Ann Aotro Penangêr hag ann Aotro Delande
D’ oel Sant Barnabas, da wener,
’Oe lac’het ’nn aotro Penangêr ;
’Nn aotro Penangêr, a Blouillo,
Braoa mab den-jentil ’oa er vro.
’Nn aotro Penangêr ’c’houlenne,
Euz he vamm, al lun ar beure :
— Ma mamm, roët d’in-me konje
Da vont da Blouillo fete ;
Da vont da Blouillo fete,
Ar Voaswenn, Guionig ha me.
— Da Blouillo na efet ket,
D’ar Jeodet ’m eûs lâret monet ;
Mont d’ar Jeodet d’ar bardonan,
’Wit ho tad, ’zo ’n he wele klanv ;
Met, ma mabig, mar am c’haret,
Konje ho tad a c’houlenfet.
’Nn aotro Penangêr, ’vel ma klewas,
Gant ar vinz d’ann nec’h a bignas ;
Gant ar vinz d’ann nec’h ’eo pignet,
Euz he dad hen eûs goulennet ;
— Ma zad, roët d’in-me konje,
Da vont da Blouillo fete ;
Da vont da Blouillo fete,
Ar Voaswenn, Guionig ha me
— D’ bardon Plouillo n’efet ket,
Gant Delande ’z hoc’h gourdrouzet ;
Gant Delande ’z hoc’h gourdrouzet,
Aoun braz am eûs na vec’h lac’het.
— Ma zad, tolet pluenn en er,
Ha lec’h ma ielo, me a iel’.
Pluenn en awel ’zo gwentet,
’N trezeg Plouillo ’c’h eo bet êt.
Ann aotro Penangêr lâre,
D’he dad er gambr eno, neuze :
— Bet drouk gant ann nep a garo,
D’ bardon Plouillo me ’ielo.
’N ilis Plouillo p’eo arruet,
Euz ’r marchepi eo daoulinet ;
Euz ’r marchepi eo daoulinet,
Hag ur bedenn hen eus lâret.
’Nn aotro Penangêr a lâre,
’N tal he skabell pa arrue :
— Petra ’zo ’newez ’n ilis-ma,
M’eo alc’houet ar gador-ma ?
Person Plouillo a lâras,
Da vab ar zakrist, pa glewas :
— Kerz ewit-on da Lanaskol,
Da lavaret, euz ma c’hêlo,
Penoz ’man ama Penangêr
Hen eveus c’hoant da gaout affer;
Hen eus c’hoant kaout un tamm affer,
Gourdrouz ’ra torri ar skabell.
Mab ar zakrist a lavare,
En Lanaskol pa arrue ;
— Demad ha joa er maner-ma,
’Nn aotro Delande pelec’h ’ma ?
’Nn aotro Delande pa glewas
He benn er prenestr a voutas ;
He benn er prenestr ’n eûs boutet :
— Petra ’newez ? -n’ eûs goulennet.
Mab ar zakrist a lavare
Da Delande, pa hen gwele :
— En Plouillo ’ma Penangêr,
’N eus c’hoant da gaout un tamm affer.
’Nn aotro Delande, pa glewas,
He abit hernach a wiskas ;
He abit hernachet ’n eûs gwisket,
’Trezeg Plouillo ez eo êt.
’Nn aotro Delande a lâre
Da Benangêr, p’hen salude :
— Pe te deui’ ’mês ar gador-ze,
Pe me ’m bô da vuhe aze ?
’Nn aotro Penangêr a lâras
Da Delande, ’vel m’hen klewas :
— ’Mês ar gador me na inn ket,
Ken ’vô ann offern achuet ;
Pa vô ann offern achuet,
Neuze e vinn lec’h ma karfet…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Pa ’c’h ee ’r prosession ’mês ann ilis,
N’ chomme den d’ehan vis-a-vis ;
Pa oa ann offern achuet,
’Mês ann ilis ez int bet êt.
Person Plouillo a lâre
D’he barosionis en de-se :
— N’ sortiet den euz ann ilis,
Lest ann dud-jentil ’n ho divis ;
N’ sousiet kristenn etre-z-hê,
Rag c’hoas ’vec’h gwasoc’h diout-hê.
Mês ann ilis int sortiet,
Da c’hoari ’r c’hleve ez int êt.
’Nn aotro Penangêr n’ wie ket
Ez oa Delande hernachet ;
Kenta toll kleve ’n eûs skoët,
He gleve dre ’nn anter ’zo torret.
’Nn aotro Penangêr a lâre
Da Delande, eno neuze :
— Gwes-all pa oas-te en arme,
’M eûs bet did ’lies da vuhe ;
’M eûs bet did ’lies da vuhe,
Les ganen ma hini iwe.
N’oa ket he gomz peurlavaret,
Gant ar c’hleve noas oa treuzet !
Ann aotro Delande ’lâre,
Er gêr d’he vamm pa arrue :
— En Plouillo me a zo bet,
Hag a garje na vijenn ket ;
Hag a garje na vijenn ket,
Ewit ar somm a dek mil skoed ;
Ia, ’wit ar somm a dek mil skoed,
’Nn aotro Penangêr ’m eûs lac’het !
— Mar e t-eûs lac’het Penangêr,
’C’halles kuitaët ar c’hartier ;
Te c’hall kuitaët ar c’hontre,
Rag n’ vankfont ket war da vuhe !
Tud-jentil Penangêr ’lâre
En Lanaskol, un dez a oe :
— Pelec’h ’man traïtour Delande,
Ha teuio d’ c’hoari ar c’hleve ?
Ar palefrenier a lâras
D’ann dud-jentil, pa ho c’hlewas :
— Delande er gêr n’eman ket,
Na ouzoun pelec’h hec’h eo êt.
Ann dud-jentil pa glewjont se,
A dibenn holl gwez ann ale ;
A dibenn holl gwez ann ale,
En dismeganz da Delande.
Kanet gant Garandel,
leshanvet kompagnon dall. — 1844.
D’ oel Sant Barnabas, en mis maë,
’Oe lac’het ’nn aotro Penangêr ;
’Oe ’nn aotro Penangêr lac’het,
Gant Delande hag he botred.
Ann aotro Penangêr ’lâre
D’he vamm ann itron, un dez ’oe
— Ar Voaswenn, Guionig ha me
A iel’ da Blouillo fete.
— It d’ann offern-veure d’ar Jeodet,
Pe d’ Loguivy, d’ann offern-bred ;
Ho tad war he wele ’zo chommet,
Disul ’c’h aï’ ganac’h, mar be savet.
— Drouk ha mad gant nep a garo,
Pluenn en awel tolet ’vô ;
Na tolet pluenn en awel.
Ha lec’h ma troïo, nin a iel’.
Pluenn en awel ’zo tolet,
Trezeg bourk Plouillo eo êt.
P’int en Plouillo arruet,
N’oa ket komanset ’nn offern-bred.
Ann aotro Penangêr ’lâre
’N ilis Plouillo p’arrue :
— Petra ’zo ’newez ’n ilis-ma,
Ma ’z eo tachet ar gador-ma ?
Hastet digorri ar skabell,
Pe me hi zorro, n’ vinn ket pell !
Mab ar Bihan a lavaras
Da Benangêr, ’vel m’hen klewas :
— N’ vô ket digorret ’r skabell-ma,
Ken a vô Delande ama ;
Ken a vô Delande aman,
P’autramant lizer digant-han.
Ann aotro person a lâre
D’ vab ar Bihan eno neuze ;
— Hast brema, hast buhan monet
D’ vaner Lanaskol da lâret
Penoz ’man ama Penangêr
’N eûs c’hoant da gaout un tamm affer ;
’N eûs c’hoant da gaout un tamm affer,
Gourdrouz’ ’ra torri ar skabell !
Mab ar Bihan a lavare
En Lanaskol pa arrue :
— Demad ha joa er maner-ma,
’Nn aotro Delande pelec’h ’ma ?
— ’Man duze ’r gambr ’em brepari
Mont d’ ’nn offern-bred da Geraudi.
Mab ar Bihan a lavare
Da Delande, p’hen salude :
— lavaret a zo d’ac’h donet
Da Blouillo d’ann offern-bred,
Rag eman duman Penangêr,
Hen eûs c’hoant kaout un tamm affer.
Delande, ’vel m’hen eûs klewet,
Abijo gwarnizon ’n eûs gwisket,
Ha trezeg Plouillo eo êt,
Gant nao pe dek euz he botred.
Ann aotro Delande ’lâre
D’ann aotro Penangêr, p’hen gwele :
— Deus raktal ’mês ar skabell-ze,
Pe mes lac’ho dirag Doue !
— Ha posubl a ve, ma Zalwer,
’Ven lac’het dirag ann aoter !
Delande ’lâre d’he botred,
A oa chommet bars ar vered :
— Mar deu er-mês dre ann nor vraz,
Na chommet ket dirag he faz ;
Mar deu ’mês dre ann nor vihan,
Neuze ni ’zo sur anehan.
N’eo ket dre ’nn nor vraz eo bet êt,
Dre ’nn nor vihan e sortiet ;
Dre ’nn nor vihan e sortias,
’Wit he waleur a oe, siouas !
N’oa ket êt mad war ann treuzo,
Plantjont en-han ho c’hleveïo ;
Vel-kent e-kreis ’tre-z-he eo êt
Da gouea da greis ar vered.
— Ha posubl ’ve digant Doue,
’Ve te, ma c’henderw, ma lac’hfe,
Ha ni bugale c’hoerezed.
Gant ’r memeus mageres maget !
Ha ni bugale ann diou c’hoar,
Ranna ’raï’ ho c’halon gant glac’har !
— ’Wit bout maget gant ’r memeus broun,
N’omp ket ganet gant ’r memeus mamm !
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Ur vroegig paour ’oa o tonet
Da Blouillo, d’ann offern-bred,
Dolas he mantel d’hen golo,
Hen asistas bet’ ar maro.
Ann aotro person a lâre,
He gein d’ann aoter pa droë :
— N’ sortio den ann ilis-ma,
Pe me lakaï’ hen dekreta.
Ann aotro ’r c’hure a lâras
D’ann aotro person, pa glewas :
— Drouk ha mad gant nep a garo,
E-mês ann ilis me ’ielo,
Da roï dehan ann absolvenn,
Pa n’hell ket gortos ann noueun…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
’Nn aotro Delande a lâre
En Lanaskol pa arrue :
— Kaera gwezenn ’oa er vered
’Zo bet en de-ma diskaret !
He vamm ann itron a lâras
Da Delande, ’vel m’hen klewas :
— Mar t-eûs lac’het ’nn aotro Penangêr,
’Teûs pretantet ur gwall affer !
— Laket d’in dousenn mouchouero,
Iwe un dousenn rochedo ;
Iwe un dousenn rochedo,
Ma ’z inn breman e-mês ar vro.
Ann aotro Delande ’lâre
Euz Lanaskol pa gimiade :
— Adieu d’ac’h holl goajo Kerdu,
Birwikenn n’ho kwelan-me mu !
Kanet gant ur vaouez koz a vourk Plouillo.