Glaoudina Kabon
Glaoudinaïg Kabon ’lâre,
Er gêr n’he mamm pa arrue :
— N’ oun petra d’ar merc’hed ’m eûs grêt,
Gant ma reont euz ma sellet, [1]
O lâret : — Setu Glaoudina Kabon,
Braoa plac’h iaouank ’zo ’n Léon !
Glaoudina Kabon ’lavare
Er gêr d’he zad pa arrue :
— Un davanjer newe ’m eûs bet,
Kadet Lezveur ’n eûs-han paeet.
— Kaset ho tavanjer d’ar gêr,
Laket-ewez na ve re-ger.
Glaoudina Kabon ’vonjoure,
Bars al Lezveur pa arrue :
— Bonjour ha joa holl en ti-man,
Kadet Lezveur pelec’h eman ?
— Et eo, Glaoudina, d’ar jardinn,
Da c’hortos lein da darewi.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
— Deut ganen, Glaoudina, ma mestres,
Na ewit tanva ar peches ;
Na ewit tanva ar peches,
Klewet am eûs ’z hoc’h dougeres ?
— Mar d-on dougeres, goûd a ouzoc’h,
N’eûs den kiriek d’in nemet hoc’h ;
M’ eo dre ho touch hag ho karet,
Kadet Lezveur, hen goûd a ret.
— Dalet, Glaoudina, dalet kant skoed,
’Wit hen mezur, pa vezo bet :
Dalet, Glaoudina, kant skoed ouspenn,
Da gaout d’ehan ur vezerenn ;
Da gaout d’ehan ur vezerenn,
Me ’roï’ kawel ha tapis-gwenn.
— Ha p’am be daouzek krouadur,
Hi holl diwar ann avantur,
M’ho gwisko holl en satinn-gwenn.
Ho c’haso d’ar skool ’n ur vandenn ;
Ho c’haso d’ar skool ’n ur vandenn,
Hep divezra tamm ma moïenn.
Me ’m eûs tri breur ’n servij ’r roue
Ho defo ho c’honje hep-dale,
Ha neuze ’vinn-me eureujet,
Pe kadet Lezveur vô dibennet.
Tric’houec’h Kabon, ur Gabones vad
’Oant ’vont da Leon ’n ur bagad ;
N’oa hini, d’ann neubeuta, ’n hè
N’hen defoa pemp mil skoed leve.
Kadet Lezveur a lavare
Euz prizon Leon, ’n he goanze :
Louis Kabon a lavaras
Da gadet Lezveur, p’hen klewas :
— ’Wit bea hanvet Kaboned,
N’ veritomp ket bea rostet ;
’Wit bea Kaboned, n’omp ket ier,
N’ veomp ket rostet ouz ar bér.
Kadet Lezveur a lavare,
En prizon Leon, ’n he goanze :
— Ma vijenn lec’h a desirjenn,
Na è ket aman a vijenn ;
En kêr Leon, war ar ru vraz,
O tiskouri gant ma mestraz ;
Tiskouri gant Glaoudina Kabon,
Braoa merc’h iaouank ’zo ’n Leon !
Kanet gant Mari Hulo
mates, Plouaret. — 1851
Glaoudina Kabon a lâre,
Gant ar vinz d’ann nec’h pa bigne :
— Petra ganin ’zo c’hoarvezet,
Ma c’horf-balen na brenfe ket ?
Ma c’horf-balen na brenfe ket.
Me garie hen gwelet dewet !
Me garie hen gwelet dewet,
Ha me ken mistr vel pa oa grêt !
Glaoudinaïg a lavare,
Lâre d’he mamm, un dez a oe :
— Un davanjer newez ’m eûs bet,
Kadet Lezveur ’n eûs-han prenet.
— Kaset ho tavanjer d’ar gêr,
Tolet-ewez na ve re-ger !
Me ’m bô d’hech davanjerou-fleur,
Kaeroc’h ’wit re kadet lezveur.
Glaoudinaïg a lavare
’N ti kadet Lezveur p’arrue ;
— Dalet, aotro ho tanvanjer,
Me ’zo deut d’hen digas d’ar gêr.
— Glaoudina Kabon, ma mestres.
Deut ganin da danva peches ;
Deut ganin da danva peches,
Klewet am eûs oc’h dougeres ;
Mar d’oc’h dougeres, ansaovet,
D’am c’hloarek iaouank tamalet.
— Mar d’on dougeres, eo ouzoc’h,
Na eûs den kiriek nemet hoc’h.
— Dalet, Glaoudinaïg, kant skoed,
D’ vezur ho pugel, pa vô bet ;
Setu aze daou skoed ouspenn,
Na ewit kaout ur vezerenn.
— Hag am be daouzek krouadur,
Hag holl diwar ann avantur,
He ’m bô d’hê abit satinn-gwenn,
Ho c’haso d’ar skool ’n ur vandenn.
He ’m eûs seis breur ’n servij ’r roue,
Hag ho dô prestig ho c’honje ;
Neuze vô Glaoudina eureujet,
Pe kadet Lezveur dibennet !
Kadet Lezveur a lavare
D’he vamm, er gêr pa arrue :
— Ma lest d’ gomer Glaoudina Kabon,
’Wit n’ vinn ket kaset d’ar prizon.
— N’ eûs ket Kaboned er vro-ma,
Ha mab, ho lemfe al lec’h-ma !
N’oa ket he gir peurlavaret,
Oa leun ar pors a sarjanted.
Tric’houec’h Kabon, euz ar re vad,
’Zo êt da Roazon ’n ur bagad,
Ha na oa hini anezhe
Na oa mil skoed euz he goste.
Kadet Lezveur a lavare
En prizon Roazon, ’n he goanze :
— Laket Kaboned da rosta,
A-walc’h anezhe ’zo ’r vro-ma !
Hag ar Chaboned a lâre
’Vel ma klewjont, eno, neuze :
— ’Wit bea hon hano Kaboned, [2]
N’eo ket nin a vezo rostet.
Kadet Lezveur a lavare
Da dud ar justis, un dez oe :
— Leusket kadet Lezveur mês ar prizon,
D’ vont d’eureuji Glaoudina Kabon !
Kanet gant Mari Clec’h, koaderes
Loguivi Plougras, — Miz Du 1863.