Kervegan hag ann Tourello

Eus Wikimammenn
Mont da : merdeiñ, klask

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Kervegan hag an Tourello.

Gwerziou Breiz-Izel. Chants populaires de Basse-Bretagne.
Édouard Corfmat, 1874  (Levrenn II, p. 188-200)



KERVEGAN HAG HANN TOURELLO
Kenta Kentel
________


I


  Kervegan hag ann Tourello
A so mignoned a bell-zo.
’Nn aotro Kervegan a lâre
D’ann Tourello, un dez a oe :

  — Deus da vaner ann Dour ganin,
Da c’houl’ ’r verc’h hena da dimi ;
Na ve ket traïtour em andret,
D’in ma unan ’vo goulennet.

  Ann Tournello a voujoure,
En maner ann Dour p’arrue :
— Demad ha joa bars ann ti-man,
Ar verc’h hena, pa n’ hi gwelan ?

  Ar verc’h hena, pa n’ hi gwelan ?
Me ’deu d’hi goulenn d’ann den-man.
Ann tad neuze a lavaras
D’ann Tourello, ’vel m’hen klewas :

  — M’eo d’ann den-ze hi goulennet,
Tourello, c’hui ’vô refuset ;
M’ho pije wit-hoc’h goulennet,
Aotro, raktal hi pije bet.

  Ar verc’h hena, pa d’eûs klewet,
Gant ar vinz ’traon ’zo diskennet ;
Gant ar vinz ’traon eo diskennet,
Ha d’he zad a d-eûs lavaret :

  — Diwallet, ma zad, ho pe grêt,
Ewit Kervegan n’am bô ket ;
Gwell’ eo ganen ann Tourello
’Wit Kervegan gant he vado.


  Kervegan, pa hen eûs klewet,
War geign he varc’h a zo pignet ;
War geign he varc’h ez eo pignet,
Euz ’nn Tourello ’n eûs kimiadet.

  Maner ann Dour a lavare
D’ann Tourello eno neuze :
— Diskennet aotro deut en ti,
M’eomp hon daou da zijuni.

  — Na ziskennin, na ’z in en ti,
Ken en Lezormel arruin ;
Ken en Lezormel, da gonian,
’Sambles gant ma c’hoarig henan.


II


  Ann Tourello e-mês ’zo êt,
El Lew-drez [1] ez eo arruet.
Kenta rankontr hen eûs bet grêt,
Eo Kervegan hag he botred.

  Ha Kervegan, vel m’hen gwelas,
Er giz-man out-han a gomzas :
— Me ’wie a-walc’h, a bell-zo,
Ez oa traïtour ann Tourello !

  — Biskoas em buhe n’ draïtouris,
Bikenn na rin, me ’m eûs avis.
— Mar n’out traïtour, ’vel ma lâret,
’Teui da c’hoari ’n tol fleuret.

  — Fenoz tol fleuret n’ c’hoarian,
M’ vin bet ’n Lezormel o konian ;
M’ vin bet ’n Lezormel o konian,
’Sambles gant ma c’hoarig hena.

  A-boan he gomz peurlavaret,
Kervegan diwar varc’h ’zo diskennet ;
Kervegan diwar varc’h ’zo diskennet,
D’ c’hoari ’r fleuret int komanset.

  Ar c’henta tol ’n eûs-han skoët,
He gleve dro ’nn anter ’zo torret…
Ann Tourello na wie ket
’Oa dreg he geign ez oa tapet ;


  ’Oa dreg he geign ez oa tapet,
Tud Kervegan d-eûs han lac’het !… [2]
Kenta defoa klewet ar gri,
’Oa Lokrenan ha tud he di :

  A oa Lokrenan hag he re,
O vonet d’ar c’hoad, d’ar chase :
— Aotro Doue ! ha posubl ve
Ve ann Tourello a ves-te ?

  Mar eo ann Tourello oud-te,
Gra ’r zeblant bennag ouzin-me ;
Gra ’r zeblant bennag ouzin-me,
Ma klaskin bêlek d’as ine !

  Ann Tourello hen eûs komzet,
Ha d’ez-han hen eûs lavaret :
— Kerz-te da Lezormel brema
Da lavaret d’am c’hoar-hena

  Lakad seis offern em delivrans,
Pa n’hallan disklezria m’ c’honsians ;
Lakâd ter bars en Sant Efflamm,
Ma ’z inn d’ar baradoz dinamm ;

  Ha ter dirag ar Speret-Glan,
Ma ’z inn d’ar baradoz buhan ;
Ha ter iwe en Kernitron, [3]
Ma ’z inn beteg roue ar ann tron !


III


  Lokrenan, ’vel ma ’n eûs klewet,
War geign ur marc’h a zo pignet ;
War geign ur marc’h ez eo pignet,
Da Lezormel prim ez eo êt.


  Ann dimezell a lavare
D’he mates-vihan en de-se :
— Lakaët ar bèr ouz ann tan.
Me wel o tont ma breur d’he goan ;

  Me ’wel o tont ma breur d’he goan,
A-rog dira-z-han Lokrenan.
— N’ lakêt ket ar bèr ouz ann tan,
Na deui ket ann aotro d’he goan ;

  N’ho bêt ket joa euz ma c’hezlo,
Rag’ ann Tourello ’zo maro !
’Nn aotro Tourello ’zo maro,
’Man el Lew-drez war he c’heno [4] !

  Ann dimezell, pa d-eûs klewet,
Ter gwez d’ann douar ’zo zemplet ;
Ter gwez d’ann douar eo zemplet,
Lokrenan ’n eûs hi goureet.

  ’R wez diveza ma ’z eo savet,
E d-eûs komzet ha lavaret
Stagan euz ar c’harr ar c’hezek,
Ma ’c’h aje d’al Lew d’hen gwelet.

  Kriz ’vije ’r galon na oelje.
Bars al Lew-drez nep a vije,
Hi gwelet ’vriata ’r c’horf maro,
Hag hen gwalc’hi gant he daero !

  War-n-ezhan neuze eo koeet,
Hag he c’halon a zo rannet !
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

  ’Man ann daou garf war ar varw-skaon,
Doue d’ bardono ann anaon !
E-maint ho daou er memeuz be,
Doue d’ vezo gant ho ine !


Kanet en bourk Ploëgat-Guerrand
gant ur c’hemener — Maë 1863.


KERVEGAN HAG ANN TOURELLO
Eil Kentel
________


I


  Kervegan hag ann Tourello
A zo mignoned a bell ’zo ;

  A zo a bell ’zo mignoned,
Met war ar gwinn hag ar merc’hed.

  Na Kervegan a lavare
D’ann Tourello, un dez a oe :

  — Me ’c’h a d’ vaner ann Dour brema,
Ewit goulenn ar verc’h hena.

  Ann Tourello a lavare
Da Gervegan eno neuze :

  — Na ve ket traïtour em andret,
Ewit-hon eo ’vô goulennet.


II


  Ann aotrone a voujoure,
En maner ann Dour p’arrue : [5]

  — Bonjour ha joa bars ann ti-ma,
Ar verc’h hena pelec’h ema ?

  — Ema duze ’n kambr ann dourell,
Gant-hi diou pe der dimezell.

  Ar verc’h hena, pa d-eûs klewet,
Gant ’r vinz d’ann traon ’zo diskennet ;

  Gant ’r vinz d’ann traon eo diskennet,
Ha d’he zad e d-eûs lavaret :

  — Diwallet, ma zad, ho pe grêt,
Rag ’wit Kervegan n’am bô ket ;

  Gwell’ eo ganen ann Tourello
Wit Kervegan gant he vado.


  Ha Kervegan, p’hen eûs klewet,
D’ann Tourello hen eûs lâret :

  — Deus war da inkane bihan,
Ma ’z efomp-ni d’ar gêr buhan.

  En hent-glaz pa int diskennet,
Kervegan hen eûs lavaret :

  — Diskenn diwar d’inkane brema,
Ma c’hoarifomp ’r c’hlevez ama.

  Ann Tourello a lavare
Da Gervegan, eno, neuze :

  — Me ’wie ’r vad, euz da feson,
E wiskes dillad ur poultron !

  Diwar he inkane eo diskennet,
Nag ewit c’hoari ar fleuret.

  P’oa Kervegan ’c’hoari out-han,
’Oa ’n all dreg he geingn hoc’h hen lac’han.

  Kenta ho d-eûs klewet ar gri,
’Oa Lokrenan ha tud he di ;

  ’Oa Lokrenan hag he daou vab,
’Oa o chaseal er brouz-koad.

  Na Lokrenan a lavare
D’ann Tourello, eno, neuze :

  — Aotro Doue, a posubl ’ve
Ve ann Tourello a vefe !

  Na Lokrenan a lavare
D’ann Tourello, eno, neuze :

  — Lavar un dra-bennag d’in-me,
Pa n’hellan klask bêlek d’as ine !

  — Lak’ seis offern bars en offranz
Pa n’hellan disklezria m’ c’honsianz ;

  Lak’ seis offern en Kernitron,
Honnes ’eo rouanes ann tron ;


  Ha laka ter en Sant Efflam,
Wit m’ inn d’ar baradoz dinam.

  Lokrenan, pa hen eûs klewet,
War-geign he varc’h a zo pignet ;

  War-geign he varc’h ez eo pignet,
Ha da Lezormel ez eo êt.

  Ar varkizes a lavare
D’he mates vihan, en noz-ze :

  — Lakaët ar bér hoc’h ann tan,
Arru ann Tourello d’he goan.

  Na Lokrenan a lavare
D’ar varkizes, eno, neuze :

  — N’ laket ket ar bér hoc’h ann tan,
Ann Tourello n’ deui ket d’he goan ;

  Eman ’l Lew-draz war he c’heno,
’N aotro Doue d’hen pardono ;

  Eman ’l Lew-drez e-kreis he wad,
’N aotro Doue d’hen joaüsaad.


III


  Kriz ’vije ’r galon na oelje,
Bars al Lew-drez nep a vije,

  ’Welet ’r varkises leun a ganvo,
O vriata ar c’horf maro.

  Ha Lokrenan a lavare
D’ar varkizes, eno, neuze :

  — Na lest Kervegan ganen-me,
Me ’lakaï barna he vuhe ! [6]


Kanet gant ur vates hostaleri
en bourk Plistinn — 1864.

  1. La Lieue-de-Grève, à Saint-Michel-en-Grève.
  2. Variante : En un hent doon p’int arruet,
    D’ann Tourello hen eûs lâret :
    Em brepar brema pa gari,
    Rag ez out en heur ma varwi !

      Ann Tourello, p’hen eûs klewet,
    Da Gervegan hen eûs lâret:
    — Ha posubl ’ve digant Doue
    A ve ma c’henderv am lac’hfe !

      Ha ni bugale ann diou c’hoar,
    Ranna reï ho c’halon gant glac’har !
    Ur paz a-dren hen eûs bet grêt,
    Gant he gleve ’n eûs han treuzet.
  3. En la commune de Lanmeur.
  4. Variante : ’N aotro Lampfrenen (Locrenan) a lâre
    En Lezormel pa arrue :
    — Demad d’ac’h mamzell ’nn Tourello,
    Me ’deu d’annons ur gwall gêlo ;

      Me ’deu d’annons ur gwall gêlo,
    ’Man ho preur ’l Lew-drez war he c’heno !
    Lâret ra d’ac’h na oelfet ket,
    Dre draïtouraj eo bet lac’het !

      — M’ eo ma breur ann Tourello lac’het,
    Balamour ma plije d’ar merc’hed ;
    M’eo lac’het ma breur ann Tourello,
    Braoa den iaouank oa er vro !…
    . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
  5. Le singulier est ici pour la rime
  6. On m’a montré près le bourg de Plouzelambre, à cent cinquante pas, environ, de l’église, un petit oratoire assez élégant, en pierre de taille, où selon la tradition du pays, le seigneur de Kervégan, exclus de l’église, pour quelque crime, sans doute, peut-être celui qui fait le sujet de cette ballade, se tenait les dimanches, pendant la grand’messe, et priait à haute voix, de manière à être entendu du prêtre qui officiait à l’autel et de tous les assistants.