Jannedig Riou
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Janedig.
Ann aotro Koadriou hen eûs grêt
’R pez na raje aotro a-bed
’N eûs diwisket he abit-aour
Gwisket un abit lienn paour ;
Gwisket un abit lienn leoienn,
’Wit mont da di he vererrienn ;
’Wit mont da di he vererrienn ;
D’ c’hoûd ha hi oa mad d’ar baourienn.
Kenta ti ma ’z eo antreet,
Un tamm bara ’n eûs goulennet.
Roët d’ehan bara louedet,
Roët d’ar c’hi, n’hen debrje ket.
Ac’hane neuze hec’h eo êt
D’ di Riou goz, da Bedernek ;
D’ di Riou goz, da Bedernek,
Ha goulenn loja hen eûs grêt ;
En kraou ar saoud pe ar c’hezek,
Pe c’hoaz war gornig ann oaled ;
Pe c’hoaz war gornig oaled,
P’autramant gant ho merc’h Jannet.
Riou goz, pa hen eûs klewet,
Da bilad ’nn aotro ’zo komanset.
Jannedig Riou a lâre
D’he zadig paour, hag en noz-se :
— Ma zadig paour, c’hui zo manket,
Aotro Koadriou ’c’h eûs pilet.
— Ha perag ’ta na rajenn ket,
Komzo insolant ’n eûs lâret ?
Komzo insolant ’n eûs lâret,
Goull’ mont da vèdoc’h da gousket !
Met kê warlec’h, ha lâr d’ehan,
C’houlennan iskus digant-han ;
Iskus da dad, iskus da vamm,
Iwe da iskus da hunan.
— ’Wit henoz, ma zad, na inn ket,
Rag ann aotro ’zo koleret ;
Met warc’hoas beure, beure-mad,
Me iel’ d’ Goadriou, war ma zroad.
Jannedig Riou ’vonjoure.
En Koadriou pa arrue :
— Demad d’ac’h, aotro Koadriou,
Me ’zo deut da c’houl’ iskuzou ;
Iskus ma zad, iskus ma mamm,
Iwe ma hini ma hunan.
— Jannet Riou, m’hoc’h eureujo,
P’ vefet bet ter noz en Koadriou,
Hag o kousket gant ann aotro ;
Dre ma brasa le, m’hoc’h eureujo.
Jannedig Riou a lâre,
Ann dervet noz pa achue :
— Aotro Doue, petra lârinn
D’am zad, er gêr pa arruinn ?
Disenoret ma breur bêlek,
Kollet fortun ma c’hoerezed !
P’antreinn, ar zul, en ilis.
Me ’vô diskouezet gant ar bis.
Ma lâro ann eil d’egile :
— Sell serc’h ’nn aotro Koadriou aze !
— Tawet, Jannedig, n’oelet ket,
Me hoc’h eureujo pa garfet.
Bars ann traon na pa ziskenfet,
Mewel ha mates ’c’houlenfet ;
Mewel, mates d’ho serviji,
Ha vefet ann itron en ti.
Jannedig Riou a lâre,
Traon gant ar vinz pa ziskenne :
— Mewel ha mates d’am servija,
Mar ben-me itron ann ti-ma !
C’hoar ann aotro a lavaras
Da Jannet Riou, p’hi c’hlewas :
— Itron ama na vefet ket,
Serc’h d’ann aotro, na lâran ket ;
Un dimezell a Lezobré,
’Vo itron ama dre c’hraz Doue !
Jannedig Riou a lâre,
Krec’h, d’ann aotro, pa arrue :
— Aotro Doue, petra ’lârinn,
Ebars ar gêr pa arruinn ?
— Tawet, Jannet, na oelet ket,
Me hoc’h eureujo pa garfet ;
M’hoc’h eureujo d’am palefrenier,
P’autramant da vab ma merer.
— N’eo ket ’wit ma roï d’ho palefrenier,
Kenneubeud da vab ho merer ;
Kenneubeud da vab ho merer,
Am eûs abuzet ma amzer !
Jannedig Riou a lâre
War chausal ’r stank pa arrue :
— Aotro Doue, petra a rinn ?
Mar an d’ar gêr, pilet a vinn ;
Mar an d’ar gêr, pilet a vinn,
Mar an er stank, beuet a vinn.
N’oa ket he gir peurlavaret,
War he fenn er stank eo em dolet.
Ar palefrenier a lâre
Er gêr, d’ann aotro, p’arrue :
— Aotro Doue ! ma mestrig koant,
Braoa plac’h iaouank ’zo er stank !
Met he botaou hag he lêrou,
Henvel int euz re Jannet Riou !
— Mar ’ma Jannet Riou er stank,
Me ’m eûs war he bis un diamant ;
Me ’m eûs war he bis un diamant,
’Oa kousket d’in seis livr ha kant.
Mar eo Jannet Riou beuet,
Ar glaz-braz d’ezhi ’vô sonet ;
Ar glaz-braz d’ezhi ’vô sonet,
’Vel pa vije marw ma fried ;
’Vel pa vije marw ma fried,
Ma vije bewet, ’vije bet !
Kanet gant Jannet Ar Gall,
mates en Kerarborn, Plouaret — 1849
Markis ar C’hleand hen eûs grêt
’R pez n’ raje mab ozac’h mad ’bed.
Un abit paour hen eus gwisket,
’Wit mont er bloaz-mon d’ glask he voed.
Kenta aluzenn ’c’houlennas,
’Oa en ti an-nep hen ganas ;
— Bonjour ha joa bars ann ti-man,
Un tièges mad ’zo aman ;
Un tièges mad ’zo aman,
Roët ’ve ’n aluzenn en-han ?
Hervez ann tres euz ho tillad,
’C’h eûs maget un aotro bennag.
— Markis ar C’hleand ’m eûs maget,
Met me garje n’am bije ket ;
Met me garje n’am bije ket,
Karout ’ra ’r gwinn hag ar merc’hed ;
Karout ’ra ’r merc’hed hag ar gwinn,
A denn, peurvuia, da wall-linn ;
Ha tech ann dud-jentil bepred
Eo karout ar gwinn, ar merc’hed.
Aluzenn d’ehan ’zo roët.
Ha mês ann ti eo sortiet ;
E-mês ann ti eo sortiet,
Da di Rio goz hec’h eo êt.
— Bonjour ha joa bars ann ti-man,
Lojet a ve ar paour en-han ?
Un tieges mad ’zo aman,
Lojet a ve ar paour en-han ?
En kraou ho saoud pe ho kezek,
Pe war ur c’horn euz hoc’h oaled,
Pe gant ar goanta ho merc’hed,
Ho merc’h Jannedig, mar karet ?
Na Rio goz, ’vel ma klewas,
Ur fasad d’ehan a roas.
E-mês ann ti e sortias,
He abit paour a diwiskas ;
Unan satinn-glaz a lakas,
Jannedig Rio hen gwelas.
— Leall ma zad, c’hui ’zo manket,
Markis ar C’hleand ’c’h eûs skoët !
— Kers war he lerc’h ha dizro-han,
Ha goulenn pardon digant-han ;
Hag ewit da vamm ha da dad,
Dre ma oa chanjet he dillad.
— Markis ar C’hleand, distroët
Ma zad, ma mamm a iskusfet ;
Iskuzet ma mamm ha ma zad,
Dre m’ho poa chanjet ho tillad.
— Hoc’h iskus, Jannedig, ’zo grêt,
Hini ho tad na vezo ket ;
Hini ho tad na vezo ket,
Ken veet bet ganen ’r valanek.
Pa veet arru er C’hleunio,
Jannet Rio, m’hoc’h iskuzo. [1]
Jannedig Rio a lâre,
Bars ar C’hleand pa arrue :
— Roït d’in skabell d’azea,
Mar ven-me markizes ama.
Ar vates vihan d-eûs lâret,
Kerkent ha ma d-eûs hi klewet :
— Markizes ama n’ vefet ket,
Met da c’hortos gwell’ da donet !
Jannet Rio, ’vel ma klewas,
Da vord ann dour mont a reas :
— Gwerc’hes Vari, lavaret d’inn
Pe me ’c’h a en dour, pe na inn ?
Mar an en dour, a vin beuet,
Mar chomman er-mês, ’vo lâret :
— Sell aze ur plac’h ’oa laeret,
Gant markis ar C’hleand ’oa êt !
Euz he gwall-êl a d-eûs sentet,
Euz he hini mad na d-eûs ket ;
Euz he hini mad na d-eûs ket,
Et eo en dour, hag ’eo beuet !
Markis ’r C’hleand hag ho bajig
Dremenas ’nn dour-ze abredig.
Ar paj-bihan a lavare
Da varkis ’r C’hleand, en de-se :
— ’N han’ Doue, sellet, mestrig paour,
Braoa femmelenn ’zo en dour !
Sellet euz he botou, he lêro,
Henvel euz re Jannet Rio !
— Mar ’ma Jannet Rio er stank,
Me ’m eûs war he bis un diamant ;
Me ’m eûs war he bis un diamant,
A gouste d’in ur skoed ha kant.
Markis ar C’hleand a lâre,
O kregi ’n he dorn euz ann dour-ze :
— Jannedig Rio, d’in lâret,
Petra ’zo kiriek m’hoc’h em veuet ?
— N’eo ar gouarneres milliget
’Zo kiriek ma ’z on em veuet.
Pa c’houlennis skabell, d’azea,
Mar ven markizes en ti-ma ;
Hi deveûs d’in-me respontet :
— Markizes ama n’ veet ket ;
Markizes ama n’ veet ket,
Met da c’hortos gwell’ da donet.
— E-mês ann dour ’vezo tennet,
Er c’hœur uc’hellan interret,
’Vel pa vije bet ma fried,
Mar dije bewet, ’vije bet ! [2]
Dastumet en Plougonver.