pa velit ho Salver dilezet ha paour, paour ive he zervicherien, ne deu ket ho feiz da laoskaat ? He anaout a rit evelato evit ho mestr hag ho roue ? Pa oc’h euz her c’havet, ma lavar d’ehoc’h kemeret eunn hent all, senti a rit evel ar rouaned santel ?

Evit guir, ïoul ann treitour Herodez oa lamet he vuez digant Jezuz. Mes, eur c’halz euz ann dud a zarempredit a zo goest ive da laza Doue enn ho kaloun, oc’h ober d’ehoc’h koll he c’hras hag he garantez. Tec’hit eta divar ann hent milliget-ze !

Pedenn. — O va Zalver, p’am euz bet ann eur-vad d’ho kavout dre ar feiz, grit d’inn beva ha mervel tost d’ehoc’h, evit m’ho kuelinn eunn deiz e sklerijenn ar baradoz ! Evel-se-bezet-great.